Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.g. A. 1. (db. an amzer) Dont da vezañ teñval, teñvaloc'h. Gwelet e voe an amzer o teñvalaat hag a-benn ur pennad e teuas glav. & Ent krenn Teñvalaat a ra. HS. duaat. 2. (db. liv an traoù) Dont e liv da vezañ tostoc'h d'an du. DHS. duaat. ES. sklaeraat. B. Dre skeud. (db. an dud) Dont da vezañ tristoc'h e benn, nec'hetoc'h. Dont a ra e benn da deñvalaat. II. V.k.e. Dre skeud. (db. an dud) Lakaat da vezañ tristoc'h, nec'hetoc'h. Ne zeuy koumoulenn ebet da deñvalaat ma zal. Ne'm eus ket goulennet teñvalaat da benn : da lakaat diaes.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

teñvalaat

1499
Daveenn : LVBCA p192

teñvalaat an daoulagad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg eblouir

teñvalaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tevalaat

teñvalaat

1732
Daveenn : GReg pg (s') éclipser (souffrir éclipse)

teñvalaet

1732
Daveenn : GReg pg (s') éclipser (souffrir éclipse)

sklaerder an heol a zeu da deñvalaat an holl sklêrijennoù all

1732
Daveenn : GReg pg (la) clarté (du soleil offusque toute autre lumiere)

teñvalaet

1850
Daveenn : GON.II pg tévalaat

teñvalaat a ra an amzer

1850
Daveenn : GON.II pg tévalaat

kalz e teñvala

1850
Daveenn : GON.II pg tévalaat

teñvalaat

1850
Daveenn : GON.II pg tévalaat

teñvaliñ

1850
Daveenn : GON.II pg tévalaat

teñvalaat

1850
Daveenn : GON.II pg tévalaat

Ha da belec’h ez aimp-ni, va zad, dre an amzer a zo, ha deuet an eur-mañ ? Gwelet a rit, emañ o komañs teñvalaat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.59

Ar bagadoù gwall-blanedennet-se, a deñvala bremañ c’hoazh, a-wechoù, ar c’houn anezho tal ar gozhidi, eo ar meuriadoù diouennet a ouenn Vanos (2).

1923
Daveenn : SKET p.90

An avel a c’houzizas, teñvalaat a eure an dour war e hiboud [...].

1923
Daveenn : SKET p.35

En devezhioù glav pe latar, pe c’hoazh er goañv p’edo an erc’h o c’holoiñ an douar en ur deñvalaat an oabl, Velia e dostae ouzh flammoù-tan luc’hus an oaled.

1924
Daveenn : SKET.II p.13

Hag hen kuit ! M’en em gollas ar gwel anezhañ er skeud-noz a deñvalae ar reter.

1924
Daveenn : SKET.II p.43

teñvalaat

1931
Daveenn : VALL pg assombrir

Diouzh Kingstown da [z]Dublin ez eus ur straed hir-hir ; kêrbenn Iwerzhon gant 200.000 annezer, a zo unan eus ar c'haerañ. Straedoù ar fabourkoù a zo teñvalaet gant an tier brik ruz, stok-ouzh-stok hag holl pimpatrom an eil d'egile [.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.175

Dremm ledan ha kenedus an Dr Jekyll a droas da c'hlas betek e vuzelloù ; e sell a deñvalaas.

2012
Daveenn : DJHMH p33

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial