Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Mare ma paouez ub. gant e obererezh·evit diskuizhañ. Kemer vakañsoù. Un devezh pe ur penn devezh vakañsoù a rafe vad dezhañ. & Ehan gopret, hir pe hiroc'h, aotreet d'an implijidi. Abaoe 1936 e vez paeet an implijidi pa vezont e vakañsoù. Bezañ, mont e vakañsoù. 2. Prantad amzer bevennet strizh ma paouezer gant al labour-skol. Ar vakañsoù-skol. Vakañsoù Nedeleg, Pask. Ar vakañsoù bras : e-pad an Hañv. & Mare eus ar bloaz a glot mui pe vui gant an ehan-skol ma paouez kalz a dud da labourat. Prennet e vo ar stal e-pad ar vakañsoù. Pegoulz emañ ar vakañsoù ar bloaz-mañ ? HS. ehan.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

E-pad ar vakañsoù bras, ma zud ha me a veze pedet gant an aotrou Loeiz Ar Braz, abienner e Gwengamp, hag e itron, da dremen div sizhun e ribl ar mor, a-gevret ganto.

1944
Référence : EURW.1 p43

E-pad ar vakañsoù bras, en-dro da Garnoet, e tisken c'hoazh gant ma c'henseurted mont da redek ar merc'hed.

1944
Référence : EURW.1 p44-45

Goude ar vakañsou bras, Aogust a voe kaset da golaj Montroulez ha me, da golaj Sant-Charlez, Sant-Brieg.

1944
Référence : EURW.1 p47

An dud a ya da gampiñ, an dud a gemer vakañsoù

2007
Référence : KASTE p188

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux