Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
175
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. 1. Dilec'hiañ war droad (unan eus an treid o chom war an douar a bep eil). Bezañ faezh o vale. Un den fall, teuc'h da vale. Bale gant branelloù. Bale mibin. Bale kaer : bale buan. [1878] Va gwelet hoc’h eus bihanik, pa ne c’hellen ket c’hoazh bale ; abaoe ma’m eus skiant, n’em eus gwelet ganeoc’h nemet pep seurt giz vat. [1954] Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar [...]. & Bale kuit : mont kuit. Bale kuit alese ! & Lezel ub. da vale : e lezel da vont kuit. 2. (db. an armeoù, ar bagadoù soudarded) Bale war : mont youlek war-du udb. d'an emgann. Baleomp war hon enebourien. [1878] Me a oar ervat n’em eus nemet lavaret deoc’h : Paotred, eomp a-raok, baleomp war soudarded Canclaux, ha pep hini ac’hanoc’h, sonn e benn, tan en e lagad, a grogo en e fuzuilh hag a valeo ganen. 3. Trl. skeud. Bale eeun : ren ur vuhez reizh, bezañ sentus. Me ho lakay da vale eeun ! & Bale moan : sentiñ uvel hep enebiñ. Bale moan a rankan. & [1944] Kas ub. da vale : e gas diwar-dro. Tuchant m'ho kaso da vale. B. 1. Ober un droiad war droad. Mont a ran da vale. HS. pourmen. 2. Dre ast. Ober un droiad. Bale war ar mor. Deuet ez eus nijerezioù da vale dreist hor pennoù. C. Dre ast. 1. (db. an dud, al loened) Bevañ, bezañ bev. Ar re a vale c'hoazh zo gwall gozh bremañ. 2. Mont en-dro. Ur skipailh a vale mat. HS. kerzhet. II. V.k.e. 1. (db. an dud) Ergerzhet. & Bale bro : beajiñ, dizoleiñ oc'h ober hent. C'hoant am eus da vale bro. Baleet em eus broioù ! [1954] E-keit ma 'z oa he fried o vale bro war vor, ha kerkent ha ma voe didonet va mamm - ur bennhêrez ivez ! - e tegouezhas da Soaz Sapeur mont da vagerez d' an Treou da gastell Koatriou. & Bale kêr : pourmen e kêr. & Bale hent : pourmen. Ar paotr a vefe gwelloc'h gantañ bezan o vale hent. [1954] [...] met pec'hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus va goureontr Yann Dremel, rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel. 2. (db. an dud, al loened) Pourmen ub., ul loen bnk. Bale e vugale. Emañ o vale e gazeg. 3. Dre skeud. Dilec'hiañ. N'eo ket graet an den evit bezañ baleet. 4. (db. an dud, war ton ar gourdrouz) Bale ub. : e lakaat da vont kuit. Me ho paleo !

Exemples historiques : 
74
Masquer la liste des exemples

bale

1659
Référence : LDJM.1 pg cheminer, pourmener, bale

baleet

1659
Référence : LDJM.1 pg cheminer

Ne ra bemdez netra nemet bale ha fringal.

1732
Référence : GReg pg fringuer (Il ne fait autre chose tous les jours que fringuer, gambader, se promener, se donner du bon temps.)

savet eo, bale a ra

1732
Référence : GReg pg (il est) debout (il n'est plus malade, ni couché)

baleet en deus e-pell-bro

1732
Référence : GReg pg climat (il avoyagé en des climats éloignez)

baleet

1732
Référence : GReg pg cheminer (se promener)

a gar bale

1732
Référence : GReg pg allant

bale

1732
Référence : GReg pg cheminer (se promener)

kae da vale, tennañ da loeroù

1732
Référence : GReg pg (va-t'en, tire tes) chausse(s)

baleet 'hed an deiz

1732
Référence : GReg pg batre (le pavé)

un den hag a gar bale eo

1732
Référence : GReg pg allant

bale 'hed an deiz

1732
Référence : GReg pg batre (le pavé)

monet da vale pe da gantreal

1732
Référence : GReg pg aller

baleañ

1850
Référence : GON.II pg baléa (Marcher. Cheminer. Promener. Se promener), kerzout

Baleet hoc'h eus kalz hiziv.

1850
Référence : GON.II pg baléa (Vous vous êtes beaucoup promené aujourd'hui).

Ne c'hell mui bale nemet gant ur vazh-loaek.

1850
Référence : GON.II pg bâz-loaek (Il ne peut plus marcher sans béquille).

Ne vale mui hep e vranelloù.

1850
Référence : GON.II pg branel (Il ne marche plus sans béquille).

Skuizh on, ne c'hellan mui baleañ.

1850
Référence : GON.II pg baléa (Je suis las, je ne puis plus marcher).

Buan e vale c'hoazh gant e flac'hioù.

1850
Référence : GON.II pg flac'h (il marche encore vite avec ses béquilles).

Dre greiz ar c'hwrez em eus baleet.

1850
Référence : GON.II pg grouék, groéz (j'ai marché au fort de la chaleur).

Na vale ket koulz ha me.

1850
Référence : GON.II pg kouls (Il ne marche pas aussi bien que moi).

baleañ

1850
Référence : GON.II.HV pg eñgerzout

A-vec'h ma c'hell bale.

1850
Référence : GON.II pg a-véac'h (à peine peut-il marcher).

baleañ

1850
Référence : GON.II pg baléa, bala (Marcher. Cheminer. Promener. Se promener).

bale

1850
Référence : GON.II pg baléa (Marcher. Cheminer. Promener. Se promener).

— « Mamm, d'e gerent en deus lavaret dont warc'hoazh ! / Ha n'eo ket mall bale ? / — Amzer ! va bugale, / Arabat tec'het kuit ken a lavarin deoc'h. / Souchit aze, kouskit e peoc'h ! »

1867
Référence : MGK p53

Un dervezh, emezañ, an aotrou doue war droad, a oa aet da vale gant ar c'hi hag an houad.

1867
Référence : MGK p3

Petra zo da ober ? Nemeur a dra : pa deuio tud, ganto bizhier, ha re baour o vale, grognal, harzhal, kregiñ; chom en noz war vale; ober ho fistoulig d'ho mestr, da dud ho ti, setu eno ho kefridi.

1867
Référence : MGK p8

« Gwelit ar re yaouank, war vale deiz ha noz / O vont hag o kerzhet, o redek da bep bro / Da glask enor, madoù hep aon rak ar marv. »

1867
Référence : MGK p103

Dioc'htu ma klevas 'n alc'houeder / Petra 'oa mennozh Yann Gouer, / E lavaras : — « Va bugale, / En taol-mañ 'vat eo deoc'h bale ! »

1867
Référence : MGK p54

aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale

1874
Référence : GBI.II p468

O ! ne valei ket betek hanternoz kennebeut. Sell, ne welez-te ket du-hont ur bodad gwez ?

1877
Référence : EKG.I. p.67

Baleit, kozh beleien ; e kastell Brest o pezo amzer da bediñ ho Toue, rak ne gredan ket e teufec’h kuit ac’hano warc’hoazh.

1877
Référence : EKG.I. p.254

Pa vezi deuet eus a di ar c’homiser, gant da baperoù, ez i da gaout ar valtouterien hag e laki anezho da furchañ da lestr eus ar strad betek beg ar gwernioù evit diskouez dezho ec’h eus c’hoant da vale dre an hent war-eeun.

1877
Référence : EKG.I. p.216-217

Ra deuy o bugale hag o bugale-vihan da vale war o roudoù !

1877
Référence : EKG.I. p.100

Ac’hanta, aze e chomi bremañ ? Gwelet a rez peger mat ha peger karantezus eo an dud-mañ en da geñver. Alo, bale alese ganto ha diwall ne rafes ket mat da gevridi.

1877
Référence : EKG.I. p.114-115

Mes goude Benac’h ne anavezemp ken nemet an hent-bras. Ret [e] oa ivez ’ta bale drezañ.

1877
Référence : EKG.I. p.63

Edo er c’hiz-se e-kreiz an hent pa glevas, o tiskenn eus a gostez ar C’hozhvarc’had, un den hag a valee prim, evel diwar nij, digor e zivesker, ramp gantañ, dibreder ha skañv e droad, ur penn-bazh en e zorn hag e wentle a-zindan e vrec’h, o vont en tu bennak da glask pemp gwenneg d’e zervezh.

1877
Référence : EKG.I. p.131

Bale pell pe bale a-dreuz en doa graet, rak tremen kresteiz [e] oa pa zigouezhas dirak un ti.

1877
Référence : EKG.I. p.43

Na chomomp ket evel-se a-sav da huñvreal, eme ar c’habiten ; baleomp e-dillo.

1878
Référence : EKG.II p.288

Doue ne zilez james ar re a vale a-du gantañ : a-wechoù er bed-mañ o devez evit gwir un tamm poan, mes er bed all e vezint paeet mat.

1878
Référence : EKG.II p.325

— Ar pezh a livirit a zo gwir. Va c’hredenn, va feiz, va c’houstiañs a zifenn ouzhin bale dre ar memes hent ganeoc’h ; er lavaret am beus dirak an holl en ti-kêr : c’hwi ne falveze ket deoc’h kemeret diganen an dilez eus va c’harg : abalamour da se on chomet hep mont war ho tro.

1878
Référence : EKG.II p.65

Me a oar ervat n’em eus nemet lavaret deoc’h : Paotred, eomp a-raok, baleomp war soudarded Canclaux, ha pep hini ac’hanoc’h, sonn e benn, tan en e lagad, a grogo en e fuzuilh hag a valeo ganen.

1878
Référence : EKG.II p.109

Hag ar c’here trubard a valee, skañv e droad ha sonn e benn, a-raok ar soudarded, evel ma’z ae gwechall Judaz a-raok ar Yuzevien p’edont o vont da gregiñ e Jezuz, hor Salver.

1878
Référence : EKG.II p.154

Va gwelet hoc’h eus bihanik, pa ne c’hellen ket c’hoazh bale ; abaoe ma’m eus skiant, n’em eus gwelet ganeoc’h nemet pep seurt giz vat.

1878
Référence : EKG.II p.265-266

Dre-se eo e ris va menoz da lakaat dre skrid kement am eus gwelet dre ma valeen bro, kement all diwar-benn o istor, o emgannoù, anvioù o renerien, taolioù-kaer o brezelourien, ha derou-kentañ hor gouenn.

1923
Référence : SKET p.22

Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant pep unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gant an holl gwitibunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, dezho da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep koulz, noz ha deiz.

1923
Référence : SKET p.67-68

Jañ Glaudadig, pe Bilzig — anvit anezhañ evel ma karfet — c’hoant dezhañ da vont da vale bro.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Bale, kerzhet a rae ar Manac’h, ha buan, m’en asur deoc’h, an Teusk en e gichen.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Kirvi-meur ha tirvi-gouez eus ar vrasañ ment o dije gallet bale en o ec’hon war ar c’hein anezho : brasoc’h eget mouilc’hi war gein un ejen ne vijent ket da welout.

1924
Référence : SKET.II p.40

me ho paleo

1927
Référence : Geri.Ern pg bale

bourrañ a ran bale

1931
Référence : VALL pg aimer(j'aime promener)

bourrañ a ran o vale

1931
Référence : VALL pg aimer (jaime promener)

me ho paleo

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXIV

Lezet en deus anezhañ da vale, rak ar roue hepken, ha den all ebet, a c'hell barn unan bennak d'ar marv.

1936
Référence : TKAL p14

Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a[-]gleiz ha Lom a gamme a[-]zehou. Mil mizer o doa bale.

1944
Référence : ATST p.132

Kalz [a dud] a gasas ac'hanon da « vale », na petra 'ta.

1944
Référence : EURW.1 p58

« (…) Me’m eus respet ha doujañs evit kement re o deus labouret a-du gant Breizh, ha mar gallan, me ‘valeo war ho roudoù… »

1944
Référence : EURW.1 p.92

Goude pemp eur e vezemp dieub, da vont da vale dre Wengamp.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Gant Viktor de Kerangwe, Emil Fichet, Jozeb Ollivier, Leon an Ozhac’h, ha Lukas (eus Benac’h), ez aen da vale an aliesañ.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Gortoz a reas ur pennadig mat. Unnek eur a oa gant an heol, un den a oa o vale en hent ; Job a savas e benn.

1944
Référence : ATST p.71-72

Mont a rae e soñjoù da vale bro, dispak-bras o eskell. C'hoant en doa, eñ e-unan, mont da redek.

1949
Référence : SIZH p.47

Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; alies zoken, daoust ha ma veze kalz frankoc'h an traoù gant o c'herent eget gant Biz Kamm hag E-Mari Dremel, ur pennad lostenn vrizh a weled o tifloupañ diouzh ur rog bennak e foñs o bragoù, ha pa vije bragoù mab an Aotrou Maer.

1954
Référence : VAZA p.28

E-keit ma 'z oa he fried o vale bro war vor, ha kerkent ha ma voe didonet va mamm - ur bennhêrez ivez ! - e tegouezhas da Soaz Sapeur mont da vagerez d'an Treou [sic, an Trev] da gastell Koatriou.

1954
Référence : VAZA p.12

Ur pikol levr a c'hallfen skrivañ diwar-benn breudeur ha c'hoarezed va zad, hag a-zivout va c'hendirvi : paotred ha merc'hed, met pec'hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus va goureontr Yann Dremel, rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel.

1954
Référence : VAZA p.20

Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujeri [sic, klujiri], lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh.

1954
Référence : VAZA p.21

Rak-se 'ta ho pedan da leuskel, hepdale, / Ar person touer-mañ didrabas da vale.

1960
Référence : PETO p49

Ya ! chom hep dont ' vije pec'hed / P'hon eus, o vale dre ar vro, / Da dremen tost[,] abeg ha tro.

1960
Référence : PETO p68

Gaid, an Ankoù zo war vale !

1960
Référence : PETO p64

Leztad on da gozh bugale / Ha ne c'heller ganto bale, / Un tad ôget gant viloni / Chas aheurtet er gasoni.

1960
Référence : PETO p56

A-raok ma oa degouezhet an dilerc'hidi edon-me adarre war-vale antronoz vintin.

1985
Référence : DGBD p156

N'eo ket un den avat evit chom da vale hep ehan, pa 'z eo skuizh en araog dreist-holl; n'on ket kennebeut evit chom azezet, gourvezet ez a gwelloc'hik ganin.

1985
Référence : DGBD p11

Bale a ra unan e selloù war ar mogerioù hag ez eo trellet e zaoulagad gant poltredoù, dremmvroioù, bleunioù ha kement a c'hell faltaziañ.

2015
Référence : EHPEA p50

Marteze ivez peogwir en deus bountet an Troika warnomp ur c'hur treutaat strizh ha kalz a dud n'o deus ket arc'hant a-walc'h evit mont da vale gant o c'harr.

2015
Référence : EHPEA p17

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux