1. Mare ma paouez ub. gant e obererezh·evit diskuizhañ.
Kemer vakañsoù. Un devezh pe ur penn devezh vakañsoù a rafe vad dezhañ.
&
Ehan gopret, hir pe hiroc'h, aotreet d'an implijidi.
Abaoe 1936 e vez paeet an implijidi pa vezont e vakañsoù. Bezañ, mont e vakañsoù.
2. Prantad amzer bevennet strizh ma paouezer gant al labour-skol.
Ar vakañsoù-skol. Vakañsoù Nedeleg, Pask. Ar vakañsoù bras : e-pad an Hañv.
&
Mare eus ar bloaz a glot mui pe vui gant an ehan-skol ma paouez kalz a dud da labourat.
Prennet e vo ar stal e-pad ar vakañsoù. Pegoulz emañ ar vakañsoù ar bloaz-mañ ?
HS. ehan.
E-pad ar vakañsoù bras, ma zud ha me a veze pedet gant an aotrou Loeiz Ar Braz, abienner e Gwengamp, hag e itron, da dremen div sizhun e ribl ar mor, a-gevret ganto.
E-pad ar vakañsou bras, ma zud ha me a veze pedet gant an Aotrou Loeiz ar Bras, abienner e Gwenngamp, hag e Itron, da dremen diou sizun e ribl ar mor, a-gevret ganto.
1944
Daveenn :
EURW.1
p43
E-pad ar vakañsoù bras, en-dro da Garnoet, e tisken c'hoazh gant ma c'henseurted mont da redek ar merc'hed.
E-pad ar vakañsou bras en dro da Garnoet, e tisken c'hoaz gant ma c'henseurted mont da redek ar merc'hed.
1944
Daveenn :
EURW.1
p44-45
Goude ar vakañsou bras, Aogust a voe kaset da golaj Montroulez ha me, da golaj Sant-Charlez, Sant-Brieg.
Goude ar vakañsou bras Aogust a voe kaset da Golaj Montroulez he [sic, ha] me da Golaj Sant-Charlez, Sant-Brieg.