Télécharger les mots parents trec'h trec'hded trec'her trec'hus
trec'h da
beza trec'h
Hor roue hon eus beziet war vaez-ar-stourm, el lec’h end-eeun m’oa bet trec’h d’e enebourien.
"trec’h" a. g.
Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus.
- Napoleon, hag a ouie diouzh an dud a oa kustum da lavarout : Evit bezañ trec'h d'ur Vaouez, an tec'h !...
Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.
Neuze 'vat e roen beuz d'ar jalod-se... gant ma vijen trec'h dezhañ !
Nag ar c’hleñved, nag ar gozhni ne vo trec'h deoc’h ha ret e vo ho lazhañ pa grogo ennoc’h ar c’hoant mont d’ar bed all.
Ha daoust ne oa ket Libreville ur gêr vras e 1937, - evidon ne gaven ket anezhi kalz trec'h da vourc'h Plougastell - ne oa anezhi koulskoude hep mar ebet ur gêr-benn ; ha parañ a rae sked he finvidigezhioù dirak daoulagad tud ar vro.
Da neuze e oa deuet ar savadur da vezañ unan eus elfennoù pennañ mesenerezh an dug Yann IV hag a venne dre ar politikerezh-se kreskiñ lorc'hañs e lignez, nevez deuet trec'h goude brezel hêrezh Breizh ha gounit kalon ar bobl.
Ar pep pouezusañ eo bezañ trec'h mod pe vod, ha pa ne vefe nemet gant un trec'h dister.
Nepell diouzh an emskiant-se hag a zo bet dielfennet amañ ganimp, hag e kreizig-kreiz ar stourm difeuls, emañ ar gredenn-se: gant an dud disent e vez servijet ar wirionez - komz a rae Gandhi deus ar Satyâgraha, da lâret eo hent ar wirionez - hag a vez-hi trec'h bepred.
Mots précédents
Mots suivants
trec'h