Marseille), rak santout a ran c'houez ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'houez peseurd a santez ?... – C'houez an ougnoun emezañ d'in ! – Ma, tano eo da fri, keneil, rak skôet mat ec'h eus, m'hel lavar d'it ! pa 'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonka nemet soubenn an ougnoun bep pred : soubenn an ougnoun, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan ! A ! satordallig ! Fri ar c'haz e sac'h ar fars ha troad al leue bihan e-barz ! Sell, brepoz, pa zeu da goun d'in ! Goulc'hen, ha ma kemerfemp beb a c'henaouad vara, ha ma lonkfemp beb a vanne gwin?...
damdost
damdost goude
Deut on er bed, tudoù, an dri warn-ugent a viz Ebrel (1) er bloavezh 1885, en ti melen bourc'h Priel, damdost da Landreger.
Da c'houlz [sic, da goulz] ar c'horaiz bihan, pa dremene gant ar prosesion damdost d'he zi, arabat e veze dezhañ ankounac'haat enlakaat ar pennad-mañ e letanioù ar Sent : - Sankta Mari-Job Derrien ! [...]
N'eus manet evel[-]just roud ebet eus e oberennoù peogwir ne ouie na lenn na skrivañ, met plijout a rae dezhañ kanañ e sonioù hag e werzioù war lein un dosenn damdost d'e di en ur seniñ ur violoñs bihan-bihan, ur c'hoariell a ugent real bennak prenet gantañ e foar Dreger.
Pa sellas en he daoulagad e welas an aon, an aon he doa damdost disoñjet a oa kuzhet enni.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
damdous