Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Adv. 1. [1909, 1927, 1931, 1954, 1985, 2012, 2015] Buan. [1909] Ar mor a ya plaen a-dizh. [1954] A-daol-trumm e voe gourc’hemennet eus Pariz d’ar C’hleber ha d’ar Paskal mont a-dizh da Jameston, kêrbenn enezenn Jamaïka, o paouez bezañ hanter ziskaret gant ur c’hren-douar. [1985] Ha tra ma kerzhe ar re all a-dizh, e rankas ar rummad-se chom da baolleviat. [2012] Ar c'hammedoù a dostae a-dizh. [2015] Ha me o vont a-dizh etrezek ar bignerez. & Tr. adv. A-DIZH HAG A-DAG, A-DIZH HAG A-DREIN, A-DIZH HAG A-DRO : buan, buan. Ha hi mont a-dizh hag a-dro. Redek a rae a-dizh hag a-dro etrezek kêr. ES. a-zoug-kamm HS. a-herr, timat. 2. Dre skeud. Gredus. Pedomp anezhi a-dizh evit hor bro. M'o defe c'hoant a-dizh, e vefe graet an dra-se.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

ar mor az a plaen a-dizh

1909
Daveenn : BROU p. 228

El latarenn a c’holoe ar mor e weled evel ur voull-dan, euzhus ha taer, a dostae outo a-dizh.

1923
Daveenn : SKET p.111

Barrivindos a lakaas e zorn war ar vag hag a reas dezhi redek a-dizh.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

a-dizh

1924
Daveenn : SKET.II p.142 « Geriadurig », "Rapidement".

a-dizh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (en hâte)

a-dizh

1931
Daveenn : VALL pg (à grande) allure

Dre-se, tudoù, mar fell deoc'h va degemer un dro bennak da brejañ, tavit din en anv Doue gant ho Malaga, anez-se, e rankin lammat a-dizh e-maez ho ti, ha pa vefe dre ar prenestr.

1954
Daveenn : VAZA p.36-37 (notenn 1)

Pa loc’has hor skouadrenn eus Toulon, bez’ oa ganimp un aluzener, met ul lajadig kent teurel eor e Dakar, setu ma voe degemeret e Paris [sic, Pariz] gant an div gambr, hag embannet a-dizh urbi et orbi al lezenn a reas kement a drouz, Disrann an Iliz hag ar Stad, en doare ma rankas hor beleg sachañ gantañ e skasoù.

1954
Daveenn : VAZA p.97

A-daol-trumm e voe gourc’hemennet eus Pariz d’ar C’hleber ha d’ar Paskal mont a-dizh da Jameston, kêrbenn enezenn Jamaïka, o paouez bezañ hanter ziskaret gant ur c’hren-douar.

1954
Daveenn : VAZA p.94

Garv e oa ar vouezh-se, ha ken garv all an archerien, pikoloù kanfarded o dilhad glas-mor gant klaoutennoù arc’hant ouzh o skoaz, hag a rae dimp – un daou-c’hant bennak a dud – diskenn a-dizh eus kirri an tren alaman, ha raktal e voemp leviet gant herr war-du an ti-hent-houarn, rak bez’ oa a bep tu dimp ur regennad soudarded gant fuzuilhoù, baionetezennoù, sabrinier ha pistolennoù, evel pa vijemp bet holl, paotred, merc’hed ha bugale, ur bagad torfedourien da gas d’ar marv kerkent ha paket.

1955
Daveenn : VBRU p.32-33

FRAONV-LOSTENN : (ober fraoñv-lostenn), lammat a-dizh e-maez ar gwele.

1955
Daveenn : VBRU p. 190, gerioù tregeriat rik

Ha tra ma kerzhe ar re all a-dizh etrezek Mavis, e rankas ar rummad-se chom da baol[l]eviat, mar boant gouest d'hen ober, strafuilhet evel ma oant...

1985
Daveenn : DGBD p136

ar c'hammedoù a dostae a-dizh, hag a-greiz-holl e trojont da bonner en ur zifourkañ e penn ar straed.

2012
Daveenn : DJHMH p25

Ha me o vont a-dizh etrezek ar bignerez e teu ur soñj da skoilhañ ac'hanon.

2015
Daveenn : EHPEA p84

Ofis publik ar brezhoneg