Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Rousin treuzwelus zo meur a seurt anezhañ hag a denner eus gwez zo, anezho avalpineged zo ha tourmantinenned dh., ouzh o skejañ. & Gwez-tourmantin : tourmantinenned. 2. Dre ast. Liñvenn zo strilhet diwar ar rousin-se end-eeun hag a implijer evit teuziñ an druzoni, oberiañ gwernis, distrempañ al livioù. & Eoul tourmantin : al liñvenn-se end-eeun.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c’hwez galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenoflez, ar c’harzhiadoù beuz [sic "ar garzhiadoù"], ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn.

1949
Daveenn : SIZH p.39

E-lec'h chom da bleustriñ war e gentel, ur « Vuhez ar Sent », gant Bollandistiz [sic], er sal-studi, e oa pignet da aveliñ e benn en amc'houlou balzamek gwez tourmantin an dorgenn.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial