I.
Greunenn draezh.
Ken lies a elfenn hag a draezhenn zo war bep aod ar bed.
II.
1. Bern traezh a zeu ar gribenn anezhi tost da c'horre an dour pe uheloc'hig eget gorre an dour.
HS. reuzeulenn-draezh.
2. Ent strizh
Riblennad an tostañ d'an dour mor war an aod.
Tremen e amzer o rouzañ war an draezhenn. Mastaret eo bet an traezhennoù a-hed an aod gant an eoul-maen.
DHS. aod.
Référence :
GReg
pg banc (de sable, amas de sable sous l'eau)
traezhennoù
treazennou
1732
Référence :
GReg
pg banc (de sable, amas de sable sous l'eau), écueil (banc de sable)
traezhenn
treazenn
1732
Référence :
GReg
pg écueil (banc de sable)
traezhenn
tréazen
1850
Référence :
GON.II
pg tréaz, tréazen
traezhennoù
tréazennou
1850
Référence :
GON.II
pg tréaz, tréazen
Al lestrig f[l]oder a yoa e kichen chapel Santez-Barba, war un draezhenn, kuzhet a bep tu gant div renkad reier, hanvet Porzh-ar-Beskont.
Al lestrik froder a ioa e kichenn chapell Santes-Barba, var eun dreazenn, kuzet a bep tu gand diou renkad reier, hanvet Pors-ar-Beskont.
1877
Référence :
EKG.I.
p.24
Kreskiñ a reas eno, ha fonnañ ha paotañ ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezhi ker stank hag an deliennoù war wez ar c’hoad, ar yeotennoù er beurvan, an traezhennoù war an tevenn, al lommadoù er mor, ar steredennoù en neñv.
Kreski a reas eno, ha founna ha paota ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezi ker stank hag an deliennou war wez ar c’hoad, ar yeotennou er beurvan, an traezennou war an tevenn, al lommadou er mor, ar steredennou en nenv.
1923
Référence :
SKET
p.77-78
En e diavaez, war an traezhennoù bevennet a eon-mor, e kerzh bagadoù kirvi ; en e diabarzh, e c’hourlamm an eog e-mesk delioù an haleg ; hag ar reunig, o tivorañ, a c’hourvez war al leton e disheol gwez e nevedenn greiz.
En he diavaez, war an traezennou bevennet a eon-mor, e kerz bagadou kirvi (8) ; en he diabarz, e c’hourlamm an eog e-mesk deliou an haleg ; hag ar reunig, o tivora, a c’hourvez war al leton e disheol gwez he nevedenn-greiz (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.74-75
"traezhenn" gg.
"traezenn" gg.
1924
Référence :
SKET.II
p.143 « Geriadurig », "Grain de sable ; banc de sable, plage".
Sioul, an eil stok eus [ouzh] egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a sante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an draezhenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Eflamm betek Lomikael.
Sioul, an eil stok eus egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a zante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an drêzenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Efflam betek Lomikêl.
1925
Référence :
BILZ2
p.124
traezhenn
traezenn
1931
Référence :
VALL
pg banc, bas-fond
Un dra zister eo ur porzh er vro-mañ : un draezhenn divent, tarzhioù divent o vont da ruilhal warni.