Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Zo un toull, toulloù (I A 1 ; II A 1, 2) ennañ, zo bet toullet. Toull eo ma bragoù, ma roched. Toull eo toenn an ti. Ar sac'h-se zo toull. Un alc'hwez toull : zo un toull en e c'har. & Kador-doull : kador gant un toull aozet evit lakaat ur pod-kambr. 2. Trl. skeud. (db. an dud) Bezañ toull e deod : bezañ troet da adlavaret kement a glev. & Bezañ toull e zaouarn : bezañ ur gwall zispigner. & Toull eo ar billig tu pe du : ret eo kaout disfiz, udb. tort zo. II. Dre let. 1. Zo heverz ezvezañs ub. ennañ. Bremañ p'eo aet kuit e kavan toull an ti. 2. Dister, tamm talvoudegezh ebet dezhañ. Ul lezenn doull. Digarezioù toull. 3. (db. an heol) Gwenn ha gwan ar sklêrijenn anezhañ.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

faltazioù mean, treuz, born, toull

1732
Daveenn : GReg pg (imaginations) creuses

toull

1732
Daveenn : GReg pg cave (concave, creux)

koloenn doull

1732
Daveenn : GReg pg chalumeau (tuyau de blé)

kogloa doull

1732
Daveenn : GReg pg écumoire (ustencile de cuisine)

n'eo ket toull a-walc'h ar poull

1850
Daveenn : GON.II pg toull

Ho sae a zo toull.

1850
Daveenn : GON.II p.65

toull

1850
Daveenn : GON.II pg kleûz, toull

toull eo ho sae

1850
Daveenn : GON.II pg toull

An den, pa voe distro, / A gavas toull he sac'h, 'vel ar roued goullo, / Setu penaos, a lavarer, / E voe an eilvet gwech paket ar chaseer.

1867
Daveenn : MGK p49

Diouto [diouti -mamm-] pell-pell ma vec'h kaset, / Ha gant tud kriz ma vec'h stlapet / En un toull don hep sklêrijenn, / Hep na ve den en ho kichen ?

1867
Daveenn : MGK p110

Rak petra he divije-hi aon ? Petra he doa-hi da goll ? N'he doa ket un diner toull war hec'h anv, hag, evel e lavare d’he amezeien, gwelloc’h e kave mont gant Doue d’he Varadoz, eget bevañ war an douar er baourentez en ur stlejañ he gar gamm war he lerc’h dre ma’z ae.

1877
Daveenn : EKG.I. p.194

Ne dlee ket soñjal, kennebeut, e oa kalz arc’hant en e c’hodelloù, rak ouc’hpenn ma’z oa toull e zilhad e meur a lec’h, e vije bet nec’het an hini en divije ranket lavaret pe liv en doa bet an tamm mezher kentañ en doa gwriet ar c’hemener p’edo oc’h ober ar porpant-se, ker peñseliet e oa.

1877
Daveenn : EKG.I. p.191

Ur gozh kastolorenn doull a oa war ar bern teil. — Stagomp anezhi dezhañ ouzh e lost ! eme Bilzig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1029 (Gouere-Eost 1924)

roc'h toul

1931
Daveenn : VALL pg abri

— « C’hwi a baeo anezhi. Tri c’hant lur eo koustet. » — « Ne roin ket deoc’h ul liard toull zoken. Me eo a c’houlenno diganeoc’h… tri c’hant lur. »

1944
Daveenn : ATST p.110

An eil diaoul. — « Toull e veze lezet e valetenn, ha toull e c’hodelloù gant aon en dije kemeret ur gwenneg eus an armel. »

1944
Daveenn : ATST p.58

Seblant glav edo. Lakaet ho poa ur c'helorn dindan an doenn. Dihuniñ a rit en noz, hag e klevit an tik tik tek disingal. N'eo ket c'hoazh goloet foñs ar c'helorn, a soñjit. Dizale e paouezo ar muzik hegasus-mañ. - Ne baouez ket an tik tik tek tek... Betek ar beure... Ho kelorn oa toull !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88 p. 43, Anjela Duval

Ur wech ouzhpenn hon eus klevet kaozioù toull ha gevier gros digant begoù brammerien Baris.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

"Un enklask toull" a lavaront "hag an disoc'h anezhi [sic] anavezet en a-raok".

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.2

Evel-se e vo ret d'hoc'h enebourien lakaat kred er pezh a lâront deoc'h ha neket distagañ komzoù toull na klask gounit amzer.

2015
Daveenn : DISENT p141

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial