Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. BEZAÑ TREC'H DA, WAR UB. : bezañ trec'het warnañ. Trec'h eo d'e enebour. Trec'h eo bet war an emgannerien. [1954] Neuze 'vat e roen beuz d'ar jalod-se... gant ma vijen trec'h dezhañ ! & Diren. Penaos e vo trec'h ? & Dre ast. Bezañ kreñvoc'h, bezañ an tu kreñv gantañ. Da vreur n'eo ket trec'h dit. C'hoant en doa diskouez e oa trec'h e c'halloud d'an holl. [1954] Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ. 2. Dre ast. (db. an traoù) BEZAÑ TREC'H D'UB. : kaout an tu kreñv warnañ. Trec'h e chome al labour dezhañ. E dech a oa trec'h dezhañ.

Skouerioù istorel : 
37
Kuzhat roll ar skouerioù

bezañ trec'h da

1659
Daveenn : LDJM.1 pg preualoir, surmonter

trec'h da

1659
Daveenn : LDJM.1 pg victorieux

beza trec'h

1699
Daveenn : Har. pg bezañ, trec'h (prévaloir)

bezañ trec'h

1732
Daveenn : GReg pg (l') emporter (prévaloir)

kalz eo trec'h d'ar re all

1732
Daveenn : GReg pg (il surpasse les autres de) beaucoup

bezañ trec'h d'e adversour

1732
Daveenn : GReg pg (avoir le) dessus (l'avantage sur son ennemi)

bezañ trec'h, da ur re

1732
Daveenn : GReg pg devancer (passer, surpasser quelqu'un)

trec'h eo bet dezañ

1732
Daveenn : GReg pg (il l'a devancé)

trec'h eo dezañ e inklinasion dizordren

1732
Daveenn : GReg pg (sa passion le) domine

trec'h

1732
Daveenn : GReg pg domteur

trec'h

1732
Daveenn : GReg pg domteur

rentañ ar pezh a vez trec'h d'ar galon

1732
Daveenn : GReg pg gorge (Rendre gorge, vomir ce qu'on a pris de trop.)

rentet ar pezh a vez trec'h d'ar galon

1732
Daveenn : GReg pg gorge (Rendre gorge, vomir ce qu'on a pris de trop, pp.)

an trec'hañ

1850
Daveenn : GON.II pg tréc'ha (le plus fort).

trec'h

1850
Daveenn : GON.II pg tréac'h (adj. ayant à lui seul la force d'un comparatif. plus fort. supérieur en force, en talent, en esprit. vainqueur. victorieux [...] hors de Léon, "trec'h"), pg tréc'h

Pehini eo an trec'hañ ac'hanoc'h ho-taou ?

1850
Daveenn : GON.II pg tréc'ha (lequel est le plus fort de vous deux)

Trec'h eo din.

1850
Daveenn : GON.II pg tréac'h (il est plus fort que moi, il est mon vainqueur).

trec'hañ

1850
Daveenn : GON.II pg tréc'ha (superlatif de tréac'h ou trec'h).

trec'h

1850
Daveenn : GON.II pg faez, féaz, pg tréac'h (adj. ayant à lui seul la force d'un comparatif. plus fort. supérieur en force, en talent, en esprit. vainqueur. victorieux [...] hors de Léon, "trec'h"), pg tréc'h

N'eo ket, oc'h ober goap, trec'h ar gwir war ar gaou, / Hag e vez gwellañ abeg.

1867
Daveenn : MGK p143

D’ar youc’h-se taer, spouronus, euzhus, trec’h da drouz al lanv hag an avel, da c’hourdrouz ar gorventenn, da c’harmadeg ar reuniged hag ar morevned, e koll armead ar speredoù drouk ha dic’hlan pep nerzh ha pep herder.

1923
Daveenn : SKET p.116

trec’h a. g.

1923
Daveenn : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Victorieux".

Hor roue hon eus beziet war vaez-ar-stourm, el lec’h end-eeun m’oa bet trec’h d’e enebourien.

1923
Daveenn : SKET p.19

[...] seizh doare meuriadoù : ar meuriadoù trec’h, ar meuriadoù renavi, ar meuriadoù diouennet, ar meuriadoù reuzeudik, ar meuriadoù dilignezet, ar meuriadoù kollet, ar meuriadoù gwirion (2).

1923
Daveenn : SKET p.88

"trec’h" a. g.

1924
Daveenn : SKET.II p.143 « Geriadurig », "Plus fort".

bezañ trec’h da

1924
Daveenn : SKET.II p.143 « Geriadurig », "L’emporter sur".

- Napoleon, hag a ouie diouzh an dud a oa kustum da lavarout : Evit bezañ trec'h d'ur Vaouez, an tec'h !...

1949
Daveenn : SIZH p.41

Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.

1954
Daveenn : VAZA p.54

Ha va skritur ’ta, Salver ar bed ! ret eo evel-just d’ur fourier skrivañ ken brav, ken splann hag ur c’homis-noter pe grefier ul lez-varn, ha gallout ha rafe renerien al Liamm testeniañ n’on ket bete-vremañ dare, na tost, da vezañ war ar poent-se trec’h d’ar seurt Aotronez.

1954
Daveenn : VAZA p.79

Neuze 'vat e roen beuz d'ar jalod-se... gant ma vijen trec'h dezhañ !

1954
Daveenn : VAZA p.27

Diouzh ardoù kamm an Nasion, Harpit start hor Relijion; Da vezañ drastet ez eo boas, Met trec'h adarre 'vo arc'hoazh.

1960
Daveenn : PETO p19

En an' Treinded skedus an Nec'h, / Tad galloudek, Mab ha Spered, / A ren Douar, Mor ha Stered, / Ha da goskor an Ifern trec'h, / Digemerit an absolvenn / ' Ro deoc'h beleg kaezh dizeriet / Ar wir Iliz ken merzheriet / 'Vit ho kas d'an Neñvoù hollwenn.

1960
Daveenn : PETO p84

Ha daoust ne oa ket Libreville ur gêr vras e 1937, - evidon ne gaven ket anezhi kalz trec'h da vourc'h Plougastell - ne oa anezhi koulskoude hep mar ebet ur gêr-benn ; ha parañ a rae sked he finvidigezhioù dirak daoulagad tud ar vro.

1985
Daveenn : DGBD p53

Da neuze e oa deuet ar savadur da vezañ unan eus elfennoù pennañ mesenerezh an dug Yann IV hag a venne dre ar politikerezh-se kreskiñ lorc'hañs e lignez, nevez deuet trec'h goude brezel hêrezh Breizh ha gounit kalon ar bobl.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 14

Nepell diouzh an emskiant-se hag a zo bet dielfennet amañ ganimp, hag e kreizig-kreiz ar stourm difeuls, emañ ar gredenn-se: gant an dud disent e vez servijet ar wirionez - komz a rae Gandhi deus ar Satyâgraha, da lâret eo hent ar wirionez - hag a vez-hi trec'h bepred.

2015
Daveenn : DISENT p47

Ar pep pouezusañ eo bezañ trec'h mod pe vod, ha pa ne vefe nemet gant un trec'h dister.

2015
Daveenn : DISENT p78

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial