v.
I.
V.k.e.
1. Kuzhat (udb.) goude bezañ e laeret.
Tuañ madoù ar re all a-zehoù hag a-gleiz.
2. Tuañ ub. a-du gant ub. all : ober en doare ma'z ay war e sikour.
Klasket em eus tuañ ma c'henvroiz a-du gant ar c'hrennard.
3. Tuañ ub. war udb. : reiñ c'hoant dezhañ d'e ober.
Dleet eo d'an tadoù ha d'ar mammoù tuañ o bugale war al lenn.
HS. dougen.
II.
V.g.
Tuañ gant ub. : sevel a du gantañ.
Ar re o doa tuet gant ar roue. Setu perak e klaskas lakaat ar re all da duañ gantañ.