Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. Toullañ kof ub., ul loen bnk., evit e lazhañ dh. Toullgofañ ub. gant ur forc'h. Lemmet en doa ur peul evit toullgofañ ar bleiz. [1877] Ar seizh chouant a lammas en ti, baionetez o fuzuilh a-raok evit toullgofañ an hini en dije esaet enebiñ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag ar bleiz da gregiñ, da sachañ endra c'hell, / Hag ar wareg o tizantell / Da stlepel ac'hano paotr ar bouzelloù ein / Toullgofet treuz-didreuz, marv-mik war e gein.

1867
Daveenn : MGK p99

Ar soudarded, pep hini en e renk, a lamm warnomp ; skeiñ a reont a-gleiz hag a-zehou, kas a reont tud d’an traoñ, toullgofiñ a reont hemañ, dallañ a reont henhont, terriñ a reont e c’har da un all...

1877
Daveenn : EKG.I. p.270-271

Ar seizh chouant a lammas en ti, baionetez o fuzuilh a-raok evit toullgofañ an hini en dije esaet enebiñ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.121

E-kreiz an toull en doa plantet ur peul spern-du, lemmet mat e veg, evit toullgofañ ar vleizez ma vije kouezhet eeun warnezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.151-152

toullgofañ

1924
Daveenn : SKET.II p.143 « Geriadurig », "éventrer".

D’an daoulamm-ruz ez eas dezho ar moc’h-gouez ouzh o eilpennañ hag o zoullgofañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

toullgofañ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIII, XXXVIII

Met ken gouez ha ma’ z eo e gwirionez pep den, e teuer gwell [gwall] abred d’en em ober ouzh ar paour kaezh merzherien, ar c’hezeg o sachañ war o lerc’h o bouzelloù, ouzh beogadennoù ar c’hole pennfollet, ouzh ar poulladoù gwad o kaoulediñ war draezh ar redlec’h, ha ret eo din anzav, mar bije bet degouezhet d’al loen lemmgornek toullgofañ unan eu[s] ar vourevien a lamme hag a zifrete e[n]-dro dezhañ, blejet am bije moarvat, ken birvidik hag ar Veksikaned : Olle, Olle, bravo toro !

1954
Daveenn : VAZA p.98-99

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial