1. (db. an dud, o emzalc'h, o c'homzoù)
Zo enep ar boazioù pe ar reolennoù a rener diouto an darempredoù, ar vuhezegezh vat.
Ur respont dizoare en deus roet. Ober traoù dizoare ha mezhus. Kavout dizoare c'hwitellat e-ser tud all. Dizoare e vez e-keñver e gerent.
HS. diseven, rust.
2. (db. an traoù)
N'eo ket brav na plijus e stumm.
Dilhad dizoare a oa en-dro dezhañ.
HS. disneuz, divalav.
Référence :
GON.II
pg dizoaré (Informe. Difforme. Sans apparence. Mal fait. Bizarre. Singulier) + p.6 introduction ; informe
Dizoare eo an dra-se.
Dizoaré eo ann drâ-zé.
1850
Référence :
GON.II
pg dizoaré (Cela est informe).
Koulskoude, gwechall, ne oa ane[zh]añ nemet ur c'hozh tamm min, ur veskailhez lous ha dizoare : bec'h e vije bet krediñ d'an neb en dije en gwelet evel-se, e vije bet eno danve[z] un tamm houarn
Koulskoude, gwech-all, ne oa anean nemet eur c'hoz tamm min, eur veskaillez louz ha dizoare : bec'h e vije bet o kredi d'an neb en dije hen gwelet evel-ze, e vije bet eno danve eun tamm houarn
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnoù o tarc’haouiñ taolioù pounner en dour gant o lostoù divent hag o nesaat d’ar vag.
Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnou o tarc’hoï taoliou pounner en dour gand o lostou divent hag o nesaat d’ar vag.
1923
Référence :
SKET
p.110
dizoare
1931
Référence :
VALL
pg (bizarre) biscornu, bizarre (et laid)
Petra 'ta, o mestr randoner, / Kozh ranezenn ha sarmoner, / A beg ennoc'h ken dizoare ?
Petra 'ta, o mestr randoner, / Koz ranezenn ha sarmoner, / A beg ennoc'h ken dizoare ?