Ma teu an oabl da c'holo avat, ar pezh ne weler nemet dre ma tec'h an takadennoù heol a c'hell tremen dre wask an delioù, e teu pep tra da dristaat, dont a ra an teñval evel ma vije an heol o tiskenn, pep tra divuhez ha morlivet ; ponner e teu da vezañ, trouz ebet e neblec'h, gwasket e vez neuze an den gant pouez ar sioulded-se.
Me, evit a sell ouzh an taolennoù, emaon en teñval-dall, met gant ar reizhiad diwall e kav din ez eus kuzhet ur brav a beadra eno. Emaon e soñj labourat war an daou vartezead-se.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
teñval