Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Kell prizon. 2. Dre ast. Savadur kloz-mat ma talc'her an dud kondaonet pe war-c'hed eus o barnedigezh. Kas, lakaat ub. en toull-bac'h. HS. bac'h, kloz, prizon. II. Dre ast. Kastiz m'eur barnet da dremen keit-mañ-keit en ur prizon. Bezañ barnet d'ur bloavezh toull-bac'h. Pakañ c'hwec'h miz toull-bac'h. ES. frankiz.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

toull-bac'h

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bac'h2

Bountet e vezent en toull-bac'h, da gentañ[,] ha kondaonet d'ar « bara sec'h » ha d'an daoulinañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

Un toull-bac'h ?.. Doue ra viro ! Ar c'hreñvlec'h savet gant an Aotrou evit e Zibabidi, ne lavaran ket.

1949
Daveenn : SIZH p.46

D'ar poent-se e ranker menegiñ e vo tu da rannañ priz an telloù-kastiz etre an holl dud, ar pezh na vo ket tu d'ober ma vez kondaonet hini pe hini da vont d'an toull-bac'h...

2015
Daveenn : DISENT p90

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial