Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. G. Gwechad trec'hiñ. Gounit trec'hioù bras er brezel. Diwar trec'h an deiz-se e teuas ar Vrezhoned da vezañ mistri e Breizh. 2. H.g. Tu-gounit. Aet eo an trec'h gantañ. Mar bez an trec'h ganin. Kaout an trec'h war ub. An hent hor c'haso d'an trec'h. & (db. an traoù) Kaout trec'h : ober berzh, ren. Lakaat ar wirionez da gaout trec'h.

Exemples historiques : 
15
Masquer la liste des exemples

trec'h

1850
Référence : GON.II pg tréc'ha, tréc'hi, tréc'huz

trec’h [...] a. k. g.

1923
Référence : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Victoire ; supériorité".

Hervez ar C’hresianed, ar c’hentañ eus an holl Gelted e oa ur ramz, e anv Keltos ; hag evel-se eo e vez disklêriet ganto al lañs hag an trec’h o devez warno ar Gelted er vent hag en nerzh-korf.

1923
Référence : SKET p.32

Ur bras a vrud a zeuas da Vomoros diwar e furnez, e gadarnded, e drec’hioù-brezel.

1923
Référence : SKET p.122

Houmañ, gant he biz-meud glebiet a halo, a dresas war dal an den yaouank arouez sakr ar gwarez hag an trec’h (1).

1923
Référence : SKET p.106

Un darn anezho, damesaet, a vev er peurvanoù hag a ro d’ar Vroad Illur o laezh, o gloan, o lêr, o c’hig hag o c’herniel ; ar re-all, pleustret ha desket, a denn hec’h ogedoù hag hec’h eler, a stlej he c’hirri-emgann, he c’hirri-samm, he c’hirri-bale, a zoug he brezelourien a stourmad da stourmad hag a drec’h da drec’h.

1923
Référence : SKET p.55

O welout an nav fenn ha, dreist-holl, penn bras-divent gwad-holl Turos, ez eas bihan o c’halon gant an enebourien hag e kolljont pep spi d’an trec’h.

1923
Référence : SKET p.127

Ha setu amañ perak : dre ma ro ar Ouiziegezh trec’h, braster ha mestroni.

1924
Référence : SKET.II p.42

"trec’h" [...] a. k. g.

1924
Référence : SKET.II p.143 « Geriadurig », "Victoire, succès".

trec'h

1931
Référence : VALL pg avantage

- Ma tegouezh ganeomp kejañ ganto, penaos ober, Tad, evit kaout an trec'h war verc'hed Eva ?

1949
Référence : SIZH p.41

Ur person ivez pa vo lec'h da envel Izili ar C'huzul-kanton, ' ray heñvel, Hag en iliz-parrez, ' raok an oferenn-bred, Dezho, 'vit an dra, en em vodañ, ' vo ret. Hag ar c'hevezer en devo bet an trec'h Er barrez diberson ' gemero al lec'h.

1960
Référence : PETO p16

A-raok brezel '39 ez ae ar pep brasañ eus an okoume da vro Alamagn ; met goude ez eo Bro-C'hall eo en deus kemeret an trec'h evit ar c'hoñvers.

1985
Référence : DGBD p186

Ha c'hoazh an trec'hioù a-enep an taolioù-esae nukleel, prevesadur an dour e Bolivia, steuñv dispakañ ar misiloù Pershing, ha kement zo...

2015
Référence : DISENT p11

"Kavet hon eus peseurt kontamm eo," a lavar din war don an trec'h pa glev ma mouezh.

2015
Référence : EHPEA p59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux