Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. TOSTAAT UDB. OUZH UDB. ALL : lakaat udb. da vezañ tost(oc'h) d'an dra-se. Tostaat a reas ar gador ouzh an dao!. 2. TOSTAAT UDB. DA UB. : lakaat an dra-se tost a-walc'h dezhañ en doare ma c'hallo ober gantañ. Ne 'z po ken nemet tostaat ar binvioù din. 3. Ent krenn, trl. (db. an traoù) N'eo ket da dostaat : ne c'haller ket sevel ur geñveriadenn etrezo. « Ha bez' eo ken pinvidik ha c'hwi ? - O ! n'eo ket da dostaat ! ». II. V.k.d. TOSTAAT DA, OUZH UB., UDB. : mont tostoc'h d'an den-se, d'an dra-se. Tostait d'an tan. Al laer zo o tostaat d'ho krevier. Na dostait ket din ! Kredet en doa tostaat outañ. DHS. denesaat, nesaat. ES. pellaat. III. V.g. A. 1. (en egor) Dont tostoc'h. Tostait da azezañ. 2. (en amzer) Dont tostoc'h-tostañ. Pa dostay ar marv. E-keit-se e tosta an noz. B. (db. an dud, al loened) 1. (en est. nac'h) Na dostaat ouzh ul lec'h bnk. : na vont d'al lec'h-se morse. Hennezh ne dosta ket amañ ! 2. Dre skeud. Dont da vezañ tostoc'h-tostañ gant e vadoù, e arc'hant. IV. V. dic'hour. (en amzer) Dont tost, pa reer anv eus ur prantad bnk. Tostaat a ra koulskoude da deir eur ! Pa dostae da ouel Yann e save gred e bugale ar c'hontre.

Exemples historiques : 
56
Masquer la liste des exemples

tostaat ouzh

1659
Référence : LDJM.1 pg aprocher

tostaat ouzh

1659
Référence : LDJM.1 pg (s')accointer des bons

tostaat alies ouzh ar sakramañchoù

1732
Référence : GReg pg frequenter (Frequenter les Sacremens.)

pa dosta ar marv

1732
Référence : GReg pg approche

tostaet

1732
Référence : GReg pg aborder, approcher

tostait du-se pe du-mañ

1732
Référence : GReg pg approcher

tostaat ouzh

1732
Référence : GReg pg approcher

tostaat ouc'h ur re

1732
Référence : GReg pg aborder, accoster

un den a zo diaes tostaat outañ

1732
Référence : GReg pg abord

Ar c'hompartamant eus an den-hont a dosta un neubeut ouzh hini ar C'hallaoued añsien.

1732
Référence : GReg pg gaulois (Cet homme a les manieres un peu gauloises.)

tostaet alies ouzh ar sakramañchoù

1732
Référence : GReg pg frequenter (Frequenter les Sacremens, pp.)

Tostait avamañ.

1850
Référence : GON.II pg avama (Approchez-vous d'ici).

goulennit diganto perak na dostaont ket

1850
Référence : GON.II pg tôstaat

Tostait ouzh an tan.

1850
Référence : GON.II p.97, livre second, "Approchez-vous du feu".

tostaat

1850
Référence : GON.II pg didôstaat, dinésaat, tôstaat

tostaet

1850
Référence : GON.II pg tôstaat

tostait an dra-se ouzh an tan

1850
Référence : GON.II pg tôstaat

Neuze, izel e lost, Laouig ar bleiz kivioul, ouzh ki sant Rok a dosta sioul, lavar dezhañ, ouzh e veuliñ, ez eo kuilh, ma'z eo un dudi !

1867
Référence : MGK p7

Un deiz, un deiz da zont, siwazh ! Tostaat a ra, ar greun a had aze, a ziwano, 'gresko, ma na daolit evezh, d'ar bern holl ho kaso.

1867
Référence : MGK p13

An traoù n'int ar pezh ma kreder : / Er pennoù kaer n'eus boed atav, / Traoù stank, kalz tud a weler / N'int nemet c'hwezh, nemet avel, / Traoù brav dirak an daoulagad, / Tud lugernus zoken a-bell ; / Arabat outo tostaat !

1867
Référence : MGK p140

Tostaat a ra ar c’han ; klevet a reer splamm a-walc’h : Ar beleg : "Pater de coelis Deus", Doue an Tad eus a uhelder an eñvoù, Ar bobl : "Miserere nobis !" [P]ezet truez ouzhomp !

1877
Référence : EKG.I. p.164-165

Dre-se, pa dostaas ar soudarded evit kregiñ ennañ, ar "C’hard nasional" a Lesneven, a yoa ivez o armoù hag o fuzulioù ganto, a lavaras groñs ha dichek e tennjent didruez war ar soudarded, mac’h esajent ober an disterañ droug d’an Aotrou Feburier. Hag ar soudarded a rankas plegañ.

1877
Référence : EKG.I. p.188

Tostaat a ra ouc’h ar roc’h an dra zu... emañ en em gavet e kichen... Ur vag eo hag er vag-se n’eus nemet un den.

1877
Référence : EKG.I. p.224-225

Pa vijemp klevet, e tleed dont war-zu ennomp oc’h hopañ atav ur wech en amzer, ha ni a dlee respont bep tro goustatoc’h-goustatañ, dre ma tostajed ouc’h al lec’h ma vijemp ennañ.

1878
Référence : EKG.II p.10

Mes sell du-se, er wrimenn ; tosta da welet.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Pa eo echu ar c’hatekiz, / Hag aet an holl deus an iliz, / Unan eus ar vugaligo[ù] / A deu e-unanik en-dro. Tostaat a ra ouzh an Aoter / Lec’h emañ kuzhet hon Salver

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Alies an hini gozh a vije azezet o tishilhañ kanab, hag an Ao. Vianney a dostae outi, war begoù e voutoù, evit lakat en he barlenn ar pezh a vije gantañ.

1907
Référence : PERS p104

endre ma tostaen e welen gwellac'h

1909
Référence : BROU p. 234 (je voyais mieux, à mesure que j'approchais)

Pedet gantañ e zoueed, e tostaas, eta, hag e hopas dezho. Ne dec’hjont ket, hogen ne eilgerjont ket kennebeut ; ne rejont van ouzh e glevout, ne selljont ket outañ.

1923
Référence : SKET p.115

Kamula (1), e wreg, ganti etre he divrec’h he c’hrouadur nevez-c’hanet, a dosteas ivez dezhi.

1923
Référence : SKET p.104

El latarenn a c’holoe ar mor e weled evel ur voull-dan, euzhus ha taer, a dostae outo a-dizh.

1923
Référence : SKET p.111

Tostaat a ra Philippon Londinion ouzh Londobris, un enezenn war aod-kornog an Iberi.

1923
Référence : SKET p.129

Tostaat a reont d’ar bord. Savet an daou vartolod en o sav. Kra… a… a… ak… ak… ak ! ! Diaraok ar vag vihan a dourt beg ur garregig, ar Garreg-du.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1091 (Here 1924).

tostaat

1931
Référence : VALL pg abord, approcher

ar marv o tostaat

1931
Référence : VALL pg approche(s de la mort)

tostait !

1931
Référence : VALL pg avancer

En ur studiañ aodoù kozh adsavet Norge, ez eur deuet a-benn da lavarout eo bet uhelaet ar vro a 150 m. da nebeutañ, ha betek 200 m. zoken e fiord Trondheim: kreñvoc'h an uheladur dre ma tostaer ouzh kreiz an torosad "fennoskandiat".

1943
Référence : TNKN p50

"Rannvroadel" a vije bet ar ger reizh. Mes c'hoant hor boa kentoc'h da dostaat ouzh ar ster 'national'.

1944
Référence : EURW.1 p69

War vuannaat ec’h [a] al lestr-dre-dan dre ma tostaat d’an donvor.

1944
Référence : EURW.1 p.110

Ha lavarout a rae : O moereb ! herroc’h-herrañ dre ma dostae Job ouzh ar penn all d’an ti.

1944
Référence : ATST p.32

An horeller a rank, gant e vazh, bountañ ar voul en unan eus an toulloùigoù, diwallet gant unan eus ar c'hoarierien a ra dao dezhi pa dosta re.

1944
Référence : EURW.1 p23

Tostaat a rejomp goustadik ouzh ar porrastell, ha pa oa troet e gein gant ar porzhier, en em siljomp dre an nor vihan er-maez.

1944
Référence : EURW.1 p35-36

Tostaat a rae an termen din da nijal e-maez ar gaoued ha da heuliañ ma galvedigezh.

1944
Référence : EURW.1 p64

Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.

1944
Référence : ATST p.12

Job a oa tostaet.

1944
Référence : ATST p.32

Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.

1949
Référence : SIZH p.41-42

- Arabat tostaat ! a hopas ur vouezh en askre ar paotr.

1949
Référence : SIZH p.42

Warno da sentiñ n'eus nep mall / Hag o deus enkrez da dostaat. / Neventi griz ha keloù fall / N'o devez ket digemer vat.

1960
Référence : PETO p12

Da gentañ eo digompren a-walc'h ar c'homzoù, met dre ma tosta ar ganerien, mentet ingal trouz ar c'hammejoù, e ya ar c'han war fraeshañ.

1960
Référence : PETO p44

Tostaat a ra ur soudard da ereañ ar person ouzh ar maer kozh.

1960
Référence : PETO p48

Hag e tostae hon den e voutoù kaoutchou.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Stank an dud en tren, ken n'eus tu ebet zoken da dostaat ouzh ar vagon-prejañ.

1985
Référence : DGBD p10

War-dro teir eur, a-wechoù a-raok zoken, e krog an avel da c'hwezañ diwar ar mor hag ez a war greñvaat dre ma tosta an noz, e doare ma vez freskaet holl an amzer.

1985
Référence : DGBD p150

tostait ken didrouz ha ma c'hellit

2012
Référence : DJHMH p.63

Tostaat a ra ouzhin en ur ziwiskañ e vanegoù surjian.

2015
Référence : EHPEA p12

Forzh peseurt tagusted pe feulster a c'hallfe c'hoarvezout en o c'heñver ne ray nemet brasaat ar chañs da vezañ taget taer gante ivez, hep ober anv deus ar fed e ray kement-mañ d'ar boliserien tostaat ouzh hor gwir enebourien.

2015
Référence : DISENT p159-160

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux