Hag abaoe, gant ar Gontez, eo bet karet ar wreg a-zoare, ar plac’h a skiant-vat, ar vamm war dal pehini an nec’hamant, an dienez o devoa moullet nerzh he c’halon, ar vamm dilezet gant an holl, ha pehini he devoa poaniet, douget he bec’h (pegen pounner koulskoude) hep klemm, evurus pa wele he bugale o kreskiñ drant ha ye, evel peder gwezennig, deut an amzer-nevez.
Evel ma ouzon dre anaoudegezh vat penaos Bilzig, eus e hanv Y. Tanguy, a zo bet ur paotr mat evit e vamm Izabel, evel ma eo bet atav evidon ur martolod mat hag un den a-zoare hag a skiant-vat, e fell din reiñ dezhañ va holl feadra evit hen skoazellañ, evit reiñ dezhañ ar sikour en devo ezhomm evit kendelc’her da vezañ un den fur, un den a vadelezh, evit ma teuio da vezañ ur gwaz, talvoudek d’e dud ha d’e vro.
Ha n’eo ket gant landourc’hennoù, gant kantouilhennoù a-vicher o deveze d’ober, evel ma kredfe deoc’h ; nann da, gant merc’hed ar bobl, ne lavaran ket, met gant plac’hed dereat hag a-zoare.
Met daou-ugent vloaz ’zo, tanfoeltr Itron ebet - ha hi o paouez kouezhañ eus lost ar c’harr – n’he divije kredet bale kêr hep un tog a-zoare gant plu, bleunioù, frouezh pe evned e-leizh warnañ ; anez-se, nag a fae e-touez ar Barizianed : « Fi donc ! emezo en ur gammañ o beg, une femme en cheveux ! »
Pa vo ezhomm e gwirionez eus ur porzh a-zoare, e vo kavet donderioù aesoc'h en Owendo, peder lev pelloc'h e tu ar gevred.
Ur gwaz a-zoare ac'h eus, graet ec'h eus studioù hag a lakafe meur a hini da gemer gwarizi.
Mots précédents
Mots suivants
a-zoare-vat