Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Egorenn c'houllo en ur c'haled, digor un tu anezhañ. Un toull don. Strad an toull. Un toull mengleuz. Ar c'hi a furche e kement toull a gave. Diskenn ur c'horf-marv en un toull. Un toull simantet evit delc'her an hañvouez. [1878] Ur vadiziant en doa ivez da ober da Herve Gwaog, a Boull-ar-Foennog, hag ouc’hpenn, an oferenn a dlee da lavaret en nozvezh-se en un toull mengleuz, e-kreiz koad Mailhe. & Trl. skeud. Kouezhañ en toull izelañ : mont da baour. & Kavout un ibil da lakaat, da vountañ en toull, kavout ibil da bep toull : kavout ur respont da bep goulenn, un digarez da bep re bech. & Lakaat an tamm e-kichen an toull : faziañ. 2. Toull-roc'h : kev. & (db. ar menezioù-tan) Toull-diskarg : a zeu an danvezioù war-deuz, al ludu, ar gazoù berv anezhañ. & Toull-chafot : a reer en ur voger da reiñ harp da goadennoù ur chafot. 3. Dre skeud., PEMDEZ Plegenn fall. Diaes e vez disac'hañ eus toulloù evel-se. 4. Dre let. Emskiant eus ezvezañs ub. Un toull zo en ti bremañ pa'z eo marv e vab. B. 1. (db. al loened) Douarenn, lec'h annez. Al louarn en deus un toull. An aerouant o tont eus e doull. Un toull-gaz. Toull ar c'hi : e loch. [1878] « Mat, ret eo e kouskfent evel gozed en o zoulloù, pa ne zihunont ket, emeve en ur vont da gichen prenestr starn-an-daol. » & Trl. skeud. Evañ evel un toull-gaz : kalz. & Na gaout daou wenneg da deuler ouzh toull ur c'hi : bezañ paour-tre. & Kousket evel ur broc'h* en e doull. & Dre ast. (db. an dud) Mont d'e doull : sentiñ hag en em dennañ. & Kas ub. d'e doull : e gas diwar-dro. & PEMDEZ Ober e doull : kavout ul lec'h da chom, da annezañ. 2. (db. korf an dud hag al loened) Kavenn a zigor en diavaez. Toull ar skouarn. E lagad a oa aet kuit, gant un tamm lien e kuzhe an toull. & PEMDEZ Toull ar gouzoug : korzailhenn. Mont en dour betek toull e c'houzoug. & Trl. PEMDEZ Sevel uhel ar c'herc'h da doull e c'houzoug : dont da vezañ lorc'hus. & Toull kontrol, toull gaou, toull enep : kan an analañ. Aet eo an tamm boued en toull kontrol. & Toull fri : fronell. & Toull ar revr : fraezh. & Ent krenn Diwall da fregañ da doull o tozviñ. & Trl., DIZOARE Serriñ e doull : mervel. & PEMDEZ Kargañ e doull : evañ forzh. & Bezañ etre lost an diaoul ha toull e revr : en ur blegenn diaes-tre. & Hejer-e-doull : fougaser. 3. Dre verr., PEMDEZ Toull-bac'h. Lakaat ub. en toull. Alo, d'an toull da c'hortoz ma teuy ar c'homiser. 4. Izelenn, traoñienn. Kemper zo en un toull. II. A. Digor a-dreuz ur c'haled. Gra toulloù er follenn baper d'he lakaat er renkell. & Toull an alc'hwez : a lakaer an alc'hwez ennañ. Sellet dre doull an alc'hwez. & Tr. adv. War doull. Lakaat ur varrikenn war doull : he zoullañ. [1944] ha lakaet war doull peder barrikennad win ruz & Ent strizh Rog. Sell gwashat toull zo em laer. B. 1. Digor a reer en ur voger, en ur speurenn da lakaat un nor, ur prenestr. Toull an nor, toull ar prenestr. Toull ar gwele-kloz. & Toull ar c'hazh, toull-kazh : digor a reer e traoñ an dorioù dh., un dorikell warnañ, d'ar c'hizhier da dremen diouzh o c'hoant. & Toull-digor : ode zo en ur voger da dremen. Lezet e veze al loened dirak an toull-digor. 2. Dre ast. Ode, riboul, tremen. & Trl. Na vezañ toull serret ebet d'ub., d'ul loen bnk., toull stouvet ebet ouzh ub., d'ul loen bnk : gouest eo da vont dre gement lec'h zo. Ar yer-se n'eus toull stouvet ebet outo. & Kavout toull : kavout lec'h da dremen. An dour en deus kavet toull da zont er c'hav. & Dre skeud. Chom e toull ar c'hae : tremen hep ober udb. Holl ez eont d'an eured ha me a chom e toull ar c'hae. & Dre heveleb. Toull an hent : lec'h ma tigor un hent pe ma sko war un hent all. & Toull ar bourk : lec'h ma'z eer tre ennañ. & Dre skeud. (en e furm vihanaat) Toullig an noz : serr-noz. Me a yelo di e toullig an noz. III. A. 1. Kunuj. (goude un ak., un ag.) Ger a dalvez da ober anv eus an dud hervez o ferzhioù (fall dh.). Toull kamambre. Toull skragn. Toull ardoù. & Toull-sistr : den a gustum evañ kalz sistr. Toull-kafe. DHS. sac'h. 2. Ger a dalvez da ober anv eus al lec'h ma teu an amzer. An hanternoz hag ar reter; daou doull ar c'hler. Diskennet eo an avel e toull ar glav. An avel ne dec'h ket eus an toull-mañ. & Trl. Toull du ar bloaz : mare eus ar bloaz ma vez ar fallañ an amzer. Ne oa ket keloù skorn, daoust ma oad e toull du ar bloaz, e dibenn miz Kerzu. B. Impl. da stn. (dirak un ak.) Fall, dister. Un tamm toull ti. An toulloù tavarnioù-se. Un toull parrez. & (en e furm vihanaat) Ma zoullig kambr. C. Trl. 1. Bezañ en toull tostañ da ober udb. : bezañ tost-tre d'e ober. 2. Kavout toull da ober udb. : kavout an tu. & Klask toull da ober udb. : klask an tu d'e ober. 3. Trl. estl. Peoc'h en toull-se ! : peoc'h diwar-benn ar gaoz-se.

Skouerioù istorel : 
125
Kuzhat roll ar skouerioù

toull

1499
Daveenn : LVBCA p195 (treu, ou pertuys)

toull ar revr

1499
Daveenn : LVBCA p23, 176, 195 (le trou du cul)

toull ar grilh

1499
Daveenn : LVBCA p21-22, 88, 195 (le lieu ou habitent lez grillez)

toull ar gaerell

1499
Daveenn : LVBCA p22, 106, 195 (pertuis d-icelle beste [belette])

toulloù flank

1659
Daveenn : LDJM.1 pg flancs

toull

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pertuis, taniere, trou

toull bragoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg braguette

toulloù ar gazel

1732
Daveenn : GReg pg aisselle

gwerbl toull ar vorzhed

1732
Daveenn : GReg pg aine

toull

1732
Daveenn : GReg pg cavité

toulloù

1732
Daveenn : GReg pg cavité, fort (Fort, retraite d'une bête noire &c, p.), fosse (creux en terre, p.)

toulloù bolod

1732
Daveenn : GReg pg blouse (trou d'un tripot, où l'on jette les balles)

emañ ar bos gantañ, gwelet a reer ar vurbuenn e toull e vorzhed

1732
Daveenn : GReg pg (il a la peste, le) charbon (paroît en l'aine)

toull kizhier

1732
Daveenn : GReg pg chattiere

toull ar c'hazh

1732
Daveenn : GReg pg chattiere

toulloù kizhier

1732
Daveenn : GReg pg chattiere

toull ar c'hazh

1732
Daveenn : GReg pg chattiere

toull bolod

1732
Daveenn : GReg pg blouse (trou d'un tripot, où l'on jette les balles)

toulloù don

1732
Daveenn : GReg pg creux (cavité, profondeur)

toull don

1732
Daveenn : GReg pg creux (cavité, profondeur), enfoncement (cavité, lieu creux)

toull ar revr

1732
Daveenn : GReg pg cul (ou cu, l'anus, le siege, le fondement)

toull al lost

1732
Daveenn : GReg pg cul (ou cu, l'anus, le siege, le fondement)

toull ur viñs

1732
Daveenn : GReg pg écrou (trou dans lequel tourne une vis)

toull flank

1732
Daveenn : GReg pg flanc

toulloù flank

1732
Daveenn : GReg pg flanc (p.)

toulloù flank ar marc'h

1732
Daveenn : GReg pg flanc (Les flancs du cheval)

toulloù flank er jav

1732
Daveenn : GReg pg flanc (Les flancs du cheval, Van.)

toull

1732
Daveenn : GReg pg fort (Fort, retraite d'une bête noire &c.), fosse (creux en terre)

toulloù

1732
Daveenn : GReg pg fort (Fort, retraite d'une bête noire &c, Van., p.), fosse (creux en terre, Van., p.)

toull an alc'hwez

1732
Daveenn : GReg pg forure (le trou de la clef)

toull al logodenn

1732
Daveenn : GReg pg fraude (Le lieu où l’on vend quelque chose en fraude.)

toull ar c'had

1732
Daveenn : GReg pg gîte (le lieu où se couche le lievre, & où il retourne toûjours.)

dibriñ hag evañ bede toull ar c'hargadenn

1732
Daveenn : GReg pg gorger (se gorger de viandes.)

dibret hag evet bede toull ar c'hargadenn

1732
Daveenn : GReg pg gorger (se gorger de viandes, pp.)

toull an gazel

1732
Daveenn : GReg pg aisselle

toull ar vorzhed

1732
Daveenn : GReg pg aine

toull an nivorzhed

1732
Daveenn : GReg pg aine

toull ar foñs

1732
Daveenn : GReg pg anus

toull doun

1732
Daveenn : GReg pg fosse (Fosse profonde.)

toull an hoc'h-gouez

1732
Daveenn : GReg pg bauge (retraite des sangliers, & autres bêtes noires)

toulloù ar moc'h-gouez

1732
Daveenn : GReg pg bauge (retraite des sangliers, & autres bêtes noires)

poulzañ ur bolod en toull

1732
Daveenn : GReg pg blouser (pousser une bille, ou une balle dans la blouse)

toull ar c'houlaouenn

1732
Daveenn : GReg pg bobèche (partie du chandelier où se met la chandelle)

toull ar c'hantolor

1732
Daveenn : GReg pg bobèche (partie du chandelier où se met la chandelle)

ret eo skarzhañ toull ar c'houlaouenn

1732
Daveenn : GReg pg (il faut curer la) bobèche

ret eo skarzhañ toull ar c'hantolor

1732
Daveenn : GReg pg (il faut curer la) bobèche

toull bont

1732
Daveenn : GReg pg bondon (le trou du tonneau qui est bouché)

toulloù bont

1732
Daveenn : GReg pg bondon (le trou du tonneau qui est bouché)

toull ar bont

1732
Daveenn : GReg pg bondon (le trou du tonneau qui est bouché)

an toull-bont

1732
Daveenn : GReg pg bondon (le trou du tonneau qui est bouché)

stoufet an toull bont

1732
Daveenn : GReg pg bondonner (boucher le bondon d'un tonneau)

toull saout

1732
Daveenn : GReg pg breche (ouverture dans un fossé pour le passage d'une seule bête à la fois)

toulloù saout

1732
Daveenn : GReg pg breche (ouverture dans un fossé pour le passage d'une seule bête à la fois)

toull ar busk

1732
Daveenn : GReg pg busquiere

an toull tan

1732
Daveenn : GReg pg (la lumiere d'un) canon

toull lern

1850
Daveenn : GON.II.HV pg toull (-lern)

darev eo bet dezho bezañ mouget gant an drougavel a save eus an toull

1850
Daveenn : GON.II pg droug-avel

toull

1850
Daveenn : GON.II pg toull + pg 16 "trou"

toulloù

1850
Daveenn : GON.II pg toull + pg 16 "des trous"

toull gaou

1850
Daveenn : GON.II pg sutel (-ar-gouzouk)

Ret eo barrañ an toull-se.

1850
Daveenn : GON.II pg barra (Il faut combler ce trou).

toulloù-taouarc'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg toull (-daouarc'h)

toull daouarc'h [sic]

1850
Daveenn : GON.II.HV pg toull (-daouarc'h)

toull diwad

1850
Daveenn : GON.II pg toull (-diwad)

toull gaou

1850
Daveenn : GON.II pg toull (-gaou), treûz (-gouzouk)

toull plouz

1850
Daveenn : GON.II pg toull (-plouz)

Sellout a ra dre doull an nor.

1850
Daveenn : GON.II p.97, livre second, "Il regarde par le trou de la porte".

Ret eo brasaat an toull.

1850
Daveenn : GON.II pg brasaat (Il faut agrandir le trou).

kouezhet eo en toull

1850
Daveenn : GON.II pg toull

toull kazel

1850
Daveenn : GON.II.HV pg toull-kazel (Le creux de l'aisselle, le gousset).

Oc'h e glevet, / Piltrotig en un toull, ar goulm en ur wezenn / Hag an heizez er c'hoad a dec'h evel un tenn.

1867
Daveenn : MGK p48

Mezh dezhañ pa wele / Un den kaezh reuzeudik o c'houlenn peadra / Da c'holeiñ e groc'hen, da gaout un tamm bara / Ha lavaret a rae dezhañ e toull e zor : / — « Deut, mignon, 'tal an tan, deut a-fo er goudor !

1867
Daveenn : MGK p118

Logodenn gêr e daou lamm-krenn / Zo en he zoull ; e-lec'h eben, / Ne c'houie eno an ardremez, / A skrab, a dro leun a enkrez.

1867
Daveenn : MGK p128

Evel a reont, pa n'hellit ket, / Ar gelenn a roan deoc'h, bremañ e berr gomzoù, / Eo en em zastum e toulloù 'r mogerioù.

1867
Daveenn : MGK p16

Ar perc'henn adarre / A zistro da c'houlenn he zoull, he zi, he c'hambr.

1867
Daveenn : MGK p108

An toull en doa goloet, evel ma oa ar c’hiz, gand skourroù bihan, delioù sec’h ha raden glas, evit kuzhet e draped.

1877
Daveenn : EKG.I. p.152

E Landreger, toull an nor-dal, / En iliz-veur Sant-Tudual, / Pa son klemmus an hanternoz, / E oa daoulinet un den kozh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.25

E-kreiz an toull en doa plantet ur peul spern-du, lemmet mat e veg, evit toullgofañ ar vleizez ma vije kouezhet eeun warnezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.151-152

Klevet mat a rae e sakrist, mes kaout a rae dezhañ e krene e vouezh ouc’h her gervel. Hag, evit gwir, ar sakrist n’oa ket deuet c’hoazh mat a-walc’h ennañ e-unan hag e chome e c’her e dor toull e c’houzoug.

1877
Daveenn : EKG.I. p.118-119

Er c’hiz-se a rae an noblañs kozh. Evit kaout digant Doue ar pardon eus o fec’hedoù, evit reiñ bara ha dilhad d’ar paour, mignon Doue war an douar, e roent lod eus o leveoù da venec’h ha n’o doa da ober nemet pediñ Doue evit o madoberour, ha labourat an douar a-dro-war-dro, roet dezho, evit en em vevañ o-unan, ha reiñ bara d’an neb a deue da c’houlenn da harz toull o dor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.34

Ur vadiziant en doa ivez da ober da Herve Gwaog, a Boull-ar-Foennog, hag ouc’hpenn, an oferenn a dlee da lavaret en nozvezh-se en un toull mengleuz, e-kreiz koad Mailhe.

1878
Daveenn : EKG.II p.82

« Mat, ret eo e kouskfent evel gozed en o zoulloù, pa ne zihunont ket, emeve en ur vont da-gichen prenestr starn-an-daol. »

1878
Daveenn : EKG.I. p.41

Ma ! eme Yann, un dra a zo, / A ra da'm skiant mont en-dro : / Ar memez Doue ‘n eus hon groet ; / gant ar memes pri omp meret. / Darn, koulskoude, ‘zo pinvik-mor, / Darn ‘met dienez toull o dor ; / Hemañ skedus e blanedenn, / Ha hennezh luiet e gudenn. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Un den deus Trelêvern en nevoa kuzhet ‘barzh un toull moger ur bilhed kant lur. Pa deuas d’e doull da glask e arc’hant e oa bet debret gant ar razhed.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

E toull an aber e voe taget o listri gant ur barrad-amzer, hag int bet hanteraozet hepken gant berrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid.

1923
Daveenn : SKET p.117

Ar re a ven, a lufr hag a liv ar mein, hag a sav ganto palezioù ha keodedoù, ar re-se eo gouennoù du ha dic’hlan ar bed ; ouzh o sevel, gwall doulloù eo a aozont d’an astuz ha d’an erevent.

1923
Daveenn : SKET p.51

Digoret-frank e veze ivez an toull-moged war an doenn anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.65

Er goañv e kleuzont toulloù en douar pe e-kreiz an teil hag e c’hourvezont e-barzh d’en em virout diouzh an anoued (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.66

Eno ’ta, en unan eus an tier bihan-se, harp ouzh ur garreg, goloet e doenn a draezh, traezh betek toull an nor, — e c’hanas Bilzig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Kroc’hen ar c’had a zo bet siket gant ar vugale en un toull don e-barzh o liorzh. Piv ac’h aio eno d’e c’hlask ? Den ebet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

Hemañ a oa azezet ouzh taol ar sal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-gleiz, ar c’hure, an daou archer, hag ar sakrist en toull an nor, hag er-maez, el liorzh, ar vugale hag o zud, war an daol, dirak ar barner, div wialenn aozilh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

Na gwelet hoc’h eus-hu ur vorgazhenn en he zoull, en ur poull, oc’h heoliañ, ya, oc’h heoliañ ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.111

toull aveler

1927
Daveenn : GERI.Ern pg avel

toull tommder

1931
Daveenn : VALL pg bouche (de chaleur)

frankaer toulloù

1931
Daveenn : VALL pg alésoir

aet eo an tamm dre an toull gaou

1931
Daveenn : VALL pg avaler

war e vrusk e toull ur prenestr

1931
Daveenn : VALL pg appuyé (sur la barre d'une fenêtre)

toull avel

1931
Daveenn : VALL pg aération

toull roc'h

1931
Daveenn : VALL pg abri (sous roche)

toull korzenn

1931
Daveenn : VALL pg ame (d'un canon)

toull mein-glas

1931
Daveenn : VALL pg ardoisière

toull ar vorzhed

1931
Daveenn : VALL pg aine

toull

1931
Daveenn : VALL pg alvéole, bauge

n'eus ket a doulloù talar em penn

1931
Daveenn : VALL pg (je ne suis pas) bouché (au fig.)

toull gwenan

1931
Daveenn : VALL pg alvéole

— « Meû-eûh ! » a reas ur vouezh c’hros e toull o divskouarn.

1944
Daveenn : ATST p.21

Al lec'h a garen ar muiañ mont da welout a-vihanik a oa tosenn Sant-Weltaz, tosenn Rozpelem, ha Toull ar boned ruz.

1944
Daveenn : EURW.1 p16

Pa oan bihan e weled toull ur c'haran war bord hent Mil-ar-Prad, hag ac'h ae dindan an douar betek kavioù ar c'hastell-kreñv, hag a roe an tu d'an difennourien da vont kuit dre guzh, ma vijent e riskl da vezañ paket.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Ha me ha son ar c’hloc’h bihan e toull ar gloued, hag ur wreg oadet ha dont en ur jilgammañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.91

Pa welas mamm ma c’hambr, e chomas sabatuet. – « Ne c’houlan ket », emezi, « e chomfes en toull-se ». – « Graet [e]m eus marc’had ». « N’eus forzh avat, paeet e vo ur miz mar bez ret, met aze ne chomi ket. Ur wech bennak e c’hallfes bezañ lazhet pe laeret er c’hoz toull born-se ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.136

Ar meuzoù a zo puilh ha fetis : lazet 'z eus bet daou gole, ha lakaet war doull peder barrikennad win ruz [.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.168

— « Nann, sur, ma ’z eus roc’h e toull he gouzoug, n’eo ket marv c’hoazh. Mes, peoc’h ! ni a ra re a drouz… »

1944
Daveenn : ATST p.62

Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.

1944
Daveenn : ATST p.44-45

Pa laboure Job er park e veze gwelet, kerkent, Lom e toull ar gloued.

1944
Daveenn : ATST p.26

Pa'z aed pell da-heul an toull, en em gaved gant un nor houarn ; a-drek an nor e oa loch ur ramz a veze graet ar Boned Ruz anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p17-18

Tremen a reas e-biou da di Job. Ober a reas e toull an nor : — « Ho ! ho ! »

1944
Daveenn : ATST p.27

Da dad a roio dilez evidout, ha sell e vimp eürus holl a-gevret en hon toull.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

Ouzh tor ar menez, e goudor teñval un toull-roc'h, kenaozet gant daroù-ben, mo[u]est atav, hag ur stank a doennad ili[a]v ha gwez kelenn, e oa ur feunteun vras dour rielet [sic, riellet] ha sklaer e-giz lagad an naer.

1949
Daveenn : SIZH p.52-53

Ma urzh zo groñs ; n'er c'hlevi ken : / E pe doull kuzh emañ an den ?

1960
Daveenn : PETO p39

Ma-un', munudik dirak an engroez, e oan chomet, em sav e toull ar jabarleg, da stardañ an dorn, peogwir e oa dleet ober evel-se, ma-unan, d'ar re a oa deut da reiñ testeni o c'hengañv?

1979
Daveenn : GLVD p.35

Ar miz toull en deus paket d'ar 27 e lez-varn Kemper ne seblant ket bezañ trawalc'h evit ar prokulor

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.3

D'ar mare ma oan du-hont e oa bet graet an toulloù kentañ pell en diabarzh, war ar Rembo Nkomi.

1985
Daveenn : DGBD P52

Ha setu ma voent o-zri kaset d'an toull : unan eus hon deskidi a gollas e zoug-paperoù er c'harr-tan, hag ennañ e oa arc'hant bet fiziet er paotr evit paeañ tra pe dra.

1985
Daveenn : DGBD p70

"Forzh penaos, me n'emaon ket e sell da ober van da labourat, dav dit gouzout," a lavar din e toull an nor.

2015
Daveenn : EHPEA p66

Ne oa ket pell a-benn kavout toull ar straed strizh war-zinaou a gase, tamm-ha-tamm gant he derezioù digompez, betek ti Daniel, e foñs ur roñchig.

2016
Daveenn : BARAB p194

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial