v.k.e.
1. Lakaat trubuilh en ub., en e spered.
N'eus ken nemet se o trubuilhañ ma spered din.
&
(en tu gouzañv)
Trubuilhet e veze alies gant soñj an Ankoù. Trubuilhet eo bet ma spered gant al lizher-se. Gwall drubuilhet eo bet gant ar c'heloù-se.
HS. nec'hañsiñ, strafuilhañ.
2. Lakaat trubuilh en ul lec'h bnk.
Ar vosenn, ar bleizi a drubuilhas e-pad meur a vloaz ar paourkaezh Bro-Gernev.
3. Direnkañ.
Mouezh ebet ne zeue da drubuilhañ hiboud an amprevaned noz. Trubuilhañ diskuizh an dud.
« Deomp d’ar c’hraou ! Lom, d’ar c’hraou ! da sachañ hardi war lost ar pemoc’h ha da drubuilhañ ar yer war o c’hlud. »
1944
Référence :
ATST
p.129
Nag an amzer dremenet, nag an amzer da zont n'hon trubuilhe.
1944
Référence :
EURW.1
p.146
Daoust ma, dreizon, n'eo ket skuilhet, / Gant ar gwad-se on trubuilhet / Hag, e goueled ma zruegezh, / ' Klevan hirvoud ma c'hiriegezh.
Daoust ma, dreizon, n'eo ket skuilhet, / Gant ar gwad-se on trubuilhet / Hag, e goueled ma zruegez, / ' Klevan hirvoud ma c'hiriegez.
1960
Référence :
PETO
p77
E lec'h ober van da sentiñ feal, / Gant piv 'ta d'hon trubuilhañ ' vefe keal ? / Hag e kendalc'hfemp da gelenn komz Doue, / Didrouz hag aketus, da dud hor ploue.
E lec'h ober van da senti feal, / Gant piou 'ta d'hon trubuilha ' vefe keal ? / Hag e kendalc'hfemp da gelenn komz Doue, / Didrouz hag aketus, da dud hor ploue.
1960
Référence :
PETO
p18
Ha, war gren da vezañ bac'het, / Em eus flatet kaozioù gwrac'hed ; / Fistilh grevus hag avelek / D'am zrubuilhañ, paourkaezh beleg.
Ha, war gren da veza bac'het, / Em eus flatet kaoziou gwrac'hed ; / Fistilh grevus hag avelek / D'am zrubuilha, paour-kêz beleg.