Hogen ne vez ket ar skornredenn evit dispenn he naoz ken buan, rak diwar he fetister eo dreist-holl e vez kleuzet an naoz, ha n'eo ket hepken, evel ur stêr, diwar he fonnder hag he zizh.
Petra a wele du-hont ? Ur pakad du o vont d’an traoñ gant tizh an dour !
Ar vag a bigne d’al laez, bravik, bravik, a-enep tizh an dour.
Siwazh dezhañ ! ne oa ket evit ober un disterañ diskuizh, rak an dour a oa bras hag an tizh a vounte dalc’hmat ar vag war an tu enep.
Ober a ra ul lamm. Ha diskenn a ra, en ur pennad tizh, gant an diri.
Evel azen ar gouent, yaouank e oa ar manac’h, etre c’hwezek ha seitek vloaz : anat an dra diouzh flour e zremm, hag ivez diouzh e c’haoliadoù bras hag an tizh, a lakae e soutanenn wenn stardet en-dro d’e zargreiz gant ur gouriz neud tev gwenn, plañsonet da stlakal en-dro d’e zivesker.
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.
Muioc'h a dizh a zo war al lestr bremañ, ha nez vez mui santet o krenañ, ar pezh a ra ma teu ar veaj da vezañ kalz plijusoc'h.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tizhet