Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. 1. Egorenn c'houllo en ur c'haled, digor un tu anezhañ. Un toull don. Strad an toull. Un toull mengleuz. Ar c'hi a furche e kement toull a gave. Diskenn ur c'horf-marv en un toull. Un toull simantet evit delc'her an hañvouez. [1878] Ur vadiziant en doa ivez da ober da Herve Gwaog, a Boull-ar-Foennog, hag ouc’hpenn, an oferenn a dlee da lavaret en nozvezh-se en un toull mengleuz, e-kreiz koad Mailhe. [1955] Evel ul loen e varvin va unanig war va c’hrec’h, ha kaset e vin d’an toull pell kent na zeui d’ar gêr. & Trl. skeud. Kouezhañ en toull izelañ : mont da baour. & Kavout un ibil da lakaat, da vountañ en toull, kavout ibil da bep toull : kavout ur respont da bep goulenn, un digarez da bep re bech. & Lakaat an tamm e-kichen an toull : faziañ. 2. Toull-roc'h : kev. & (db. ar menezioù-tan) Toull-diskarg : a zeu an danvezioù war-deuz, al ludu, ar gazoù berv anezhañ. & Toull-chafot : a reer en ur voger da reiñ harp da goadennoù ur chafot. 3. Dre skeud., PEMDEZ Plegenn fall. Diaes e vez disac'hañ eus toulloù evel-se. 4. Dre let. Emskiant eus ezvezañs ub. Un toull zo en ti bremañ pa'z eo marv e vab. 5. Dre zismeg. Ul lec'h distro pe enoeüs. [1954] Hogen daoust d’ar c’hlemmichadennoù-se, ret e voe dimp menel ur pennad mat da zizeriañ en toull brein-se, o vezañ ma’z oa o chom ennañ ur vignonez da wreg an admiral bet gwechall er skol ganti [...]. B. 1. (db. al loened) Douarenn, lec'h annez. Al louarn en deus un toull. An aerouant o tont eus e doull. Un toull-gaz. Toull ar c'hi : e loch. [1878] « Mat, ret eo e kouskfent evel gozed en o zoulloù, pa ne zihunont ket, emeve en ur vont da gichen prenestr starn-an-daol. » & Trl. skeud. Evañ evel un toull-gaz : kalz. & Na gaout daou wenneg da deuler ouzh toull ur c'hi : bezañ paour-tre. & Kousket evel ur broc'h* en e doull. & Dre ast. (db. an dud) Mont d'e doull : sentiñ ha mont d'ul lec'h all. & [1954] Mont d'e doull : mont kuit. [1954] Kentizh ha ma ’z oa aet an Impalaer hag e wreg d’o zoull e krogas ar c’hleron hag an taboulin da seniñ eus an eil penn al lestr d’egile, ha redek a reas pep den war vourzh d’ober diouzh e garg evit ar sav eor. & Kas ub. d'e doull : e gas diwar-dro. [1954] Den ebet nemet Tremel vihan ne ouie, na ne grede, kas e gulatorez d'he zoull [...]. & PEMDEZ Ober e doull : kavout ul lec'h da chom, da annezañ. 2. (db. korf an dud hag al loened) Kavenn a zigor en diavaez. Toull ar skouarn. E lagad a oa aet kuit, gant un tamm lien e kuzhe an toull. & PEMDEZ Toull ar gouzoug : korzailhenn. Mont en dour betek toull e c'houzoug. & Trl. PEMDEZ Sevel uhel ar c'herc'h da doull e c'houzoug : dont da vezañ lorc'hus. & Toull kontrol, toull gaou, toull enep : kan an analañ. Aet eo an tamm boued en toull kontrol. & Toull fri : fronell. & Toull ar revr : fraezh. & Sachañ Loull d’e doull : suc'hellat. [1954] Truez am boa outañ evel-just ha war an dro fent a rae din un tammig, rak o vezañ ne oa ket gwell gustum da leñvañ, ober a rae evel pa vije bet o sachañ Loull d’e doull. & Ent krenn Diwall da fregañ da doull o tozviñ. & Trl., DIZOARE Serriñ e doull : mervel. & PEMDEZ Kargañ e doull : evañ forzh. & Bezañ etre lost an diaoul ha toull e revr : en ur blegenn diaes-tre. & Hejer-e-doull : fougaser. [1954] Met bez’ e oa neuze ur strollad hejerien-o-zoull, enebourien ar feiz gristen ha kerkoulz all a-enep da Vreizh, daoust ha ma veze graet diouto « les Bleus de Bretagne ». 3. Dre verr., PEMDEZ Toull-bac'h. Lakaat ub. en toull. Alo, d'an toull da c'hortoz ma teuy ar c'homiser. 4. Izelenn, traoñienn. Kemper zo en un toull. II. A. Digor a-dreuz ur c'haled. Gra toulloù er follenn baper d'he lakaat er renkell. & Toull an alc'hwez : a lakaer an alc'hwez ennañ. Sellet dre doull an alc'hwez. & Tr. adv. War doull. Lakaat ur varrikenn war doull : he zoullañ. [1944] ha lakaet war doull peder barrikennad win ruz & Ent strizh Rog. Sell gwashat toull zo em laer. B. 1. Digor a reer en ur voger, en ur speurenn da lakaat un nor, ur prenestr. Toull an nor, toull ar prenestr. Toull ar gwele-kloz. [1878] Mar hoc’h eus c’hoant d’er gwelet anat, n’hoc’h eus nemet sellet e toull an nor er-maez, hag e welot. [1954] Neuze e lavare va zintin, o c'hedal war doull he dor, lorc'h ha stad enni evel-just : « Ac'hañ 'ta ma ! ur sac'had mat a winizh en devo ar Person da gaout pa zeuio d'ober e gest-ed ». [1954] Ur Gwener, da vare koan, e vanas souezhet an dimezell Brenchereau dre ne baoueze ket ar mitizhien da grial e toull an draf ma veze degemeret ar pladoù drezañ : Et un ormeau pour un !… Et un ormeau pour deux, deux !… [1955] Garv-daonet e oa an amzer hag en hor c’hoazez e oamp e-tal an oaled oc’h evañ kafe en-dro d’un tantad lann ha mouded a boazhe hon divrec’h hag hon divhar e-keit ma veze sklaset hor c’hein gant an avel silet a-vouchadoù dre doull ar c’hrignol. & Toull ar c'hazh, toull-kazh : digor a reer e traoñ an dorioù dh., un dorikell warnañ, d'ar c'hizhier da dremen diouzh o c'hoant. & Toull-digor : ode zo en ur voger da dremen. Lezet e veze al loened dirak an toull-digor. 2. Dre ast. Ode, riboul, tremen. & Trl. Na vezañ toull serret ebet d'ub., d'ul loen bnk., toull stouvet ebet ouzh ub., d'ul loen bnk : gouest eo da vont dre gement lec'h zo. Ar yer-se n'eus toull stouvet ebet outo. & Kavout toull : kavout lec'h da dremen. An dour en deus kavet toull da zont er c'hav. & [1954] Dre ne gave toull all ebet d’en em dennañ alese, rak n’helle besteodiñ nemet ger amañ, ger ahont pa veze goulennet digantañ e soñj, lavarout a reas kement-mañ d’an dimezell Brenchereau : "Ur c’heneil am eus [...]". & Dre skeud. Chom e toull ar c'hae : tremen hep ober udb. Holl ez eont d'an eured ha me a chom e toull ar c'hae. & Dre heveleb. Toull an hent : lec'h ma tigor un hent pe ma sko war un hent all. & Toull ar bourk : lec'h ma'z eer tre ennañ. & Dre skeud. (en e furm vihanaat) Toullig an noz : serr-noz. Me a yelo di e toullig an noz. III. A. 1. Kunuj. (goude un ak., un ag.) Ger a dalvez da ober anv eus an dud hervez o ferzhioù (fall dh.). Toull kamambre. Toull skragn. Toull ardoù. & Toull-sistr : den a gustum evañ kalz sistr. Toull-kafe. DHS. sac'h. 2. Ger a dalvez da ober anv eus al lec'h ma teu an amzer. An hanternoz hag ar reter; daou doull ar c'hler. Diskennet eo an avel e toull ar glav. An avel ne dec'h ket eus an toull-mañ. & Trl. Toull du ar bloaz : mare eus ar bloaz ma vez ar fallañ an amzer. Ne oa ket keloù skorn, daoust ma oad e toull du ar bloaz, e dibenn miz Kerzu. B. Impl. da stn. (dirak un ak.) Fall, dister. Un tamm toull ti. An toulloù tavarnioù-se. Un toull parrez. & (en e furm vihanaat) Ma zoullig kambr. C. Trl. 1. Bezañ en toull tostañ da ober udb. : bezañ tost-tre d'e ober. 2. Kavout toull da ober udb. : kavout an tu. [1955] Met ha pa vije bet holl daboulinoù ha trompilhoù Pariz oc’h ober bruderezh evito noz ha deiz hag eus an eil penn ar gêrbenn d’egile, gwech ebet n’am bije kavet toull da dostaat outo, rak re verr e ranken sellout ouzh va arc’hant [...]. & Klask toull da ober udb. : klask an tu d'e ober. 3. Trl. estl. Peoc'h en toull-se ! : peoc'h diwar-benn ar gaoz-se.

Exemples historiques : 
151
Masquer la liste des exemples

toull

1499
Référence : LVBCA p195 (treu, ou pertuys)

toull ar revr

1499
Référence : LVBCA p23, 176, 195 (le trou du cul)

toull ar grilh

1499
Référence : LVBCA p21-22, 88, 195 (le lieu ou habitent lez grillez)

toull ar gaerell

1499
Référence : LVBCA p22, 106, 195 (pertuis d-icelle beste [belette])

toulloù flank

1659
Référence : LDJM.1 pg flancs

toull

1659
Référence : LDJM.1 pg pertuis, taniere, trou

toull bragoù

1659
Référence : LDJM.1 pg braguette

toull

1732
Référence : GReg pg fort (Fort, retraite d'une bête noire &c.), fosse (creux en terre)

gwerbl toull ar vorzhed

1732
Référence : GReg pg aine

poulzañ ur bolod en toull

1732
Référence : GReg pg blouser (pousser une bille, ou une balle dans la blouse)

toull ar c'houlaouenn

1732
Référence : GReg pg bobèche (partie du chandelier où se met la chandelle)

toull ar c'hantolor

1732
Référence : GReg pg bobèche (partie du chandelier où se met la chandelle)

ret eo skarzhañ toull ar c'houlaouenn

1732
Référence : GReg pg (il faut curer la) bobèche

ret eo skarzhañ toull ar c'hantolor

1732
Référence : GReg pg (il faut curer la) bobèche

toull bont

1732
Référence : GReg pg bondon (le trou du tonneau qui est bouché)

toulloù bont

1732
Référence : GReg pg bondon (le trou du tonneau qui est bouché)

toull ar bont

1732
Référence : GReg pg bondon (le trou du tonneau qui est bouché)

an toull-bont

1732
Référence : GReg pg bondon (le trou du tonneau qui est bouché)

stoufet an toull bont

1732
Référence : GReg pg bondonner (boucher le bondon d'un tonneau)

toull saout

1732
Référence : GReg pg breche (ouverture dans un fossé pour le passage d'une seule bête à la fois)

toulloù saout

1732
Référence : GReg pg breche (ouverture dans un fossé pour le passage d'une seule bête à la fois)

toull ar busk

1732
Référence : GReg pg busquiere

toull

1732
Référence : GReg pg cavité

toulloù

1732
Référence : GReg pg cavité, fort (Fort, retraite d'une bête noire &c, p.), fosse (creux en terre, p.)

emañ ar bos gantañ, gwelet a reer ar vurbuenn e toull e vorzhed

1732
Référence : GReg pg (il a la peste, le) charbon (paroît en l'aine)

toull kizhier

1732
Référence : GReg pg chattiere

toull ar c'hazh

1732
Référence : GReg pg chattiere

toulloù kizhier

1732
Référence : GReg pg chattiere

toull ar c'hazh

1732
Référence : GReg pg chattiere

toulloù don

1732
Référence : GReg pg creux (cavité, profondeur)

toull don

1732
Référence : GReg pg creux (cavité, profondeur), enfoncement (cavité, lieu creux)

toull ar revr

1732
Référence : GReg pg cul (ou cu, l'anus, le siege, le fondement)

toull al lost

1732
Référence : GReg pg cul (ou cu, l'anus, le siege, le fondement)

toull ur viñs

1732
Référence : GReg pg écrou (trou dans lequel tourne une vis)

toull flank

1732
Référence : GReg pg flanc

toulloù flank

1732
Référence : GReg pg flanc (p.)

toulloù flank ar marc'h

1732
Référence : GReg pg flanc (Les flancs du cheval)

toulloù flank er jav

1732
Référence : GReg pg flanc (Les flancs du cheval, Van.)

toulloù

1732
Référence : GReg pg fort (Fort, retraite d'une bête noire &c, Van., p.), fosse (creux en terre, Van., p.)

toull an alc'hwez

1732
Référence : GReg pg forure (le trou de la clef)

toull al logodenn

1732
Référence : GReg pg fraude (Le lieu où l’on vend quelque chose en fraude.)

toull ar c'had

1732
Référence : GReg pg gîte (le lieu où se couche le lievre, & où il retourne toûjours.)

dibriñ hag evañ bede toull ar c'hargadenn

1732
Référence : GReg pg gorger (se gorger de viandes.)

dibret hag evet bede toull ar c'hargadenn

1732
Référence : GReg pg gorger (se gorger de viandes, pp.)

toulloù bolod

1732
Référence : GReg pg blouse (trou d'un tripot, où l'on jette les balles)

toull bolod

1732
Référence : GReg pg blouse (trou d'un tripot, où l'on jette les balles)

an toull forn

1732
Référence : GReg pg four (La gueule du four.)

toull an gazel

1732
Référence : GReg pg aisselle

toull ar vorzhed

1732
Référence : GReg pg aine

toull an nivorzhed

1732
Référence : GReg pg aine

toull ar foñs

1732
Référence : GReg pg anus

toulloù ar gazel

1732
Référence : GReg pg aisselle

toull doun

1732
Référence : GReg pg fosse (Fosse profonde.)

toull an hoc'h-gouez

1732
Référence : GReg pg bauge (retraite des sangliers, & autres bêtes noires)

toulloù ar moc'h-gouez

1732
Référence : GReg pg bauge (retraite des sangliers, & autres bêtes noires)

toull lern

1850
Référence : GON.II.HV pg toull-lern (voyez "gwaremm-lern").

Ret eo brasaat an toull.

1850
Référence : GON.II pg brasaat (Il faut agrandir le trou).

Ret eo barrañ an toull-se.

1850
Référence : GON.II pg barra (Il faut combler ce trou).

Grit un toull e tal ar c'helorn.

1850
Référence : GON.II pg tâl (faites un trou au fond du baquet).

toull gaou

1850
Référence : GON.II pg toull-gaou (trachée-artère, canal qui porte l'air aux poumons), treûz (-gouzouk)

Darev eo bet dezho bezañ mouget gant an drougavel a save eus an toull.

1850
Référence : GON.II pg droug-avel (Ils ont été sur le point d'être suffoqués par le méphitisme qui s'élevait du trou).

toull

1850
Référence : GON.II pg toull (trou. cavité. caverne. creux), pg 16 (trou).

toulloù

1850
Référence : GON.II pg toull (trou. cavité. caverne. creux. Pl.), pg 16 (des trous).

Kouezhet eo en toull.

1850
Référence : GON.II pg toull (il est tombé dans le trou).

toull kazel

1850
Référence : GON.II.HV pg toull-kazel (Le creux de l'aisselle, le gousset).

toulloù-taouarc'h

1850
Référence : GON.II.HV pg toull (-daouarc'h)

Sellout a ra dre doull an nor.

1850
Référence : GON.II p.97 (il regarde par le trou de la porte).

toull daouarc'h [sic]

1850
Référence : GON.II.HV pg toull-daouarc'h (tourbière, endroit d'où l'on tire de la tourbe).

toull diwad

1850
Référence : GON.II pg toull-diwad (saignée, l'ouverture que fait la lancette, pour tirer du sang du corps. c'est aussi la partie où le boucher a mis le couteau pour tuer un cochon).

toull plouz

1850
Référence : GON.II pg toull-plouz (ruelle, espace entre un lit et la muraille. ce mot est du dialecte de Vannes).

toull gaou

1850
Référence : GON.II pg sutel (-ar-gouzouk)

Ar perc'henn adarre / A zistro da c'houlenn he zoull, he zi, he c'hambr.

1867
Référence : MGK p108

Logodenn gêr e daou lamm-krenn / Zo en he zoull ; e-lec'h eben, / Ne c'houie eno an ardremez, / A skrab, a dro leun a enkrez.

1867
Référence : MGK p128

Oc'h e glevet, / Piltrotig en un toull, ar goulm en ur wezenn / Hag an heizez er c'hoad a dec'h evel un tenn.

1867
Référence : MGK p48

Mezh dezhañ pa wele / Un den kaezh reuzeudik o c'houlenn peadra / Da c'holeiñ e groc'hen, da gaout un tamm bara / Ha lavaret a rae dezhañ e toull e zor : / — « Deut, mignon, 'tal an tan, deut a-fo er goudor !

1867
Référence : MGK p118

Evel a reont, pa n'hellit ket, / Ar gelenn a roan deoc'h, bremañ e berr gomzoù, / Eo en em zastum e toulloù 'r mogerioù.

1867
Référence : MGK p16

E Landreger, toull an nor-dal, / En iliz-veur Sant-Tudual, / Pa son klemmus an hanternoz, / E oa daoulinet un den kozh.

1877
Référence : EKG.I. p.25

Er c’hiz-se a rae an noblañs kozh. Evit kaout digant Doue ar pardon eus o fec’hedoù, evit reiñ bara ha dilhad d’ar paour, mignon Doue war an douar, e roent lod eus o leveoù da venec’h ha n’o doa da ober nemet pediñ Doue evit o madoberour, ha labourat an douar a-dro-war-dro, roet dezho, evit en em vevañ o-unan, ha reiñ bara d’an neb a deue da c’houlenn da harz toull o dor.

1877
Référence : EKG.I. p.34

Klevet mat a rae e sakrist, mes kaout a rae dezhañ e krene e vouezh ouc’h her gervel. Hag, evit gwir, ar sakrist n’oa ket deuet c’hoazh mat a-walc’h ennañ e-unan hag e chome e c’her e dor toull e c’houzoug.

1877
Référence : EKG.I. p.118-119

E-kreiz an toull en doa plantet ur peul spern-du, lemmet mat e veg, evit toullgofañ ar vleizez ma vije kouezhet eeun warnezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.151-152

An toull en doa goloet, evel ma oa ar c’hiz, gant skourroù bihan, delioù sec’h ha raden glas, evit kuzhet e draped.

1877
Référence : EKG.I. p.152

Freuzañ a reas, er solier, moger he zi ; ober a reas un toull don a-walc’h da un den da azezañ, uhel a-walc’h evitañ da sevel en e sav evit diskuizhañ.

1878
Référence : EKG.II p.216

— A-raok e ranki er lazhañ hag er c’hignat, me 'gred. — An tan er lazho, hag er c’hignat n'eo ket ret. — Te 'gav dit e tebrimp-ni da leue kroc’hen hag all ? E vlev a stanko toull hor gouzoug.

1878
Référence : EKG.II p.281

Mar hoc’h eus c’hoant d’er gwelet anat, n’hoc’h eus nemet sellet e toull an nor er-maez, hag e welot.

1878
Référence : EKG.II p.275

Evit-se n’eus nemet un dra da ober : kemerit ho pal, ha bremañ p’eo noz, pa ne c’hell den ho kwelet, it du-hont da gorn ar jardin, e tu ar sav-heol, grit en douar, a-zindan ar wezenn-lore, un toull bras ha don a-walc’h evit er lakaat.

1878
Référence : EKG.II p.266

Da stankañ an toull, e voe lakaet ur pres ledan, daou stalaf warnezhañ ; eus a gein ar pres e voe lamet div banell evit ober un nor vras a-walc’h da vont er c’huzh ha da zont er-maez hep direnkañ netra er gampr.

1878
Référence : EKG.II p.217

« Mat, ret eo e kouskfent evel gozed en o zoulloù, pa ne zihunont ket, emeve en ur vont da-gichen prenestr starn-an-daol. »

1878
Référence : EKG.I. p.41

Ur vadiziant en doa ivez da ober da Herve Gwaog, a Boull-ar-Foennog, hag ouc’hpenn, an oferenn a dlee da lavaret en nozvezh-se en un toull mengleuz, e-kreiz koad Mailhe.

1878
Référence : EKG.II p.82

Ma ! eme Yann, un dra a zo, / A ra da'm skiant mont en-dro : / Ar memez Doue ‘n eus hon groet ; / gant ar memes pri omp meret. / Darn, koulskoude, ‘zo pinvik-mor, / Darn ‘met dienez toull o dor ; / Hemañ skedus e blanedenn, / Ha hennezh luiet e gudenn. /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Un den deus Trelêvern en nevoa kuzhet ‘barzh un toull moger ur bilhed kant lur. Pa deuas d’e doull da glask e arc’hant e oa bet debret gant ar razhed.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

E toull an aber e voe taget o listri gant ur barrad-amzer, hag int bet hanter aozet hepken gant berrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid.

1923
Référence : SKET p.117

Digoret-frank e veze ivez an toull-moged war an doenn anezhañ.

1923
Référence : SKET p.65

Ar re a ven, a lufr hag a liv ar mein, hag a sav ganto palezioù ha keodedoù, ar re-se eo gouennoù du ha dic’hlan ar bed ; ouzh o sevel, gwall doulloù eo a aozont d’an astuz ha d’an erevent.

1923
Référence : SKET p.51

Hemañ a oa azezet ouzh taol ar sal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-gleiz, ar c’hure, an daou archer, hag ar sakrist en toull an nor, hag er-maez, el liorzh, ar vugale hag o zud, war an daol, dirak ar barner, div wialenn aozilh.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

Eno ’ta, en unan eus an tier bihan-se, harp ouzh ur garreg, goloet e doenn a draezh, traezh betek toull an nor, — e c’hanas Bilzig.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Kroc’hen ar c’had a zo bet siket gant ar vugale en un toull don e-barzh o liorzh. Piv ac’h aio eno d’e c’hlask ? Den ebet.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

Er goañv e kleuzont toulloù en douar pe e-kreiz an teil hag e c’hourvezont e-barzh d’en em virout diouzh an anoued (2).

1924
Référence : SKET.II p.66

Na gwelet hoc’h eus-hu ur vorgazhenn en he zoull, en ur poull, oc’h heoliañ, ya, oc’h heoliañ ?…

1925
Référence : BILZ2 p.111

toull aveler

1927
Référence : GERI.Ern pg avel

war e vrusk e toull ur prenestr

1931
Référence : VALL pg appuyé (sur la barre d'une fenêtre)

aet eo an tamm dre an toull gaou

1931
Référence : VALL pg avaler

toull tommder

1931
Référence : VALL pg bouche (de chaleur)

toull avel

1931
Référence : VALL pg aération

toull roc'h

1931
Référence : VALL pg abri (sous roche)

toull korzenn

1931
Référence : VALL pg ame (d'un canon)

frankaer toulloù

1931
Référence : VALL pg alésoir

n'eus ket a doulloù talar em penn

1931
Référence : VALL pg (je ne suis pas) bouché (au fig.)

toull

1931
Référence : VALL pg alvéole, bauge

toull ar vorzhed

1931
Référence : VALL pg aine

toull gwenan

1931
Référence : VALL pg alvéole

toull mein-glas

1931
Référence : VALL pg ardoisière

Pa'z aed pell da-heul an toull, en em gaved gant un nor houarn ; a-drek an nor e oa loch ur ramz a veze graet ar Boned Ruz anezhañ.

1944
Référence : EURW.1 p17-18

Al lec'h a garen ar muiañ mont da welout a-vihanik a oa tosenn Sant-Weltaz, tosenn Rozpelem, ha Toull ar boned ruz.

1944
Référence : EURW.1 p16

— « Nann, sur, ma ’z eus roc’h e toull he gouzoug, n’eo ket marv c’hoazh. Mes, peoc’h ! ni a ra re a drouz… »

1944
Référence : ATST p.62

— « Meû-eûh ! » a reas ur vouezh c’hros e toull o divskouarn.

1944
Référence : ATST p.21

Daoust da doull an nor bezañ hanter zismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.

1944
Référence : ATST pp.44-45

Tremen a reas e-biou da di Job. Ober a reas e toull an nor : — « Ho ! ho ! »

1944
Référence : ATST p.27

Pa laboure Job er park e veze gwelet, kerkent, Lom e toull ar gloued.

1944
Référence : ATST p.26

Da dad a roio dilez evidout, ha sell e vimp eürus holl a-gevret en hon toull.

1944
Référence : EURW.1 p.210

Ar meuzoù a zo puilh ha fetis : lazet 'z eus bet daou gole, ha lakaet war doull peder barrikennad win ruz [.]

1944
Référence : EURW.1 p.168

Pa welas mamm ma c’hambr, e chomas sabatuet. – « Ne c’houlan ket », emezi, « e chomfes en toull-se ». – « Graet [e]m eus marc’had ». « N’eus forzh avat, paeet e vo ur miz mar bez ret, met aze ne chomi ket. Ur wech bennak e c’hallfes bezañ lazhet pe laeret er c’hoz toull born-se ».

1944
Référence : EURW.1 p.136

Ha me ha son ar c’hloc’h bihan e toull ar gloued, hag ur wreg oadet ha dont en ur jilgammañ.

1944
Référence : EURW.1 p.91

Pa oan bihan e weled toull ur c'haran war bord hent Mil-ar-Prad, hag ac'h ae dindan an douar betek kavioù ar c'hastell-kreñv, hag a roe an tu d'an difennourien da vont kuit dre guzh, ma vijent e riskl da vezañ paket.

1944
Référence : EURW.1 p17

Ouzh tor ar menez, e goudor teñval un toull-roc'h, kenaozet gant daroù-ben, mo[u]est atav, hag ur stank a doennad ili[a]v ha gwez kelen, e oa ur feunteun vras dour riellet ha sklaer e-giz lagad an naer.

1949
Référence : SIZH p.52-53

Ur Gwener, da vare koan, e vanas souezhet an dimezell Brenchereau dre ne baoueze ket ar mitizhien da grial e toull an draf ma veze degemeret ar pladoù drezañ : Et un ormeau pour un !… Et un ormeau pour deux, deux !…

1954
Référence : VAZA p.177-178

Un dro bennak, e teuas war va lerc'h el liorzh ha hi da vlejal o welout peseurt evnig a oa va hini : ur pikol touseg o chom en un toull er voger ha deut da vezañ doñv, ruzañ a rae e-maez e doull da zebriñ bara eus va dorn adal ma huchen warnañ : « Biti, biti, biti !»

1954
Référence : VAZA p.14

Den ebet nemet Tremel vihan ne ouie, na ne grede, kas e gulatorez d'he zoull, ha kaer he divije bet pediñ hag aspediñ, n'eo ket bepred d'he zi e vije aet a-c'hrad-vat meur a gristen da dañva gwadegennoù.

1954
Référence : VAZA p.18

Neuze e lavare va zintin, o c'hedal war doull he dor, lorc'h ha stad enni evel[-]just : « Ac'hañ 'ta [sic, ac'hanta] ma ! ur sac'had mat a winizh en devo ar Person da gaout pa zeuio d'ober e gest-ed ».

1954
Référence : VAZA p.19

Kerkent ha ma veze tennet e-maez ar sac’h 18, 38, pe 58, beogal a-gevret a rae raktal an holl vagad : « Torch da doull, mab, ha kae kuit ! »

1954
Référence : VAZA p.29

Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze 'vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.

1954
Référence : VAZA p.33

Met bez’ e oa neuze ur strollad hejerien-o-zoull, enebourien ar feiz gristen ha kerkoulz-all a-enep da Vreizh, daoust ha ma veze graet diouto « les Bleus de Bretagne ».

1954
Référence : VAZA p.55

Truez am boa outañ evel[-]just ha war an dro fent a rae din un tammig, rak o vezañ ne oa ket gwell gustum da leñvañ, ober a rae evel pa vije bet o sachañ Loull d’e doull.

1954
Référence : VAZA p.66

Hogen daoust d’ar c’hlemmichadennoù-se, ret e voe dimp menel ur pennad mat da zizeriañ en toull brein-se, o vezañ ma’z oa o chom ennañ ur vignonez da wreg an admiral bet gwechall er skol ganti, ha techet e oa an Aotrou Thierry da blegañ evit kement tra d’e bried kalz yaouankoc’h egetañ.

1954
Référence : VAZA p.104-105

Met gwashañ tra ’oa, diskenn a raent a-wechoù betek La Palice da loveal en ul lenn anvet les Trousses, ec’hon[-]tre hag atav gwentet gant ar pevar avel, un toull daonet ma’z eus unan a-wel da aodoù Bro-C’hall.

1954
Référence : VAZA p.124

War veg ar wern kreiz e luc’he ur pikol boulouenn aour hag en disheol war doull an nor, edo an impalaer, ar sultan pe an emir – ra vezo graet gant pep hini an anv a garo d’al loen ! – ouzh hor gortoz.

1954
Référence : VAZA p.135

Un dro bennak p’edomp gant hon adverenn e kegin ar vereuri e tegouezhas ur bagad « toulloù riñset » evel ma ra diouto Jakez Konan, touristed diredet da welout gwele sant Erwan, ha pep hini da dapout ur gontell ha da droc’hañ ur skilfenn vat a goad dioutañ.

1954
Référence : VAZA p.143, notenn 1

Kentizh ha ma ’z oa aet an Impalaer hag e wreg d’o zoull e krogas ar c’hleron hag an taboulin da seniñ eus an eil penn al lestr d’egile, ha redek a reas pep den war vourzh d’ober diouzh e garg evit ar sav-eor [sav eor].

1954
Référence : VAZA p.162

Dre ne gave toull all ebet d’en em dennañ alese, rak n’helle besteodiñ nemet ger amañ, ger ahont pa veze goulennet digantañ e soñj, lavarout a reas kement-mañ d’an dimezell Brenchereau : Ur c’heneil am eus, emezañ, hag e plij dezhañ ivez an holl draoù emaoc’h o paouez komz diouto".

1954
Référence : VAZA p.179

Evel ul loen e varvin va-unanik war va c’hrec’h, ha kaset e vin d’an toull pell kent na zeui d’ar gêr.

1955
Référence : VBRU p.22

A-hend-all, gant m’o divije c’hoant da c’hounit o zammig kreun, arabat e veze d’ar re ar seurt ganin, nevez-zegouezhet e Moskov, menel kuzhet evel ur minoc’hig aonik en o zoull ; ezhomm o deveze da skeiñ dao-dao war an tomm ha d’ober bruderezh ar primañ gwellañ.

1955
Référence : VBRU p.60

Met pa vezen erru e toull ar porzh e huchent warnon : « Mat ! beaj vat dit bepred, Jarl, ha kas keloù dimp ur wech an amzer ! »

1955
Référence : VBRU p.9

Hogos war doull dor ar sal-debriñ e oa ur jeneral kozh-kozh – ha marteze ur feldmarschal, kit da c’houzout ! – o kanañ e begement d’ur soudardig ken stipet-kaer [stipet kaer] hag ar re am boa gwelet diouzh ar beure e kêr Aac’hen.

1955
Référence : VBRU p.31

Garv[-]daonet e oa an amzer hag en hor c’hoazez e oamp e-tal an oaled oc’h evañ kafe en-dro d’un tantad lann ha mouded a boazhe hon divrec’h hag hon divhar e-keit ma veze sklaset hor c’hein gant an avel silet a-vouchadoù dre doull ar c’hrignol.

1955
Référence : VBRU p.5

Mezhek a-walc’h e tlee bezañ evelkent an hini kablus, rak kerkent ha sonet gantañ e gloc’had e oa aet war-eeun d’e doull, petra bennak ma voe bet divizet e teuje du-mañ da glask e goan.

1955
Référence : VBRU p.7

Ma urzh zo groñs ; n'er c'hlevi ken : / E pe doull kuzh emañ an den ?

1960
Référence : PETO p39

Ma-un', munudik dirak an engroez, e oan chomet, em sav e toull ar jabarleg, da stardañ an dorn, peogwir e oa dleet ober evel-se, ma-unan, d'ar re a oa deut da reiñ testeni o c'hengañv?

1979
Référence : GLVD p.35

Ar miz toull en deus paket d'ar 27 e lez-varn Kemper ne seblant ket bezañ trawalc'h evit ar prokulor

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.3

Ha setu ma voent o-zri kaset d'an toull : unan eus hon deskidi a gollas e zoug-paperoù er c'harr-tan, hag ennañ e oa arc'hant bet fiziet er paotr evit paeañ tra pe dra.

1985
Référence : DGBD p70

D'ar mare ma oan du-hont e oa bet graet an toulloù kentañ pell en diabarzh, war ar Rembo Nkomi.

1985
Référence : DGBD P52

"Forzh penaos, me n'emaon ket e-sell da ober van da labourat, dav dit gouzout," a lavar din e toull an nor.

2015
Référence : EHPEA p66

Ne oa ket pell a-benn kavout toull ar straed strizh war-zinaou a gase, tamm-ha-tamm gant he derezioù digompez, betek ti Daniel, e foñs ur roñchig.

2016
Référence : BARAB p194

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne