Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Diouer a c'houloù. An neb a fell dezhañ ober droug a blij dezhañ an deñvalijenn. An deñvalijenn ne guzho nep hini. 2. (gant ur v.) Bezañ, ober udb. en deñvalijenn, e-kreiz an deñvalijenn : en ul lec'h zo teñval. En deñvalijenn e vezen adalek eizh eur noz. O dremmoù glaslivet a bare e-kreiz an deñvalijenn. Trl. Ober udb. dindan teñvalijenn an noz : oc'h ober e vad eus an noz evit tremen hep bezañ gwelet. HS. teñvalded. II. Dre skeud. 1. Diouer a sklêrijenn (I B). Un enklask divent en deñvalijenn e voe o labour a-benn tizhout bed glan ar gened. HS. teñvalded. 2. Diouiziegezh. O feiz zo goloet a deñvalijenn. 3. (er relijion gatolik) An deñvalijenn : an digredenn, enebet ouzh ar feiz. Peseurt unvaniezh a c'hall bezañ etre ar sklêrijenn hag an deñvalijenn ? & Trl. Bugale an deñvalijenn : enebourien ar feiz. ES. sklêrijenn.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

teñvalijenn

1499
Daveenn : LVBCA p192 (obscurte)

teñvalijenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tevaliê

teñvalijenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tevaligen

teñvalijenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg obscurité, tenebres

dre voien an deñvalijenn eus an noz

1732
Daveenn : GReg pg (à la) faveur (de la nuit)

teñvalijenn

1850
Daveenn : GON.II pg amc'houlou, tévalien, tévalijen

teñvalijenn

1850
Daveenn : GON.II pg tévalien, tévalijen

en deñvalijenn ar vrasañ en em gavjomp

1850
Daveenn : GON.II pg tévalien, tévalijen

Ur beleg er-maez an Iliz, Evel ma oc’h, n’eo ket iskis, E kouezhfe en deñvalijenn Pa bella diouc’h ar sklerijenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.104

Pa oa graet gantañ e bedenn, / Tec’has ’kreiz an deñvalijenn, / Oc’h hirvoudiñ, hag o pediñ, / Evit Breizh, ar Werc’hez Vari.

1877
Daveenn : EKG.I. p.26

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

P’he devoe Derkeia rannet ar gerioù emaon o tisplegañ e steuzias diouzh o selloù e tenvali[j]enn an noz, nemet he mouezh a glevjont ur wech c’hoazh o c’harmiñ : [...].

1923
Daveenn : SKET p.106

Daouzek roue-meur a renas war ar vro-Wenn adalek ma voe savet ar rouantelezh gant Teutatis ha Lugus, mab Kenos, betek an deiz ma voe rannet ar vro ha diskaret e dismantroù e-kreiz teñvalijenn ar marv.

1923
Daveenn : SKET p.85

Dre greiz an deñvalijenn a-ziavaez sed ar garm-emgann o skiltrañ ! C’hwibanadeg mein ha daredoù a-dreuz d’ar c’helc’hiad-kirri ! Brevadeg klouedennoù ! Rogadeg lêrennoù ! Garmadeg brezelourien !

1923
Daveenn : SKET p.140

Un toullig en korn ar vered, un tamm douar war an arched… Na kan na diskan : ar glaz[i]où, goude an "Angelus", da vihanañ, a gouezhas truezus, evel daeroù an anken, war bezioù ar vered lizennet dindan deñvalijenn an noz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.810 (Genver 1924)

Rak-tal en a-dreñv dezhañ setu en em gloz, en ur drouzal, toull-dor ar vougev, hag eñ e-kreiz an devañ teñvalijenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

Ur gomz, ur gir, ul lazig da bep hini, ha war he lerc’h ur skeudenn a frealzidigezh, ur sklerijenn en deñvalijenn an devezhioù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1093 (Here 1924).

Div lev tro-war-dro, e oa bet klevet ar jabadao a-dreuz ha dreist ar maezoù, dindan teñvalijenn an noz sioul ha skeltr.

1925
Daveenn : BILZ2 p.159

Daou-ha-daou, en deñvalijenn, re an dortouer a ziskennas an diri da vont d'ar chapel da selaou an oferenn gentañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Ar breur Arturo a oa skrijet gantañ e sorc'henn-noz divalav : ne zeu an diaoul, nemet dre deñvalijenn, da heskinañ an eneoù gwerc'h.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Deoc'h-c'hwi holl 'vin amañ feal / Hep ma ve ganin-me keal / D'ho kuitaat na d'ho tilezel / Daoust d'an arnev ha d'ar brezel. / Eus ho feiz e vin ar c'hlaouenn / Tra ma paro he sklêrijenn / E strad don ho teñvalijenn.

1960
Daveenn : PETO p25-26

Ha padal, setu ur c'hoad teñval digened, an douar distlabez, ha pep tra sioul ha divuhez da welout : sioulder ha teñvalijenn, setu ar pezh a daoler evezh outañ da gentañ holl.

1985
Daveenn : DGBD p36

edo e spered o poaniañ hag o poaniañ, en deñvalijenn glok, argadet gant goulennoù evel ma oa

2012
Daveenn : DJHMH p22

Un deñvalijenn du hag un didrouz ponner a zo ouzh ma gortoz.

2015
Daveenn : EHPEA p101

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial