Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud, o emzalc'h, o c'homzoù) Zo enep ar boazioù pe ar reolennoù a rener diouto an darempredoù, ar vuhezegezh vat. Ur respont dizoare en deus roet. Ober traoù dizoare ha mezhus. Kavout dizoare c'hwitellat e-ser tud all. Dizoare e vez e-keñver e gerent. HS. diseven, rust. 2. (db. an traoù) N'eo ket brav na plijus e stumm. Dilhad dizoare a oa en-dro dezhañ. HS. disneuz, divalav.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

dizoare

1850
Daveenn : GON.II pg dizoaré

dizoare eo an dra-se

1850
Daveenn : GON.II pg dizoaré

dizoare

1850
Daveenn : GON.II p.6 introduction ; informe

Koulskoude, gwechall, ne oa ane[zh]añ nemet ur c'hozh tamm min, ur veskailhez lous ha dizoare : bec'h e vije bet krediñ d'an neb en dije en gwelet evel-se, e vije bet eno danve[z] un tamm houarn

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnoù o tarc’haouiñ taolioù pounner en dour gant o lostoù divent hag o nesaat d’ar vag.

1923
Daveenn : SKET p.110

dizoare

1931
Daveenn : VALL pg (bizarre) biscornu, bizarre (et laid)

Petra 'ta, o mestr randoner, / Kozh ranezenn ha sarmoner, / A beg ennoc'h ken dizoare ?

1960
Daveenn : PETO p64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial