An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.
N'oa ket bet troc'het ha didosennet holl c'hlastenenned an diribinoù, ha kalz eus platanenned diamzeret ar balioù aet da zouar fu a nac'he atav kouezhañ diouzh o sav.
Bep gwech ma kaved mein war an hent heuliet, bep gwech e lakaed ober ur peul koad a veze sanket en douar goude bezañ graet un niverenn war ar penn krec'h troc'het a-skelp.
Ma mab a vez en e goazez an devezh-pad dirak e urzhiataer o klask labour evel unan diskiant war ar rouedad. Sellout a ran outañ ha lavarout ennon-me, petra 'ray pa vo troc'het deomp ar pellgomz peogwir n'omp ket evit paeañ?