Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Poan vras. An tourmant o deus ar re zaonet. DHS. displijadur, enkrez. ES. ebat (G.), plijadur. 2. Trouz bras, cholori. Ar c'hri hag an tourmant a ra ar re zaonet. HS. safar, todion, tourni, tousmac'h. 3. Gwallamzer. Sevel a ra tourmant. N'eo ket avel a ra homañ, tourmant ruz ne lavaran ket. II. G. A. 1. Poan vras a gorf pe a spered. A bep seurt tourmantoù ha poanioù. & Trl. Bezañ un tourmant ober udb. : bezañ poanius-kenañ e ober. Honnezh zo un tourmant bevañ ganti. DHS. enkrez. ES. ebat (G.), plijadur. 2. Barrad gwallamzer. Un tourmant a oa, a lakae ar skolaj-holl da grenañ. B. Dre skeud. Den torr-penn. Hennezh zo un tourmant. HS. atahiner, hegazer, torr-revr, trabaser.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

tourmant

1499
Daveenn : LVBCA p195 (idem)

24. Ha hi lavaret : [«] Na zifer ket egzekutiñ kement tourmant az eus soñjet, rak me ne zeziran ken tra nemet ofrañ da Zoue ma c'hig ha ma gwad evel maz eo bezet en em ofret evidon, rak eñ eo ma Doue, ma fastor ha ma fried[. »]

1576
Daveenn : Cath p19-20

Neuze, an impalaer, leun a frenezi, a lavaras dezhi : « Choaz unan a zaou : daoust dit pe te a sakrifio hag ez vevi ha pe [te] a anduro tourmañchou iskis ha ma vezi distrujet[ ? »]

1576
Daveenn : Cath p19

[«]Bizviken evit komzoù kazr[,] na tourmanchoù ne c'hallhen bezañ ravoket e garantez.[»]

1576
Daveenn : Cath p16

tourmant

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gesne, tourment

13. Pa sellin ouzh an tourmañchoù / Eus ho mab JEZUZ, va Aotrou, / Grit din neuze geneoc'h gouelañ / En ur gaout truez outañ.

1677
Daveenn : Do. p68

an diaouloù hag ar re gollet a soufro tourmañchoù eternal, a c'houzañvo poanioù eternal

1732
Daveenn : GReg pg (les diables, & les damnez souffriront des peines) éternelles

arru eus tourmant

1732
Daveenn : GReg pg (il s') éleve (une tempête)

sevel a ra tourmant

1732
Daveenn : GReg pg (il s') éleve (une tempête)

tourmañchoù bras ha prim

1732
Daveenn : GReg pg bourasque (tempête soudaine & violente)

tourmant bras ha prim

1732
Daveenn : GReg pg bourasque (tempête soudaine & violente)

tourmant

1732
Daveenn : GReg pg gène (torture, question qu'on donne à un criminel)

tourmant

1909
Daveenn : BROU p. 431 (Signifie aussi tempête)

Tourmant Sant-Vazhe, a-raok pe goude

1909
Daveenn : BROU p. 431 (un proverbe dit : tempête avant ou après la [pointe] S. Mathieu)

Tourmant ruz. An avel a c’hwibane, a skrije, a yude en drisoù, en obañchoù. An taolioù-mor a strope hag a frege war diaraog ar Vran. N’eus forzh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.171

Miz Du, miz Kerdu : glav, avel, tourmant ruz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.108

Emañ an tourmant ruz o c'hourdrouz sailhañ warnomp.

2015
Daveenn : EHPEA p233

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial