Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Greunenn draezh. Ken lies a elfenn hag a draezhenn zo war bep aod ar bed. II. 1. Bern traezh a zeu ar gribenn anezhi tost da c'horre an dour pe uheloc'hig eget gorre an dour. HS. reuzeulenn-draezh. 2. Ent strizh Riblennad an tostañ d'an dour mor war an aod. Tremen e amzer o rouzañ war an draezhenn. Mastaret eo bet an traezhennoù a-hed an aod gant an eoul-maen. DHS. aod.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

leun a gerreg hag a draezhennoù

1732
Daveenn : GReg pg (plein) d'écueils

traezhenn

1732
Daveenn : GReg pg banc (de sable, amas de sable sous l'eau)

traezhennoù

1732
Daveenn : GReg pg banc (de sable, amas de sable sous l'eau), écueil (banc de sable)

traezhenn

1732
Daveenn : GReg pg écueil (banc de sable)

traezhenn

1850
Daveenn : GON.II pg tréaz, tréazen

traezhennoù

1850
Daveenn : GON.II pg tréaz, tréazen

Al lestrig f[l]oder a yoa e kichen chapel Santez-Barba, war un draezhenn, kuzhet a bep tu gant div renkad reier, hanvet Porzh-ar-Beskont.

1877
Daveenn : EKG.I. p.24

Kreskiñ a reas eno, ha fonnañ ha paotañ ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezhi ker stank hag an deliennoù war wez ar c’hoad, ar yeotennoù er beurvan, an traezhennoù war an tevenn, al lommadoù er mor, ar steredennoù en neñv.

1923
Daveenn : SKET p.77-78

En e diavaez, war an traezhennoù bevennet a eon-mor, e kerzh bagadoù kirvi ; en e diabarzh, e c’hourlamm an eog e-mesk delioù an haleg ; hag ar reunig, o tivorañ, a c’hourvez war al leton e disheol gwez e nevedenn greiz.

1924
Daveenn : SKET.II p.74-75

"traezhenn" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.143 « Geriadurig », "Grain de sable ; banc de sable, plage".

Sioul, an eil stok eus [ouzh] egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a sante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an draezhenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Eflamm betek Lomikael.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

traezhenn

1931
Daveenn : VALL pg banc, bas-fond

Un dra zister eo ur porzh er vro-mañ : un draezhenn divent, tarzhioù divent o vont da ruilhal warni.

1985
Daveenn : DGBD p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial