I.
G.
A.
1. Gouli graet gant ur benveg lemm.
Ur pezh troc'h a oa en e benn. Un troc'h a oa em morzhed. Un troc'h don. Ober un troc'h e kef ur wezenn. Kiget eo an troc'h.
DHS. ask, boulc'h, faout, skej.
&
Dre heveleb., DIZOARE
Faout ar c'hourzh.
2. Gwechad troc'hañ.
En douaroù gwinizh, ar melchon a ra tri zroc'h ha pevar zoken. Hemañ eo an troc'h kentañ : hemañ eo an tennad falc'hat kentañ.
3. Ent strizh
Doare da gemenañ.
Ur c'hemener n'en deus ket un troc'h mat ne oar ket e vicher.
4. Lec'h m'eo bet troc'het an dra-mañ-tra.
Ar patatez-mañ o deus un troc'h melen.
5. Dre skeud.
Dere.
C'hoant en defe bet kaout ur mab-kaer eus un troc'h uheloc'h eget ho hini.
&
Trl.
Bezañ kentañ troc'h, eus ar c'hentañ troc'h : eus an dibab, eus ar gwellañ zo tu da gaout.
Notennoù eus ar c'hentañ troc'h. Ar re-mañ zo kezeg kentañ troc'h.
&
Bezañ eus an eil, an trede troc'h : bezañ disteroc'h e zere eget hini ar re all.
Ne oant ket tud eus an eil pe trede troc'h met keodediz evel ar re all.
B.
1. Pezh a rann, a zisparti meur a dra.
An Elorn zo un troc'h etre Leon ha Kernev. An arouezennoù poentaouiñ a verk an troc'hoù en ur skrid.
2. Difetis
Kemm bras, trumm.
Un troc'h krenn zo bet en e vuhez.
3. Troc'h tredan : harz lakaet da red an tredan en un amred.
C.
1. Kementad traoù troc'het, gwiskad traoù falc'het.
Un troc'h geot, louzoù, plouz. Astenn a reas e gorf war un troc'h louzoù.
&
Dre ast.
Gwiskad.
Lakaat a reas un troc'had toaz tanav war ar bara.
HS. gwelead.
&
Trl.
En un troc'h : pep tra war un dro.
&
Trl. skeud.
Un troc'h kaoz : ur pennad kaoz.
2. Kementad bras.
Un troc'h golveni. Un troc'h gwesped. Un troc'h diavaezidi a zeuy d'an Henbont.
&
Kementad bras a dud.
Un troc'h zo d'e heul. Un troc'h a gred ennañ.
HS. engroez.
3. Pikol.
Ar c'hazh-mañ zo un troc'h lost outañ. Ro un troc'h tamm din. Un troc'h den : unan kreñv, nerzhus, postek.
&
Troc'hioù re : re vras.
HS. mell (pikol), pezh.
II.
H.g.
A.
1. Obererezh troc'hañ.
Ar geot-se ne dalvez nag an troc'h nag an doug.
2. Doare m'eo troc'het an dra-mañ-tra.
Diouzh an troc'h ez anavezer ar mezher.
&
Trl. skeud.
Bezañ rust an troc'h gant ub. : bezañ imoret, start ouzh ar re all.
&
Rust eo an troc'h ganto : o tabutal forzh, oc'h en em chikanañ emaint.
3. Trl. GOUNEZ.
Digeriñ troc'h : kregiñ gant al labour troc'hañ.
Emeur krog da vediñ hag ar mevel bras en deus digoret troc'h.
&
Dre skeud.
Digeriñ troc'h : kregiñ gant ul labour, boulc'hañ.
HS. klaz.
B.
1. Diavaezioù kaer, leun a gened.
Un den a droc'h.
HS. neuz.
2. Trl.
Bezañ troc'h-holl : c'hoari e vestr, ober diouzh e benn e-unan.
Hennezh zo troc'h-holl eno.
3. Trl.
Kaout troc'h da ober udb. : bezañ barrek da ober an dra-se.
Pa lavaran galloudus e fell din komz eus ur gevredigezh hag he defe troc'h a-walc'h da vodañ kalz a dud dindan berr amzer. Ur c'hi troc'h dezhañ neket da redek met da nijal.
III.
Tr. adv.
A-droc'h-mogn, a-droc'h-trañch : a-greiz-holl, trumm.
Frañsez a oa aet kuit a-droc'h-trañch. Me a oa aet d'ar gêr a-droc'h-mogn.
HS. a-greiz-taol.
Référence :
GReg
pg échinée (partie du dos d'un pourceau)
troc'h er bizaj, er fas
trouc'h èr bisaich, èr façz
1732
Référence :
GReg
pg estafilade
troc'h
trouc'h
1732
Référence :
GReg
pg coche (entaille), couppe (separation d'un corps solide) (de bois), couppure, gerçure (crevasse sur la peau par le froid, ou autre cause)
troc'hoù
trouc'hou
1732
Référence :
GReg
pg coche (entaille), couppure, gerçure (crevasse sur la peau par le froid, ou autre cause, p.)
troc'h
troh
1732
Référence :
GReg
pg couppe (separation d'un corps solide)
an troc'h eus a ur sukrin
an trouc'h eus a ur sucrin
1732
Référence :
GReg
pg (la) coupe (d'un melon)
Diouzh an troc'h ez anavezer ar mezher mat.
Diouc'h an trouc'h ez anavezeur ar mezer mad.
1732
Référence :
GReg
pg couppe (On connoît la bonté du drap à la couppe.)
Doc'h an troc'h e anaver ar mezher mat.
Doh en troh e hanaoüér er mihér mad.
1732
Référence :
GReg
pg couppe (On connoît la bonté du drap à la couppe, Van.)
Référence :
GON.II
pg kleizenna (Ma coupure ne se cicatrisera pas vite).
ger-droc'h
gér-drouc'h
1850
Référence :
GON.II.HV
pg gér (-drouc'h)
ger-droc'hioù
gér-drouc'hiou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg gér (-drouc'h)
ger-droc'hioù
ger-drouc'hiou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg ger (-drouc'h)
troc'h
trouc'h
1850
Référence :
GON.II
pg skéjadur, troc'h, kran
troc'h
1850
Référence :
GON.II
pg troc'h
troc'hioù
trouc'hiou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg trouc'h
diouzh an troc'h e anavezer ar mezher mat
diouc'h ann trouc'h é anavézeur ar mézer mâd
1850
Référence :
GON.II.HV
pg trouc'h
ha don eo e droc'h ?
ha doun eo hé drouc'h ?
1850
Référence :
GON.II.HV
pg trouc'h
troc'h
treuc'h
1850
Référence :
GON.II.HV
pg trouc'h
troc'h
trouc'h
1850
Référence :
GON.II.HV
pg trouc'h
troc'h
1850
Référence :
GON.II.HV
pg trouc'h
Va gwad a verve dre ma konte an Aotrou Krenn fallagriezh ha krizder soudarded ar Republik ; va izili a grene, va spered a yae tanav ; ar gwad a savas d’am [f]enn, aet e oan er-maez ac’hanon va-unan ; ankounac’haat a ris en un taol an troc’h a yoa em morzhed, sevel a ris em sav : — It atav, dispac’herien fallakr ha digalon, emeve din va-unan, m’en talvezo deoc’h !
Va goad a verve dre ma kounte an Aoutrou Cren fallagriez ha krizder soudarded ar Republik ; va izili a grene, va spered a iea tano ; ar goad a zavaz d’am penn [sic], eat oan er meaz ac’hanoun va-unan ; ankounac’haat a riz enn eun taol an trouc’h a ioa em morzed, sevel a riz em za : — It atao, dispac’herien fallakr ha digaloun, eme-ve dign va-unan, m’hen talvezo d’eoc’h !
1878
Référence :
EKG.II
p.85
troc'h gourfenn
trouc'h-gourfenn
1931
Référence :
VALL
pg apocope
troc'h diwezh ur ger
trouc'h-diwez eur gér
1931
Référence :
VALL
pg apocope
Touzerezed a veze kavet avat da brenañ, hag evel-se e c'hellemp-ni krennañ e vlev an eil d'egile ; ne veze ket marteze dispar-dispar an troc'h, met en e aez e vezed da nebeutañ.
1985
Référence :
DGBD
p120
Gouzout a raimp gant ar c'helanskejañ met o vezañ ma ne'm eus kavet gloaz ebet gant ur boled na troc'h ebet en o gwazhied, ne chom nemet ar c'hontamm.
2015
Référence :
EHPEA
p12
hag a zo choazet ganeoc'h tamm-pe-damm), ma'z eus bet taolet sklêrijenn gant ar mediaoù evel zo dleet, war hoc'h obererezh koulz ha war itrikadennoù hoc'h enebourien, m'ho peus galvet tud vrudet da skoazellañ ac'hanoc'h, m'ho peus bodet kalz a dud en-dro deoc'h a-drugarez d'hoc'h obererezh ha d'ar c'houlzad kenskoazell a zo bet war-lerc'h... e c'hall [ho prosez] dont da vezañ ho prosez [sic] ul leurenn bolitikel deus ar c'hentañ troc'h evit ho stourm
M'eo mat ar c'henarroud
2015
Référence :
DISENT
p174
Gellout a reer lavarout n'eus bet troc'h ebet a-hed ar c'hantvedoù e treuzkas an Ilias, ha pa vefe, zoken, goude diskar Impalaeriezh Roma.