I.
H.g.
A.
1. Galloudezh da dreuziñ un egorenn e berr amzer.
Mont d'an tizh bras. Tizh zo gant ar c'houmoul. Kerzhit gant muioc'h a dizh. Dont a reas, tizh warni, war sikour he mab. Tizh ken a yude. Kreskiñ tizh ar c'hirri.
[1954] E-giz-se e chomis klañv da vat e-keit m’edod o c’hortoz hon eil lestr, ar « Paskal » n’en devoa ket evel-just graet an treuz gant kement a dizh ha ni.
&
Lakaat, sankañ tizh : hastañ.
Mar lakait tizh a-walc'h, e teuot a-benn da dapout an tren.
2. Estl.
Tizh dezhi ! : buan !
&
Ha tizh ! : ha d'ar red !
D'ar gêr ! Ha tizh ! Treuziñ a ra ar straed ha tizh d'an ti.
HS. herr.
3. Pennad-tizh : gwechad diloc'hañ buan.
Hag eñ en ur pennad tizh kuit war e lerc'h.
&
Trl.
Ober ur pennad tizh (en ul lec'h bnk.) : mont buan d'al lec'h-se hep chom pell.
Graet em eus ur pennad tizh di.
4. Tr. adv.
A-dizh : buan.
&
Tr. adv.
A-dizh hag a-dag : buan, buan.
&
Gant (pep) tizh : buan-tre, d'ar red.
Diskenn gant tizh.
&
Diwar dizh : buan-tre, d'ar red.
Mont d'ar gêr diwar dizh.
B. Buander a vez lakaet evit diloc'hañ en un unanenn amzer.
Tizh al luc'h. Pemp skoulmad, se zo tizh ! Peseurt tizh a reomp ? Gorrekaat, hastañ an tizh.
C. (db. ar mor, ar stêrioù)
Kas.
Mont gant tizh an dour. Tizh zo war an dour. N'eus ket kalz a dizh gant an dour.
HS. herr.
D. Gred.
Diskuilh gevier gant tizh. Gant holl tizh e galon.
II.
G.
A.
1. Skiantoù
Keñver etre an hed zo d'ober hag an amzer a lakaer d'e ober.
250 km/h zo un tizh bras.
2. Treloc'h. (db. ar c'harbedoù emlusk)
Keñver etre tizh treiñ ahel ar c'heflusker ha hini ar rodoù.
Kentañ, eil, trede, pevare, pempvet tizh. Cheñch tizh.
&
Loc'h an tizhoù : lanker a dalvez da cheñch tizh.
B. (db. an dud)
Doare da gerzhet.
E anavezout a ran diouzh e dizh.
HS. bale (h.g.), kerzhed.
C. Trl.
Kentañ tizh : tra gentañ bet gwelet, klevet, h.a.
Kentañ tizh am boe gwelet eo an tan.
[1877] Kentañ tizh o devoe, [e] voe klevet ar c’hi Turk oc’h harzhal, evel pa vije kounnaret, hag ar martolod kozh o krial a-bouez e benn : — Piv a zo aze ?
D. Trl.
Ober un tizh, tizhoù da ub. : ober ur hourd, bourdoù dezhañ.
HS. tro.
III.
Adv.
Buan.
En em heuliañ a reont tizh. Bale tizh.
&
Tr. adv.
Tizh-ha-taer : buan-ha-buan.
Botoù-koad o skeiñ tizh-ha-taer ouzh douar kalet al leur.
Référence :
GON.II
pg tîz (je le connais à son allure, à sa démarche).
Hag ac'hano dioc'htu, tizhtizh halegentañ, / Koulm ha razh a red da dennañ / Er-maez a boan ho mignonez, / An heizez.
Hag ac'hano dioc'h-tu, tis-tis alegenta, / Koulm ha raz a red da denna / Er meaz a boan ho mignounez, / Ann heizez.
1867
Référence :
MGK
p47
Kentañ tizh o devoe, [e] voe klevet ar c’hi Turk oc’h harzhal, evel pa vije kounnaret, hag ar martolod kozh o krial a-bouez e benn : — Piv a zo aze ?
Kenta tiz o deoue, oue klevet ar c’hi Turk oc’h harzal, evel pa viche kounnaret, hag ar martolod koz o krial a-bouez he benn : — Piou a zo aze ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.139
Kentañ tizh a voe, e-kreiz ar brudoù eürus all a deue e Plouared, e voe klevet e oa aet Loull ar Bouc’h eus e di, e-kreiz an noz, ne ouie den da belec’h.
Kenta tiz a oue, e kreiz ar brudou eurus-all a deue e Plouaret, oue klevet oa eat Loull ar Bouc’h euz he di, e kreiz an noz, ne c’houie den da beleac’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.147
Un taolig seul a lakae tizh ennañ oc’h ober dezhañ mont d’an tus pe d’an daoulamm ; ur ger, ur sachañ d’e voue gant an dorn e lakae da vont goustad pe da venel a-sav.
Eun taolig seul a lakae tiz ennan oc’h ober d’ezan mont d’an tuz pe d’an daoulamm ; eur ger, eur sacha d’e voue gand an dourn e lakae da vont goustad pe da venel a-zav.
Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ.
Sed an adjudant o tegouezout, tiz warnañ, am eus aon, ez eus eun dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli d'in-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus eur c'helou evidoc'h ganeñ-me, da vont d'an drevadennou [sic, trevadennou] ? - Ya da ! emeve en eur zigromma.
Hogen ne vez ket ar skornredenn evit dispenn he naoz ken buan, rak diwar he fetister eo dreist-holl e vez kleuzet an naoz, ha n'eo ket hepken, evel ur stêr, diwar he fonnder hag he zizh.
1943
Référence :
TNKN
p44
Ar vag a bigne d’al laez, bravik, bravik, a-enep tizh an dour.
1944
Référence :
ATST
p.96
Petra a wele du-hont ? Ur pakad du o vont d’an traoñ gant tizh an dour !
1944
Référence :
ATST
p.12
Siwazh dezhañ ! ne oa ket evit ober un disterañ diskuizh, rak an dour a oa bras hag an tizh a vounte dalc’hmat ar vag war an tu enep.
1944
Référence :
ATST
p.108
Ober a ra ul lamm. Ha diskenn a ra, en ur pennad tizh, gant an diri.
1949
Référence :
SIZH
p.45
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e arroudenn dre-douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn dre douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.
1949
Référence :
SIZH
p.48
Evel azen ar gouent, yaouank e oa ar manac’h, etre c’hwezek ha seitek vloaz : anat an dra diouzh flour e zremm, hag ivez diouzh e c’haoliadoù bras hag an tizh, a lakae e soutanenn wenn stardet en-dro d’e zargreiz gant ur gouriz neud tev gwenn, plañsonet da stlakal en-dro d’e zivesker.
1949
Référence :
SIZH
p.37
E-giz-se e chomis klañv da vat e-keit m’edod o c’hortoz hon eil lestr, ar « Paskal » n’en devoa ket evel-just graet an treuz gant kement a dizh ha ni.
E giz se e chomis klañv da vat e-keit m’edod o c’hortoz hon eil lestr, ar « Paskal » n’en devoa ket evel-just graet an treuz gant kement a dizh ha ni.
1954
Référence :
VAZA
p.90-91
Che ! ma tigorfe dor ar sal, / Gant tizh e tilammfen raktal ; / Tro 've da dec'hout ac'halenn / Pe, diganto, da gaout... un tenn.
Chê ! ma tigorfe dor ar sal, / Gant tiz e tilammfen raktal ; / Tro 've da dec'hout ac'halenn / Pe, diganto, da gaout... eun tenn.
1960
Référence :
PETO
p50
Setu graet hon troiad gant tizh, / Ha ni distroet war hor c'hiz ; / Met n’edo ket ar voualc'h en neizh.
Setu grêt hon troiad gant tiz, / Ha ni distroet war hor c'hiz ; / Met n'edo ket ar voualc'h en neiz.
1960
Référence :
PETO
p45
Muioc'h a dizh a zo war al lestr bremañ, ha nez vez mui santet o krenañ, ar pezh a ra ma teu ar veaj da vezañ kalz plijusoc'h.