I.
Ar. (dirak un ak., ur rag.)
Termen a verk e tizher koulz lavaret an niver-mañ-niver, ar c'hementad-mañ-kementad dre ziouer.
Kant lur war-vete pevar real. War-vete teir lev. Ur wenodenn a zegasfe ac'hanon war-vete tri fark a-drek Kerlosket.
&
War-vete nebeut : war-bouez un niver bihan, ur c'hementad bihan ; koulz lavaret.
[1954] D’ar c’hloareg a verve gant ar c’hoant kaout ur viell hag a rankas tremen gant ur c’hwitell veuz, fellout a reas evel-just bezañ ezel al laz-seniñ, ha dibab a ris an «trombonne » marteze abalamour da stumm iskis ar benveg-se a-vent ganin-me war-vete nebeut.
[1954] [K]rog on em dek vloaz ha tri-ugent war-vete nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
&
War-vete se : war-vete un netraig.
Erru war-vete se !
DHS. e-tro, war-dro.
HS. tost (da), war-bouez, war-dost (da).
2. Tr. adv.
War-vete gouzout : betek-gouzout.
Brav-bravik e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war-vete nebeut ha betek-henn, kaer am [sic] eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
Brav-bravig e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war vete [war-vete] nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
1954
Daveenn :
VAZA
p.13
D’ar c’hloareg a verve gant ar c’hoant kaout ur viell hag a rankas tremen gant ur c’hwitell veuz, fellout a reas evel-just bezañ ezel al laz-seniñ, ha dibab a ris an « trombonne » marteze abalamour da stumm iskis ar benveg-se a-vent ganin-me war-vete nebeut.
D’ar c’hloareg a verve gant ar c’hoant kaout ur viell hag a rankas tremen gant ur c’hwitell veuz, fellout a reas eveljust bezañ ezel al laz-seniñ, ha dibab a ris an « trombonne » marteze abalamour da stumm iskis ar benveg-se a vent ganin-me war vete nebeut.
1954
Daveenn :
VAZA
p.51
war-vete nebeut, kement ha kement ha va dilhad eured : pemzek lur ha pevar-ugent evit tri devezh ha kemend-all a nozvezh hent-houarn !
war vete nebeut, kement ha kement ha va dilhad eured : pemzek lur ha pevar ugent evit tri devezh ha kemend-all a nozvezh hent-houarn !
1955
Daveenn :
VBRU
p.27
"Ti ar gwragez" ma loje ennañ gwreg ar Tsar, e verc'hed holl briñsezed e gerentiezh, Itronezed al lez, hag ar sklavezed oc'h ober war o zro : war-vete nebeut, ur "Harem" e-giz Mahometaniz [sic, Mahometiz, Mahometaned].
"Ti ar gwragez" ma loje ennañ gwreg ar Tzar, e verc'hed holl briñsezed e gerentiezh, Itronezed al lez, hag ar sklavezed oc'h ober war o zro : war vete nebeut, ur "Harem" e-giz Mahometaniz.