Goude lammdourioù Viktoria e tizh ar Zambezi 140 m donder war 130 m ledander hepken.
— « Penaos », emezi, « emañ al loar o parañ war ar prenestr ? Ar prenestr a zo troet ouzh tu an hanternoz, ha sklerijenn al loar ne c’hell, e mod ebet, tizhout anezhañ. »
Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.
E 1952 e tizhed 682 400 a dud hag e 1970 e oa ouzhpenn 1 350 000.
P'en em gave gant mignoned, ha pa veze ar gwir d'e c'hrad, e pare en e zaoulagad un dra bennak denek-meurbet ; un dra na dizhe morse ober hent dre e gomzoù evit gwir, met a anade n'eo ket hepken en eztaolioù mut a weler war zremm an den en deus koaniet mat, hogen dreist-holl hag aliesoc'h dre oberoù e vuhez.
Hed hollek iliz Kemper ne dizh ket kant metr tra ma 'z eus kant ugent en hini Pariz, kant daou-ugent en hini Reims, Lincoln e Breizh-Veur zo 146 metr enni ha York 158 m.
Memestra e talc'homp kont deus an traoù evel m'emaint: gouzout a ouzomp e vo ret dimp mont pazenn-ha-pazenn, ha tizhout an trec'h, evit diskar euzhvilded yen ar c'hevala.
Deoc'h d'en em c'houlenn hag-eñ e vo komprenet aes a-walc'h, gant an dud a fell deoc'h tizhout, ar brezegenn hag an daveoù kavet enni koulz hag ar stumm roet dezhi.
Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.
Gant ar mediaoù dizalc'h ne vez tizhet nemet un nebeud tud... ha c'hoazh eo tud damheñvel a-fet buhez sokial hag a-fet mennozhioù.
N'heller ket e dizhout ken, diaes e vo skarzhañ anezhañ dizañjer [...].
An amzer da dizhout ar mediaoù pennañ, deoc'h da jediñ an amzer o do ezhomm ar gazetennerien evit degouezhout war al lec'h ur wech boulc'het gant an obererezh.
Deizioù hag eurioù digoradur al lec'h, deoc'h da c'houzout da bet eur e vez digoret ha serret an dorioù, pegoulz e vez diaesoc'h d'ar vijiled evezhiañ al lec'h abalamour d'an niver bras a dud a zo ennañ, pegoulz e c’hall an dud bezañ degemeret e-barzh al lec'h a fell deoc'h tizhout, hag all, hag all...
Chom a ran da c'hortoz ouzh ar gouleier neuze en ur chaokat ma ivinoù betek ma c'hellan treuziñ bali Amalias en arouar ha tizhout an tu all.
Da bep lennerez pe lenner da lavarout hag-eñ e vo bet tizhet ar pal.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tizhout