Lod a lavar e savas ar veleien a-dro-war-dro en e enep, abalamour ma kavent gwelloc’h gwelet ar gompezenn draezh-se o chom da leton da beuriñ gant loened ar beorien, eget he gwelet perc’hennet gant un den hepken, a c’helle he c’hlozañ pe he fermiñ da unan bennak, ha, dre-se, miret ouc’h ar paour da gaout e vuoc’hig hag ur banne laezh da soubañ e verenn.
Hogen, an disterañ ma pella an den diouti, ne gav mui nemet traezh ha mein-ruilh, ne wel ken nemet naered, o tougen an dent anezho hag o reiñ ar marv, oc’h emweañ, oc’h emgemmeskañ, oc’h emgejañ a-gantoù war an douar, ha korc’hwezhadoù-traezh, bannet gant an avel, oc’h emweañ a-gantoù en aer hag en amzer.
Nepell diouzh an aod e kaver traezh pe lec'hid degaset gant ar stêrioù pe lamet diouzh an tornaodoù gant an donn ; hag en donvor, kregin razek pe gailhastrek loenedigoù o vevañ er mor, pe c'hoazh lec'hid ruz -er Meurvor Habask dreist-holl- o tont diwar zanvezioù maenek ha n'eo ket diwar vuhezeged.
Ne blije ket d’hor martoloded patouilhal e traezh ha mailh ar straedoù, ha klemm a raent dreist-holl dre ne gavent en ostalerioù netra da derriñ o sec’hed nemet te, laezh ha dour-orañjez [dour orañjez] : « Gwell eo ganimp, emezo, leuskel ar gwelien[-]se gant neb a garo ; aon hon eus rak bezañ kent na vefe pell e par ar marv gant ar red-kof ».
Met ken gouez ha ma’ z eo e gwirionez pep den, e teuer gwell [gwall] abred d’en em ober ouzh ar paour kaezh merzherien, ar c’hezeg o sachañ war o lerc’h o bouzelloù, ouzh beogadennoù ar c’hole pennfollet, ouzh ar poulladoù gwad o kaoulediñ war draezh ar redlec’h, ha ret eo din anzav, mar bije bet degouezhet d’al loen lemmgornek toullgofañ unan eu[s] ar vourevien a lamme hag a zifrete e[n]-dro dezhañ, blejet am bije moarvat, ken birvidik hag ar Veksikaned : Olle, Olle, bravo toro !
En trede deiz emaomp a-wel da aodoù ar Río de Oro, hag e c'heller gwelout tevennoù traezh ar Sahara o tont eno betek ar mor.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
traezhañ