Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1850, 1931] Lec'h kloz hag enk, mougus. 2. Dre heveleb. [1850] Kell prizon enk ha teñval. Lakaat tud da vreinañ er bac'hioù. & Dre ast. Prizon. Lakaat, serriñ, klozañ, delc'her ub. er vac'h. DHS. kloz. HS. toullbac'h. 3. Ti kloz ma lakaer al loened. Lakaat ur vuoc'h, ul loen er vac'h.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Seizh miz on bet er vac'h.

1850
Daveenn : GON.II pg bâc'h (J'ai été sept mois au cachot).

Bac'h

1850
Daveenn : GON.II pg bâc'h (Lieu renfermé, sans air ni clarté. Prison. Cachot).

Bac'hioù

1850
Daveenn : GON.II pg bâc'h (Lieu renfermé, sans air ni clarté. Prison. Cachot. Pl.)

Goude dont da vezañ lorgnezh, / Mezh ar vro ha gouli ar bed, / Gant o gwall reverzhi nec'het, / Ez eont, sammet a dorfejoù, / Da vreinañ er vac'h[,] oc'h 'r c'hefioù.

1867
Daveenn : MGK p130

bac'h

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bac'h (Lieu renfermé, prison).

bac'h

1931
Daveenn : VALL pg (endroit où l')air (manque, ne circule pas)

Goude ho pazhata, / Hag ho terc'hel er vac'h en ur stad truezus, / ' Rankoc'h, a-berzh Bro-C'hall, gouzañv marv mezhus.

1960
Daveenn : PETO p48

Nasion, gast a blac'h, Dre c'hilhotin pe vac'h, D'ar c'hêz [kaezh] harluad ne ri nac'h Kelenn Jezuz d'an dud.

1960
Daveenn : PETO p21

N'eo ket abalamour d'an dra-se eo reizh implijout doareoù ha n'int ket ken feuls evel, da skouer, plantañ tan en tourterioù a vo implijet da sevel ur c'hamp-bac'h nevez.

2015
Daveenn : DISENT p66-67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial