Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Lec'h ma kuzher ub., udb., ma kuzh ub. Diskuliañ toull-kuzh ub. Kavet en doa un toull-kuzh eus an dibab da lojañ e deñzor. & Trl. C'hoari toull-kuzh : c'hoari ma rank unan eus ar c'hoarierien kavout ar re all zo kuzhet. HS. kuzh, kuzhiadell.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Mes, siwazh ! goude bezañ klasket e pep lec’h, goude bezañ torret an holl armelioù, goude bezañ furgutet kement toull-kuzh a yoa dre al leandi, ne gavjont ket ur gwenneg.

1877
Daveenn : EKG.I. p.41

He c’hoar-gaer Mari Kreac’h hag hi en em glevas evit ober un toull-kuzh da reiñ lojeiz d’ar veleien harluet.

1878
Daveenn : EKG.II p.179

En ur c'hortoz Dimitriou da erruout e pellgomzan da c'hGikas hag e lavaran dezhañ hon eus kavet toull-kuzh Nasiotis.

2015
Daveenn : EHPEA p389

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial