Pellgargañ ar gerioù kar a-dost-berr a-dost-da-dost a-dostik a-dost-kaer tost
Pa en em gavis dirak Maner al Liorzhoù, e oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gav din. A-raok diskenn eus ar park en hent, ec’h en em harpis ouc’h ar c’hleuz a-zindan ur skourr lann ; chom a ris hep tennañ va alan, astenn a ris va skouarn da selaou ha me a glevje un dra bennak a-bell pe a-dost.
Paour kaezh Abd-el-Aziz ! er bloaz warlerc’h e kac’has e varc’h ouzh e garr ; trec’het e voe e soudarded gant e vreur Moulay-Hafid, hag eñ, diskaret a-ziwar ar bern torchennoù a dalve dezhañ da gador-veur, kollet gantañ karg ha galloud, a voe kaset da choukañ gant e berrokidi [berokidi], e daboulinoù hag e holl wragez, koant pe diforc’h, n’hor boa ket kavet pleg da welout nag a-bell nag a-dost.
Kalz plijusoc’h eo ar gêr-se eus a-bell eget eus a-dost, ha skuizhus-tre e veze bale dre he straedoù digompez, dalc’hmat o vont war ribin ha diribin, ken ma krede din a-wechoù bezañ o c’haloupat e Montroulez.
Ar pelikan gwenn a weler ken stank er plegoù-mor ar Gabon a zo unan eus an evned kaerañ a oufed gwelout, ken kaer, pe dost, war an dour hag an alarc'h e-unan. A-dost, sur, e kaver e vez un tamm disneuz gant e bikol beg; a-bell avat, pa vez pleget gantañ war e vruched, ne vez ket gwelet ar mank-se.
Kemerit un taksi ma rankit mont d'ul lec'h hag a zo diwallet a-dost gant ar polis, ha goulennit gantañ chom a-sav just e-tal-kichen ho pal !
Un den uhel e stuz en deus pouezet warnomp evit na vije ket sellet a-dost ouzh disklêriadur telloù Korasidis, a lavar deomp Vlac'hakis a-rekin.
En devezhioù war-lerc'h e klaskas sellet a-dost ouzh kement istor kontet gant Thomas, da vihanañ ouzh ar c'hrafoù a c'hellfe-hi gwiriañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
a-dost-berr