I.
Ar. (dirak un ak., ur rag.)
Termen a verk e tizher koulz lavaret an niver-mañ-niver, ar c'hementad-mañ-kementad dre ziouer.
Kant lur war-vete pevar real. War-vete teir lev. Ur wenodenn a zegasfe ac'hanon war-vete tri fark a-drek Kerlosket.
&
War-vete nebeut : war-bouez un niver bihan, ur c'hementad bihan.
Ur bragoù a-vent ganti war-vete nebeut.
[1954] [K]rog on em dek vloaz ha tri-ugent war-vete nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
&
War-vete se : war-vete un netraig.
Erru war-vete se !
DHS. e-tro, war-dro.
HS. tost (da), war-bouez, war-dost (da).
2. Tr. adv.
War-vete gouzout : betek-gouzout.
Brav-bravik e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war-vete nebeut ha betek-henn, kaer am [sic] eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
Brav-bravig e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war vete [war-vete] nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !