Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Rousin treuzwelus zo meur a seurt anezhañ hag a denner eus gwez zo, anezho avalpineged zo ha tourmantinenned dh., ouzh o skejañ. & Gwez-tourmantin : tourmantinenned. 2. Dre ast. Liñvenn zo strilhet diwar ar rousin-se end-eeun hag a implijer evit teuziñ an druzoni, oberiañ gwernis, distrempañ al livioù. & Eoul tourmantin : al liñvenn-se end-eeun.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c’hwez galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenoflez, ar c’harzhiadoù beuz [sic "ar garzhiadoù"], ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn.

1949
Référence : SIZH p.39

E-lec'h chom da bleustriñ war e gentel, ur « Vuhez ar Sent », gant Bollandistiz [sic], er sal-studi, e oa pignet da aveliñ e benn en amc'houlou balzamek gwez tourmantin an dorgenn.

1949
Référence : SIZH p.47

tourmantin

1954
Référence : VAZA p.193 geriou tregeriat rik (e galleg) "mélèze".

Bez’ eus a bep tu dezho ur menez meinek, pikoloù re a-wechoù, gant koadeier stank eus an traoñ d’an nec’h, gwez-bezv ken lintrus hag arc’hant, sapr ha tourmantin eeunoc’h ar c’hef anezho eget korzennoù dir : alese e veze tennet gwechall ar gwellañ gwernioù evit al listri-dre-lien.

1954
Référence : VAZA p.163

L'Office public de la langue bretonne