Kabiten ar soudarded a rannas e dud etre div lodenn : lakaat a reas kant anezho e pep hini eus an div waremm a zo a bep tu d’an hent en u[l] lavaret dezho : — Ar re a zo an tostañ da vourk Gwimilio a ranko lezer ar goueriaded da vont a-raok hep ober van ebet, ken na vezo o vont dirazo an diwezhañ eus ar vandenn.
Anat e oa o doa c’hoant da jarneal ha da sakreal diwar-benn ar boned segovii, abalamour an darn vuiañ ac’hanomp a yoa ar boned-se ganto e Kergidu ; hag ar re a yoa chomet bev eus a soudarded Canclaux, n’o doa ket ankounac’haet penaos e oant bet kempennet ganeomp-ni, ha pegen tost e oa bet dezho kaout holl ar marv war an dachenn.
Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.
kant lur pe dost
pe dost
n'eo ket par, na tost zoken !
Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.
Gwir eo en doa tost da 80 vloaz d’an ampoent.
Holl an hevelep oad pe dost, eus a zek da zaouzek vloaz.
Du-se, pell pe dostoc’h, en alamandezenned ha gwez-kraoñ al liorzh kloz e taol eostiged all, her ha taer, o zio ! tio ! tio ! bagol, ma tasson kili an diribin, e-giz ma vije ur palez strink.
E kement porzh-mor e tegouezhe dimp douariñ ennañ, e veze aozet war ar C’hleber ur banvez pe ur gorolladeg, ha goude un abadenn c’hoariva, hag ar mestr-soner, anezhañ evitañ da vezañ va rener hag ur sac’h-c’hwez anezhañ, a ranke sentiñ ouzhin ha bezañ an nozvezhioù-se em gourc’hemenn, rak penaos en divije herzet ouzh ur gwaz ken tost ha me da galon an admiral ?
War am eus klevet n’eus ket pell, eo bet distrujet an holl naered pe dost gant ar mangousted
Met m’ho pije gwelet, tudoù, ar pallennoù dispar ledet war an hent bras dirak pep ti ! pallennoù a bep seurt stumm, aozet holl gant glazur, delioù ha bleunioù a bep seurt liv : elestr, roz, burlu, balan, glizin, pavbran, roz-chas [sic], rosuku, lili ha me oar pere ouzhpenn ! hag an eil kaeroc’h eget egile, met bep bloaz pallenn ebet ne veze par, na tost zoken, d’hon hini, pallenn an ti-butun, graet gant Ann-Mari Aubin.
Ha war un taol ne zlefe ket bezañ eus an darvoud-se, pe dost, ne vije bet nemet un disterdra, un dra voutin ha netra ken all, un darvoudennig a c'haller disoñjal buan, a c'haller ober ankounac'haat.
Ha pa zeue an arc'hant da ziankañ, war chanter pe chanter, anat e oa bet tost dalc'hmat diwar-goust an tourioù, ar begoù-tour dreist-holl.
Stankoc'h-stankañ e vez ar c'hameraioù-evezhiañ, hag a-wechoù e vez tud dirak ar skrammoù evit dielfennañ ar skeudennoù war ar prim pe dost.
Dindan heol skedus an dilost-hañv e chomer tost bamet gant brokusted ar vro, evel pa vije tennet eus ur varzhoneg gant Keats.
Tost goullo e oa an ostaleri, eno ne oa chomet nemet medisin senegalat an ospital
Tommet mat e oa da gKathrine dija, ha goude he zrede bannee kontas da vMorten n'he doa ket kousket gant Thomas abaoe bloaz pe dost.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tost