Lec'h ma kuzher ub., udb., ma kuzh ub.
Diskuliañ toull-kuzh ub. Kavet en doa un toull-kuzh eus an dibab da lojañ e deñzor.
&
Trl.
C'hoari toull-kuzh : c'hoari ma rank unan eus ar c'hoarierien kavout ar re all zo kuzhet.
HS. kuzh, kuzhiadell.
Mes, siwazh ! goude bezañ klasket e pep lec’h, goude bezañ torret an holl armelioù, goude bezañ furgutet kement toull-kuzh a yoa dre al leandi, ne gavjont ket ur gwenneg.
Mez, siouaz ! goude beza klasket e pep leac’h, goude beza torret an oll armeliou, goude beza furgutet kement toull kuz a ioa dre al leandi, ne gafchont ket eur guennek.
1877
Référence :
EKG.I.
p.41
He c’hoar-gaer Mari Kreac’h hag hi en em glevas evit ober un toull-kuzh da reiñ lojeiz d’ar veleien harluet.
He c’hoar-gaer Mari Kreac’h hag hi en em glevaz evit ober eun toull-kuz da rei lojeiz d’ar veleien harluet.
1878
Référence :
EKG.II
p.179
En ur c'hortoz Dimitriou da erruout e pellgomzan da c'hGikas hag e lavaran dezhañ hon eus kavet toull-kuzh Nasiotis.