tostaat
En ur studiañ aodoù kozh adsavet Norge, ez eur deuet a-benn da lavarout eo bet uhelaet ar vro a 150 m. da nebeutañ, ha betek 200 m. zoken e fiord Trondheim: kreñvoc'h an uheladur dre ma tostaer ouzh kreiz an torosad "fennoskandiat".
Job a oa tostaet.
Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.
Ha lavarout a rae : O moereb ! herroc’h-herrañ dre ma dostae Job ouzh ar penn all d’an ti.
- Arabat tostaat ! a hopas ur vouezh en askre ar paotr.
Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.
Hag e tostae hon den e voutoù kaoutchou.
Stank an dud en tren, ken n'eus tu ebet zoken da dostaat ouzh ar vagon-prejañ.
War-dro teir eur, a-wechoù a-raok zoken, e krog an avel da c'hwezañ diwar ar mor hag ez a war greñvaat dre ma tosta an noz, e doare ma vez freskaet holl an amzer.
tostait ken didrouz ha ma c'hellit
Tostaat a ra ouzhin en ur ziwiskañ e vanegoù surjian.
Forzh peseurt tagusted pe feulster a c'hallfe c'hoarvezout en o c'heñver ne ray nemet brasaat ar chañs da vezañ taget taer gante ivez, hep ober anv deus ar fed e ray kement-mañ d'ar boliserien tostaat ouzh hor gwir enebourien.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tostaat