Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Pep hini eus daou gelc'h ar voul-douar, kenstur gant ar c'heheder, lec'hiet 23° 27' dioutañ. Trovan ar C'hrank : hini hantervoul an norzh. Trovan ar C'havr : hini hantervoul ar su. 2. (en e furm lies) An trovanoù : ar rannved lec'hiet etre an div drovan. Gwrez an trovanoù.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Setu perak ne vezont ket kavet e broioù ar c'heider hag an trovanoù, na veze ket enno a skornredennoù hir a-walc'h evit tizhout ar mor.

1943
Référence : TNKN p41

Emañ an avel viz, avel peurbadus trovan ar C'hrank, ouzh hor buntañ dirazañ ; ha ne adkaver mui en tu-hont da gCasablanca ar mor glas-teñval a oa dirak genoù ar Mor Kreiz, glas ha brizh eo avat evel en hor bro.

1985
Référence : DGBD p15

Met ledet eo bremañ e pep lec'h dre ar bed, etre an daou [sic, div] drovan.

1985
Référence : DGBD p64

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux