Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V. I. V.k.e. A. 1. Dont a-benn da stekiñ, da dapout gant an dorn udb. zo lec'hiet uhelik, pellik. N'on ket bras a-walc'h evit e dizhout. & Trl. Tizhout udb. da ub. : tapout udb. war c'houlenn ub., n'eo ket evit e ober. Tizh ar baner-se din, mar plij. HS. diraeziñ. 2. Dont a-benn da adtapout udb. zo pell. It en ur redek d'o zizhout. Tizhout un den o tec'hel kuit. 3. Degouezhout gant (ul lec'h). Tizhet he deus ar vag an douar. Tizhet o deus kern ar menez. 4. Degouezhout, erruout gant (ul live, un niver, ur pal, h.a.). Tizhout an niverenn 100, setu ar pal. Ret eo d'ar gazetenn tizhout an niver a zek mil koumananter. Tizhout ar pal. 5. Difetis Degouezhout gant (ur stad, ur saviad, h.a.). Tizhout an eürusted. 6. Ent krenn Gallout, kavout (an) amzer. Mont a rin d'ho ti pa dizhin. 7. (dirak un av.) Gallout, dont a-benn. Ne dizh ober netra. Ne'm boa ket tizhet mont. [1924] Ha bezañ strafilhet an dour, e skoas, eta, etrezek enno, hag e tizhas tremen dre o c’hreiz hep gouelediñ. B. (en tu gouzañv alies) 1. Gloazañ, stekiñ war-bouez un arm, ur vannadell. Ar boled e dizhas en e vruched. Bezañ tizhet gant ur saezh. Re skañv eo ar maen-se, ne c'hallot ket e dizhout. 2. Foeltrañ, gwallaozañ, gwastañ. Gleb omp met n'eo ket bet tizhet ar bevañs gant an dour-mor. 3. (db. al linad) Skaotañ. Tizhet on bet gant al linad. C. Difetis (db. an dud, en tu gouzañv alies) 1. Skeiñ, doaniañ. Bezañ tizhet gant ur c'heloù trist. 2. Tapout, touellañ. Hennezh zo boaz da dizhout ar re all. 3. Dre ast. Strobinellañ. Bezañ tizhet gant ur c'heotenn. II. V.k.d. 1. Tizhout ouzh : stekiñ ouzh. Ken leun eo tezh ar buoc'hed ma tizh ouzh al leur. 2. Tizhout ouzh : dont a-benn. N'on ket evit tizhout ouzh an ostizien: ne zeuan ket a-benn d'o servijañ holl ma-unan. III. V. dic'hour. Tizhout d'ub. ober udb. : dont a-benn d'e ober. Ne dizhe ket dezhi erruout d'an eur.

Exemples historiques : 
77
Masquer la liste des exemples

tizhañ

1499
Référence : LVBCA p194 (attaindre, abaillier)

tizhet

1499
Référence : LVBCA p194 (attaint, abaillie)

ne dizhan ket

1659
Référence : LDJM.1 pg ie n'ay (loisir)

tizhout

1659
Référence : LDJM.1 pg attaindre, atraper, obtenir

ne dizhan ket

1659
Référence : LDJM.1 pg (ne) disân (quet)

lignenn eeun pehini o tremen dre greiz kalon ur sern, a dizh eus a un tu da egile

1732
Référence : GReg pg diametre

Ne dizh ket din dihankiñ.

1732
Référence : GReg pg fournir (Je n'ai pas le tems de fournir, Van.)

Ne dizhan ket.

1732
Référence : GReg pg fournir (Je n'ai pas le tems de fournir, Van.)

tizhout

1732
Référence : GReg pg fournir (Fournir à une besogne, avanger, Van.)

Ne dizhan ket.

1732
Référence : GReg pg fournir (Je n'ai pas le tems de fournir.)

Ne dizh ket din dihankiñ.

1732
Référence : GReg pg fournir (Je n'ai pas le tems de fournir, Van.)

fin pe finoc'h o deus poan ouzh en em dizhout

1732
Référence : GReg pg (fin contre fin n'est pas propre à faire) doublure, (deux personnes également habiles ou adroites, ont de la peine à se tromper l'une l'autre)

tizhout

1732
Référence : GReg pg atteindre (parvenir à quelque chose), doubler (attraper celui qui vouloit tromper), enlacer (surprendre, attraper), fournir (Fournir à une besogne, avanger.), gagner (Gagner un lieu, y atteindre.)

tizhet

1732
Référence : GReg pg atteindre (parvenir à quelque chose), doubler (attraper celui qui vouloit tromper), enlacer (surprendre, attraper), fournir (Fournir à une besogne, avanger, pp.), gagner (Gagner un lieu, y atteindre, pp.)

tizhout un all

1732
Référence : GReg pg atteindre (atteindre un autre)

tizhit ar baner-se din

1732
Référence : GReg pg atteindre (atteignez-moi cette corbeille qui est la haut)

Ne dizhan ket.

1732
Référence : GReg pg fournir (Je n'ai pas le tems de fournir, Van.)

tizhet eo e vorzhed gant koeñv e droad

1850
Référence : GON.II pg koenv

tizhout

1850
Référence : GON.II pg, diréza, déréza, tizout

tizhet

1850
Référence : GON.II pg tizout

ret eo tizhout anezhañ

1850
Référence : GON.II pg tizout

ne dizhan ket

1850
Référence : GON.II pg tizout

An hini gozh[,] krinet kant gwech, dre ma tizhe, / A denne a-gildorn ar blev du a wele, / 'Vit lakaat he den, emezi, diouzh he giz.

1867
Référence : MGK p63

Ur c'hazh paotr mat, gwazh ha ne voa tanav, Krign-migourn e anv, A zidoulle ker brav ar razhed a bep korn, Na welet anezho nag hini kamm na born, Kement en doa lakaet d'ober er bailh o lamm. An nebeud a voa c'hoazh, evit tizhout o zamm, Ne gredent mont er-maez, Gant aon na vijent gwazh.

1867
Référence : MGK p34

« Ar re-mañ a labour bemdez gant o divrec'h, / Gleb-dour-teil e c'hwezont[,] krommet dindan o bec'h, / Ha dre ma tizhont kaout ur pennadig amzer / Da ziskuizhañ o c'horf, savet o fenn en aer, / E troont o spered en-dro da daol evezh / Oc'h kement a welont, da zastum gouiziegezh. »

1867
Référence : MGK p92

Evel-se a c'hoarvez, ar re furañ eo a vez tizhet gwellañ gant ar merc'hed, evit deskiñ dezho n'en deus den na fazi.

1867
Référence : MGK p60

Dre un nor eus ar jardin ez ejont kuit, hag, a-biou Pempoull, a-ribl ar mor, e kemerjont o hent evit tizhout al lestr a yoa ouc’h o gortoz.

1877
Référence : EKG.I. p.23

Rak kaer zo, e pep parrez, ar maer eo a ra e lec’h hag en hanv ar c’houarnamant, abalamour ar re a zo e Pariz ne c’hellont ket tizhout dre-holl hag a rank en em [z]iskargañ war re all da ober evito.

1877
Référence : EKG.I. p.5

Lezer a ris anezhi da riklañ goustadik er puñs : mes pa gouezhas er foñs e oa ret dezhi da nebeutañ tri zroatad evit tizhout an nec’h. Ha me diaes va fenn o welet n’oa ket hir a-walc’h va skeul.

1878
Référence : EKG.II p.50

Ur pod houarn bras, bet o tommañ lijoù da ober ar c’houez, marteze ivez ar soudarded o doa graet o soubenn ennañ, a yoa war an aoled ; lammet a ris war e c’horre ha diwarnañ e c’hellis, en ur groaziañ va divrec’h, tizhout daou gostez ar siminal.

1878
Référence : EKG.II p.137-138

Ha soñj dit, mignon Tomaz, ar seier a vano ganimp, a vo mat, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en-giz ballino[ù] pa vez[z] rev en amzer ; hag un tamm plom en beg eur fiselenn a zo mat da dizhañ gedon.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Difenn a ra an [a]otro[u] Doue, en e gourc’hemenno[u] laerezh e dra diwar an nesañ : hag al laer a ve tizhet abred pe diwezhat.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

tizhout

1923
Référence : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Atteindre, parvenir".

Eus lein menez "Langres" e tizher un dremmwel ec'hon-ec'hon, Reclus, la France, p.700

1923
Référence : SKET p.12

Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoazh krouadur, dezhañ kig hag eskern, gouzañv ar sked hag an tommder anezhañ, n’en deus nikun tizhet biskoazh, ha ne dizho biken, mont en e ziabarzh.

1923
Référence : SKET p.26

A-hed mizvezhioù ha bloavezhioù e c’hellfes bale bro ez raok ; pe war-du ar Sterenn, pe war-du ar C’hreisteiz, pe war-du ar C’hornog e kemerfes da hent, n'oufes biken tizhout an harzoù anezhañ.

1923
Référence : SKET p.73

Bagadoù all a dizhas ivez emziazezañ e-touez ar broadoù estren.

1923
Référence : SKET p.89

Gant an alc’houeder Alouda (1) e voe bleniet kentañ bagad a dizhas mont eus koadoù ar Sav-heol da zouar ar Goularz.

1923
Référence : SKET p.93

Emañ buanegezh an doueed war dont. Estregedomp-ni ne [z]le-hi tizhout na diraez ar re a zo dinamm, ar bagad-tud hon eus bleniet da zont amañ hag o deus en em fiziet ennomp.

1923
Référence : SKET p.108

Gwarezet gant an amc’houloù, gant delioù ar gwez, gant hirglezeier ar geot-hesk, e tizhjont diraez don a-walc’h e-kreiz ar vro dalc’het gant an diavaezidi.

1923
Référence : SKET p.90

En ur fraoñval e tec’has an dared lugernus ; treuzdidreuziñ a reas askre Derkeia, hag o tizhout en a-dreñv dezhi he div c’hoar, o skoas o-zeir war astenn er geot.

1923
Référence : SKET p.113

tizhout ober

1923
Référence : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "parvenir à faire".

Rak, p’oa deut ar re-mañ da laerezh o saout, ha tizhet ganto zoken skrapañ div eus o maouezed, e renas Dumnos, e penn e genvrezelourien ha brezelourien bagad ar Vran, un argadadeg war an douaroù anezho.

1923
Référence : SKET p.132

En o c’herc’henn un doneg verr liesliv a dizhe o hantervorzhed ; stardet ez oa en o dargreiz gant ur gouriz lêr.

1924
Référence : SKET.II p.76

Ha kaer o devoa ar valtouterien redek war e lerc’h, biskoazh ne voent bet evit hen tizhout.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

Darn anezho evelkent en deus tizhet ar sakrist. Piv ?… ar re gablus ?… Ya marteze… Bilzig hag e drikon.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

— Penaos e tizher d’an nerzh ha d’ar skañvded-korf ? eme an drouiz. Ha n’eo ket dre boelladiñ bemdez e-doug mizioù ha bloavezhioù ?

1924
Référence : SKET.II p.31

Anat diwar arnodennoù graet e 1862 e mirdi « Saint-Germain », pa n’oufed teurel un dared skañv gant an dorn noazh en tu-hont da 25 m d’an hirañ, e c’heller tizhout betek 65 m dre ober war-bouez al lêrenn-vannañ.

1924
Référence : SKET.II p.19, notenn (1)

Bilzig (ankouaet hoc’h eus-hu ?), keit ha ma oa bet o redek ar pardonioù, en devoa disket gant ar ganfarded all skoulmañ lasoù orjal, evit tizhout gad pe c’honifl.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

Evidon-me forzh ne roan ac’hanoc’h, ha fae a vefe ganen diskouez penaos ur sonig ken dister he deus tizhet ac’hanoc’h.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Ha bezañ uhel al lammdour-se, e tizh an eoged, d’an nevez-amzer, sailhañ betek naoz-krec’h ar froud, hag e savont, en enep d’ar red anezhi, betek an eienenn.

1924
Référence : SKET.II p.16-17

Ha bezañ strafilhet an dour, e skoas, eta, etrezek enno, hag e tizhas tremen dre o c’hreiz hep gouelediñ.

1924
Référence : SKET.II p.40

Ken n’en devoe tizhet e dri bloaz, e vevas Vindosêtlos diwar laezh Velia hepken.

1924
Référence : SKET.II p.15

Me a dizho ac’hanout, Bilzig, me az tizo, Bilzig ! a grias warnañ Yann. Me a baeo dit da veskl, marmouz fall, mic’hiek !

1925
Référence : BILZ2 p.143

tizhout

1931
Référence : VALL pg arriver, atteindre, blesser (légèrement)

tizhet en e benn

1931
Référence : VALL pg atteindre

tizhout ar pal

1931
Référence : VALL pg atteindre

tizhout gwelout

1931
Référence : VALL pg apercevoir

Goude lammdourioù Viktoria e tizh ar Zambezi 140 m donder war 130 m ledander hepken.

1943
Référence : TNKN p21

— « Penaos », emezi, « emañ al loar o parañ war ar prenestr ? Ar prenestr a zo troet ouzh tu an hanternoz, ha sklerijenn al loar ne c’hell, e mod ebet, tizhout anezhañ. »

1944
Référence : ATST p.51

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Référence : SIZH p.47

N'o deus ket kredet ar C'hamached tennañ gant aon da dizhout o c'henseurted kroget da c'houren ouzh an Hir.

1960
Référence : PETO p51

Ar fallakr pa vo kastizet / Gant an druez ne vin tizhet / Hag e kanin da voued ar groug : / « Unan nebeutoc'h d'ober droug ! »

1960
Référence : PETO p31

Da zilammat ken krenn / Hag ar bijoc'h a stenn / O tec'hout diroll 'raok an tenn, / An tenn, ganas, a lazh pa dizh.

1960
Référence : PETO p21

Un tenn a strak ha, tizhet en e wal-gein, e kouezh Pêr an Hir d'an douar, ar gwad o poulladañ dindanañ.

1960
Référence : PETO p51

E 1952 e tizhed 682 400 a dud hag e 1970 e oa ouzhpenn 1 350 000.

1985
Référence : DGBD p14

P'en em gave gant mignoned, ha pa veze ar gwir d'e c'hrad, e pare en e zaoulagad un dra bennak denek-meurbet ; un dra na dizhe morse ober hent dre e gomzoù evit gwir, met a anade n'eo ket hepken en eztaolioù mut a weler war zremm an den en deus koaniet mat, hogen dreist-holl hag aliesoc'h dre oberoù e vuhez.

2012
Référence : DJHMH p9

Hed hollek iliz Kemper ne dizh ket kant metr tra ma 'z eus kant ugent en hini Pariz, kant daou-ugent en hini Reims, Lincoln e Breizh-Veur zo 146 metr enni ha York 158 m.

2013
Référence : LLMM niv. 399, p.5

Memestra e talc'homp kont deus an traoù evel m'emaint: gouzout a ouzomp e vo ret dimp mont pazenn-ha-pazenn, ha tizhout an trec'h, evit diskar euzhvilded yen ar c'hevala.

2015
Référence : DISENT p31

Gant ar mediaoù dizalc'h ne vez tizhet nemet un nebeud tud... ha c'hoazh eo tud damheñvel a-fet buhez sokial hag a-fet mennozhioù.

2015
Référence : DISENT p117

Deoc'h d'en em c'houlenn hag-eñ e vo komprenet aes a-walc'h, gant an dud a fell deoc'h tizhout, ar brezegenn hag an daveoù kavet enni koulz hag ar stumm roet dezhi.

2015
Référence : DISENT p129

Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.

2015
Référence : DISENT p73

N'heller ket e dizhout ken, diaes e vo skarzhañ anezhañ dizañjer [...].

2015
Référence : DISENT p97

An amzer da dizhout ar mediaoù pennañ, deoc'h da jediñ an amzer o do ezhomm ar gazetennerien evit degouezhout war al lec'h ur wech boulc'het gant an obererezh.

2015
Référence : DISENT p75

Deizioù hag eurioù digoradur al lec'h, deoc'h da c'houzout da bet eur e vez digoret ha serret an dorioù, pegoulz e vez diaesoc'h d'ar vijiled evezhiañ al lec'h abalamour d'an niver bras a dud a zo ennañ, pegoulz e c’hall an dud bezañ degemeret e-barzh al lec'h a fell deoc'h tizhout, hag all, hag all...

2015
Référence : DISENT p75

Chom a ran da c'hortoz ouzh ar gouleier neuze en ur chaokat ma ivinoù betek ma c'hellan treuziñ bali Amalias en arouar ha tizhout an tu all.

2015
Référence : EHPEA p181

Da bep lennerez pe lenner da lavarout hag-eñ e vo bet tizhet ar pal.

2016
Référence : ILIAS p. 4

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux