Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A. (db. an traoù goulaouet) 1. (en diabarzh hag en diavaez) Goulaouet en un doare dister. Un toull ti teñval na zeue morse an heol ennañ. Teñval eo an deiz e-barzh an ti-mañ. Erru eo teñval din da skrivañ. [1499] lec'h teñval. [1576] [...] ha goude he lakaat en ur prizon teñval hep reiñ dezhi da zebriñ na da evañ [a-]hed ar spas a zaouzek dez[.] [1944] Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval. [1944] Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù [...]. [1954] Nann ! n’on [sic] ket amañ, met du-hont, e ti melen ar vourc’h, ar bemzek a viz Eost 1897, du-hont, douget d’ar red gant va zad o pignal gant ar viñs teñval. [1985] Hogen un hantereur goude edo ar c'harr ouzh hor gortoz, hag edomp er gêr a-raok na oa re deñval. • Teñval eo an noz. Teñval-noz eo anezhi : du-tre eo an noz. [1924] Noz teñval pell a oa, pa ’n em gavas en kreiz ar Maezoù. • Teñval eo an amzer, teñval eo anezhi : koumoulek eo an amzer. [1850] Ar c'homoul a laka an amzer da vezañ teñval. & Trl. kv. Teñval-dall, teñval-sac'h : teñval-tre. [1949] Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. [1954] A-greiz-holl unan bennak a ziframmas ac’hanon a-ziwar ar gwele, ha setu me adarre war ar pondalez teñval-sac’h [...]. [1960] Pa 'z eo deut hor pastor da dreiñ / Ha d'an Nasion d'en em reiñ, / Teñval-sac'h gant koabrenn ar spont / ' Seblant din hon amzer-da-zont. [2012] [E]-keit ma oa gourvezet o treiñ-distreiñ en noz teñval-sac'h, er gambr he stignoù tev, e teue danevell an Ao. Enfield d'e spered, e stumm un aridennad skeudennoù luc'hus. & Teñval evel en ur forn, evel ur forn, evel ar glaou, evel an noz, evel en ur sac'h, evel ur sac'h, evel sac'h ur glaouer : teñval-tre. [1944] An noz a oa kouezhet ; teñval e oa evel en ur sac'h pa zigouezhjomp e bourk Mousteruz. 2. (db. liv an traoù) A denn d'an du. Ar c'hoefoù-mañ avat, zo teñval : tost da lous. An oabl a gemere ul liv teñval. [2013] Ar c'holonennoùigoù, ar rizennoù, a zeu gwelloc'h a se war wel ma'z int livet teñvaloc'h eget an nemorant eus ar voger. [2015] An den dirazon a zo etre hanter-kant ha tri-ugent vloaz, gwisket gant ur gwiskamant teñval ker, ur roched wenn hag ur gravatenn roudennet. B. Dre skeud. 1. (db. an dud) Du ha trist e soñjoù, nec'het. Teñval omp avat, ma vez gwelet hon techoù fall. [1850] N'eo ket teñval an den-se. & Trl. skeud. Bezañ teñval e benn, teñval e dal : diskouez bezañ nec'het, trist. [1878] An Aotrou de Kerbalaneg [sic] a yae hag a deue en hon touez, teñval e benn. [1944] Un nebeut sizhunvezhioù e chomis evel-se ma-unan, teñval ma fenn, rak an dizaremprederezh a zo mammenn a dristidigezh... hag a werzennoù. 2. Trl. skeud. (db. skiantoù an dud) Bezañ teñval e weled, e zaoulagad : na welet mat. & Bezañ teñval e gleved, e skouarn : na glevet mat. DHS. pounner. ES. sklaer, tanav. C. Difetis (db. an traoù) 1. (db. an trouzioù) Boud. Ur son teñval. DHS. sklaer. 2. Digarezioù teñval : digarezioù n'int ket diazezet. HS. toull. 3. Soñjoù teñval : a dro war spered ub. hag a vir outañ a vevañ e peoc'h. [2012] Ouzhpenn-se e oa e soñjoù eus ar re deñvalañ ? HS. du. 4. (db. ur skrid) Diaes da veizañ. Re deñval en holl eo pennadoù zo eus al levr-se. ES. sklaer.

Skouerioù istorel : 
50
Kuzhat roll ar skouerioù

lec'h teñval

1499
Daveenn : LVBCA p131, 192 (lieu obscur)

teñval

1499
Daveenn : LVBCA p192 (obscur)

teñval hep ket a loar

1499
Daveenn : LVBCA p15, 97, 113, 135, 192 (sanz lune, obscur)

19. Neuze an tirant karget a furor a c'hourc'hemenas ez vefe diwisket ha gant skourjezoù fouetet, ha goude he lakaat en ur prizon teñval hep reiñ dezhi da zebriñ na da evañ [a-]hed ar spas a zaouzek dez[.]

1576
Daveenn : Cath p16-17

teñval

1659
Daveenn : LDJM.1 pg teval

teñval

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nebuleux, obscur, sombre, tenebreux

goloet eo an heol gant ur goabrenn deñval

1732
Daveenn : GReg pg (le soleil est) couvert (d'un gros nuage)

an drouksperejoù a zo hag a vezo en aer teñval ac'hann da deiz ar Varn

1732
Daveenn : GReg pg air

prizon teñval

1732
Daveenn : GReg pg cachot

teñval

1850
Daveenn : GON.II pg téoual (voyez "téval"), pg téval ou téñval (obscur, qui n'est pas éclairé. sombre. ténébreux. opaque. au figuré, triste, mélancolique, morne, chagrin. en Tréguier, "téoual").

teñval

1850
Daveenn : GON.II pg teñval (voyez "téval"), pg téval ou téñval (obscur, qui n'est pas éclairé. sombre. ténébreux. opaque. au figuré, triste, mélancolique, morne, chagrin).

Teñval eo an dremm anezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg dremm (Il a le regard sombre).

Ar c'homoul a laka an amzer da vezañ teñval.

1850
Daveenn : GON.II pg kommoul (Les nuages rendent le temps sombre).

teñval

1850
Daveenn : GON.II pg teñval, téoual, téouel, pg téval ou téñval (obscur, qui n'est pas éclairé. sombre. ténébreux. opaque. au figuré, triste, mélancolique, morne, chagrin).

teñval

1850
Daveenn : GON.II pg téouel (voyez "téval"), pg téval ou téñval (obscur, qui n'est pas éclairé. sombre. ténébreux. opaque. au figuré, triste, mélancolique, morne, chagrin. en Vannes, "téouel").

teñval

1850
Daveenn : GON.II pg téval ou téñval (obscur, qui n'est pas éclairé. sombre. ténébreux. opaque. au figuré, triste, mélancolique, morne, chagrin).

Gwall deñval eo an amzer.

1850
Daveenn : GON.II pg téval ou téñval (le temps est bien obscur, bien sombre).

Al loar a zo teñval evel an douar.

1850
Daveenn : GON.II pg téval ou téñval (la lune est opaque comme la terre).

N'eo ket teñval an den-se.

1850
Daveenn : GON.II pg téval ou téñval (cet homme-là n'est pas triste).

Serriñ a reas kloz an nor warnezhañ, ha mont a reas d’ar c’hougn teñvalañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.124

Deuet eo an noz, teñval eo an amzer ; n’eus den war vale adalek beg Milio betek enezenn Bread, o vont dreist bourk Perroz ha kêr Landreger.

1877
Daveenn : EKG.I. p.94

Tost da hanternoz [e] oa pa zigouezhjont e-tal dor-borzh al leandi : teñval [e] oa an noz ; un tamm aon a grogas er soudarded ; edont e kreiz ur c’hoad bras, pell diouc’h an dud....

1877
Daveenn : EKG.I. p.37

An Aotrou de Kerbalaneg [sic] a yae hag a deue en hon touez, teñval e benn.

1878
Daveenn : EKG.II p.100

teñval

1909
Daveenn : BROU p. 429 (obscur)

Teñval, hag evit se ! edo ar bed d’am selloù, skrapet ar chatal, marvet ar vevelien, marvet ar wazed kadarn, ar maouezed hag ar vugale !

1923
Daveenn : SKET p.22

N’oa ket d’ar gerent ha d’ar geneiled anezho tañva glac’har ouzh o ledañ en o geler-zerv e-touez barroù teñval an ivinenn beurbad (3). »

1923
Daveenn : SKET p.69

Hogen kened glan ha lugernus merc’hed Manos, ken disheñvel diouzh kened leskidik ha teñval merc’hed o bro, o sebezas diwar an taol kentañ hag o hoalas dre an nevezted anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.100

Teñval an noz, ken teñval ha korf al Luged o kantreal du-hont, klask ganto war bennoù, preizhadenn ha sklaved.

1923
Daveenn : SKET p.140

Noz teñval pell a oa, pa ’n em gavas en kreiz ar Maezoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

O vezañ ma n'eo ket bet diluziet a-grenn orin hag oad an traoniennoù o redek war c'hourvazenn an Douar-Bras (Seine, Rhein), n'eo ket souezhus e vefe teñval ha displann hini an traoniennoù a ziskenn betek -2.500 ha -3000 metr.

1943
Daveenn : TNKN p62-63

Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

Dre ma kerzhemp, evelato, soñjezonoù teñval a save d'hor penn.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Da gentañ, n'anavezen ket ur c'hamarad hepken. Un nebeut sizhunvezhioù e chomis evel-se ma-unan, teñval ma fenn, rak an dizaremprederezh a zo mammenn a dristidigezh... hag a werzennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.138

... An noz a oa kouezhet ; teñval e oa evel en ur sac'h pa zigouezhjomp e bourk Mousteruz.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri. — Doue a bardono ! — en e stern bras, a-zioc’h mantell ar siminal. Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval.

1944
Daveenn : ATST p.52

Job a gerzhas war-du Landremel ; ur penn teñval a oa staget outañ. Soñjit ! edo o vont da lavarout lakaat ar sukr, ar c’hafe, ar chikore war goch ar butun !… N’en doa ket bet a chañs.

1944
Daveenn : ATST p.110

Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Skediñ a reas he dent en ur vousc’hoarzh ouzh al lean, dre ma stoue he malvennoù war lufr teñval he daoulagad.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Ken teñval edo ar c'hogn m'edo daoulinet, ma voe darbet d'ar breur Arturo mont e-biou hep he gwelout.

1949
Daveenn : SIZH p.41

A-greiz-holl unan bennak a ziframmas ac’hanon a-ziwar ar gwele, ha setu me adarre war ar pondalez teñval-sac’h, douget d’an traoñ kaer am boa gouelañ, difronkal ha yudal ; un druez hepken, hervez m’am eus klevet goude digant meur a hini.

1954
Daveenn : VAZA p.45-46

Nann ! n’on [sic] ket amañ, met du-hont, e ti melen ar vourc’h, ar bemzek a viz Eost 1897, du-hont, douget d’ar red gant va zad o pignal gant ar viñs teñval.

1954
Daveenn : VAZA p.45

Teñval eo e benn ha koshaet kalz e neuz.

1960
Daveenn : PETO p27

Pa 'z eo deut hor pastor da dreiñ / Ha d'an Nasion d'en em reiñ, / Teñval-sac'h gant koabrenn ar spont / ' Seblant din hon amzer-da-zont.

1960
Daveenn : PETO p.23

Ur beg-douar uhel ha sonn, un tornaod teñval, eo korn pellañ Europa diouzh tu ar mervent.

1985
Daveenn : DGBD p11

Hogen un hantereur goude edo ar c'harr ouzh hor gortoz, hag edomp er gêr a-raok na oa re deñval.

1985
Daveenn : DGBD p97

Ouzhpenn-se e oa e soñjoù eus ar re deñvalañ?

2012
Daveenn : DJHMH p40

e-keit ma oa gourvezet o treiñ-distreiñ en noz teñval-sac'h, er gambr he stignoù tev, e teue danevell an Ao. Enfield d'e spered, e stumm un aridennad skeudennoù luc'hus.

2012
Daveenn : DJHMH p.22

Ar c'holonennoùigoù, ar rizennoù, a zeu gwelloc'h a se war wel ma'z int livet teñvaloc'h eget an nemorant eus ar voger.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 21

An den dirazon a zo etre hanter-kant ha tri-ugent vloaz, gwisket gant ur gwiskamant teñval ker, ur roched wenn hag ur gravatenn roudennet.

2015
Daveenn : EHPEA p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial