Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. Dilec'hiañ war droad (unan eus an treid o chom war an douar a bep eil). Bezañ faezh o vale. Un den fall, teuc'h da vale. Bale gant branelloù. Bale mibin. Bale kaer : bale buan. [1878] Va gwelet hoc’h eus bihanik, pa ne c’hellen ket c’hoazh bale ; abaoe ma’m eus skiant, n’em eus gwelet ganeoc’h nemet pep seurt giz vat. [1954] Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar [...]. & Bale kuit : mont kuit. Bale kuit alese ! & Lezel ub. da vale : e lezel da vont kuit. 2. (db. an armeoù, ar bagadoù soudarded) Bale war : mont youlek war-du udb. d'an emgann. Baleomp war hon enebourien. [1878] Me a oar ervat n’em eus nemet lavaret deoc’h : Paotred, eomp a-raok, baleomp war soudarded Canclaux, ha pep hini ac’hanoc’h, sonn e benn, tan en e lagad, a grogo en e fuzuilh hag a valeo ganen. 3. Trl. skeud. Bale eeun : ren ur vuhez reizh, bezañ sentus. Me ho lakay da vale eeun ! & Bale moan : sentiñ uvel hep enebiñ. Bale moan a rankan. & [1944] Kas ub. da vale : e gas diwar-dro. [1955] Kaset en devoa dija da vale an Aotrou Hamon deut gwechall da c’houlenn digantañ diouzh va ferzh daoust hag-eñ e chome digor pe hanter glozet an holl draoù-se dirazon. Tuchant m'ho kaso da vale. B. 1. Ober un droiad war droad. Mont a ran da vale. HS. pourmen. 2. Dre ast. Ober un droiad. Bale war ar mor. Deuet ez eus nijerezioù da vale dreist hor pennoù. C. Dre ast. 1. (db. an dud, al loened) Bevañ, bezañ bev. Ar re a vale c'hoazh zo gwall gozh bremañ. 2. Mont en-dro. Ur skipailh a vale mat. HS. kerzhet. II. V.k.e. 1. (db. an dud) Ergerzhet. & Bale bro : beajiñ, dizoleiñ oc'h ober hent. C'hoant am eus da vale bro. Baleet em eus broioù ! [1954] E-keit ma 'z oa he fried o vale bro war vor, ha kerkent ha ma voe didonet va mamm - ur bennhêrez ivez ! - e tegouezhas da Soaz Sapeur mont da vagerez d' an Treou da gastell Koatriou. & Bale kêr : pourmen e kêr. [1954] « Mar tegouezhje dezhañ, a soñjen, bale kêr gwisket evel n’eus forzh piv, ne daolfe kristen ebet pled outañ ». & Bale hent : pourmen. Ar paotr a vefe gwelloc'h gantañ bezan o vale hent. [1954] [...] met pec'hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus va goureontr Yann Dremel, rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel. & [1955] Ha goude merenn e stagen adarre da vale an hentoù, hogen dre c’hwitañ war va zaol ez ae a-dammoù va c’hroc’hen war devaat. & [1955] Bale ar bed. [1955]Ha bennozh d’ar bernioù pakadennoù a bep seurt ment, liv ha stumm, d’ar golc’hedoù, d’ar pikoloù listri houarn gwenn da virviñ dour evit an te, d’ar vugaligoù o veskañ gwashoc’h eget goradoù merien, e kred din bezañ dirak ur meuriad Jipsianed war nes skampañ da vale ar bed. 2. (db. an dud, al loened) Pourmen ub., ul loen bnk. Bale e vugale. Emañ o vale e gazeg. 3. Dre skeud. Dilec'hiañ. N'eo ket graet an den evit bezañ baleet. 4. (db. an dud, war ton ar gourdrouz) Bale ub. : e lakaat da vont kuit. Me ho paleo !

Skouerioù istorel : 
85
Kuzhat roll ar skouerioù

baleet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheminer

bale

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheminer, pourmener, bale

kae da vale, tennañ da loeroù

1732
Daveenn : GReg pg (va-t'en, tire tes) chausse(s)

monet da vale pe da gantreal

1732
Daveenn : GReg pg aller

baleet 'hed an deiz

1732
Daveenn : GReg pg batre (le pavé)

a gar bale

1732
Daveenn : GReg pg allant

un den hag a gar bale eo

1732
Daveenn : GReg pg allant

Ne ra bemdez netra nemet bale ha fringal.

1732
Daveenn : GReg pg fringuer (Il ne fait autre chose tous les jours que fringuer, gambader, se promener, se donner du bon temps.)

savet eo, bale a ra

1732
Daveenn : GReg pg (il est) debout (il n'est plus malade, ni couché)

bale 'hed an deiz

1732
Daveenn : GReg pg batre (le pavé)

baleet

1732
Daveenn : GReg pg cheminer (se promener)

Baleet en deus e pell-bro.

1732
Daveenn : GReg pg climat (il a voïagé en des climats éloignez)

bale

1732
Daveenn : GReg pg cheminer (se promener)

Na vale ket koulz ha me.

1850
Daveenn : GON.II pg kouls (Il ne marche pas aussi bien que moi).

baleañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg eñgerzout

A-vec'h ma c'hell bale.

1850
Daveenn : GON.II pg a-véac'h (à peine peut-il marcher).

baleañ

1850
Daveenn : GON.II pg baléa, bala (Marcher. Cheminer. Promener. Se promener).

bale

1850
Daveenn : GON.II pg baléa (Marcher. Cheminer. Promener. Se promener).

baleañ

1850
Daveenn : GON.II pg baléa (Marcher. Cheminer. Promener. Se promener), kerzout

Baleet hoc'h eus kalz hiziv.

1850
Daveenn : GON.II pg baléa (Vous vous êtes beaucoup promené aujourd'hui).

Ne c'hell mui bale nemet gant ur vazh-loaek.

1850
Daveenn : GON.II pg bâz-loaek (Il ne peut plus marcher sans béquille).

Ne vale mui hep e vranelloù.

1850
Daveenn : GON.II pg branel (Il ne marche plus sans béquille).

Skuizh on, ne c'hellan mui baleañ.

1850
Daveenn : GON.II pg baléa (Je suis las, je ne puis plus marcher).

Buan e vale c'hoazh gant e flac'hioù.

1850
Daveenn : GON.II pg flac'h (il marche encore vite avec ses béquilles).

Dre-greiz ar c'hwrez em eus baleet.

1850
Daveenn : GON.II pg grouék, groéz (j'ai marché au fort de la chaleur).

Petra zo da ober ? Nemeur a dra : pa deuio tud, ganto bizhier, ha re baour o vale, grognal, harzhal, kregiñ; chom en noz war vale; ober ho fistoulig d'ho mestr, da dud ho ti, setu eno ho kefridi.

1867
Daveenn : MGK p8

— « Mamm, d'e gerent en deus lavaret dont warc'hoazh ! / Ha n'eo ket mall bale ? / — Amzer ! va bugale, / Arabat tec'het kuit ken a lavarin deoc'h. / Souchit aze, kouskit e peoc'h ! »

1867
Daveenn : MGK p53

Dioc'htu ma klevas 'n alc'houeder / Petra 'oa mennozh Yann Gouer, / E lavaras : — « Va bugale, / En taol-mañ 'vat eo deoc'h bale ! »

1867
Daveenn : MGK p54

Un dervezh, emezañ, an aotrou doue war droad, a oa aet da vale gant ar c'hi hag an houad.

1867
Daveenn : MGK p3

« Gwelit ar re yaouank, war vale deiz ha noz / O vont hag o kerzhet, o redek da bep bro / Da glask enor, madoù hep aon rak ar marv. »

1867
Daveenn : MGK p103

aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale

1874
Daveenn : GBI.II p468

Ac’hanta, aze e chomi bremañ ? Gwelet a rez peger mat ha peger karantezus eo an dud-mañ en da geñver. Alo, bale alese ganto ha diwall ne rafes ket mat da gevridi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.114-115

Baleit, kozh beleien ; e kastell Brest o pezo amzer da bediñ ho Toue, rak ne gredan ket e teufec’h kuit ac’hano warc’hoazh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.254

Pa vezi deuet eus a di ar c’homiser, gant da baperoù, ez i da gaout ar valtouterien hag e laki anezho da furchañ da lestr eus ar strad betek beg ar gwernioù evit diskouez dezho ec’h eus c’hoant da vale dre an hent war-eeun.

1877
Daveenn : EKG.I. p.216-217

Edo er c’hiz-se e-kreiz an hent pa glevas, o tiskenn eus a gostez ar C’hozhvarc’had, un den hag a valee prim, evel diwar nij, digor e zivesker, ramp gantañ, dibreder ha skañv e droad, ur penn-bazh en e zorn hag e wentle a-zindan e vrec’h, o vont en tu bennak da glask pemp gwenneg d’e zervezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.131

Ra deuy o bugale hag o bugale-vihan da vale war o roudoù !

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

O ! ne valei ket betek hanternoz kennebeut. Sell, ne welez-te ket du-hont ur bodad gwez ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.67

Mes goude Benac’h ne anavezemp ken nemet an hent-bras. Ret [e] oa ivez ’ta bale drezañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.63

Bale pell pe bale a-dreuz en doa graet, rak tremen kresteiz [e] oa pa zigouezhas dirak un ti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.43

Doue ne zilez james ar re a vale a-du gantañ : a-wechoù er bed-mañ o devez evit gwir un tamm poan, mes er bed all e vezint paeet mat.

1878
Daveenn : EKG.II p.325

— Ar pezh a livirit a zo gwir. Va c’hredenn, va feiz, va c’houstiañs a zifenn ouzhin bale dre ar memes hent ganeoc’h ; er lavaret am beus dirak an holl en ti-kêr : c’hwi ne falveze ket deoc’h kemeret diganen an dilez eus va c’harg : abalamour da se on chomet hep mont war ho tro.

1878
Daveenn : EKG.II p.65

Me a oar ervat n’em eus nemet lavaret deoc’h : Paotred, eomp a-raok, baleomp war soudarded Canclaux, ha pep hini ac’hanoc’h, sonn e benn, tan en e lagad, a grogo en e fuzuilh hag a valeo ganen.

1878
Daveenn : EKG.II p.109

Hag ar c’here trubard a valee, skañv e droad ha sonn e benn, a-raok ar soudarded, evel ma’z ae gwechall Judaz a-raok ar Yuzevien p’edont o vont da gregiñ e Jezuz, hor Salver.

1878
Daveenn : EKG.II p.154

Va gwelet hoc’h eus bihanik, pa ne c’hellen ket c’hoazh bale ; abaoe ma’m eus skiant, n’em eus gwelet ganeoc’h nemet pep seurt giz vat.

1878
Daveenn : EKG.II p.265-266

Na chomomp ket evel-se a-sav da huñvreal, eme ar c’habiten ; baleomp e-dillo.

1878
Daveenn : EKG.II p.288

Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant pep unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gant an holl gwitibunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, dezho da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep koulz, noz ha deiz.

1923
Daveenn : SKET p.67-68

Dre-se eo e ris va menoz da lakaat dre skrid kement am eus gwelet dre ma valeen bro, kement all diwar-benn o istor, o emgannoù, anvioù o renerien, taolioù-kaer o brezelourien, ha derou-kentañ hor gouenn.

1923
Daveenn : SKET p.22

Bale, kerzhet a rae ar Manac’h, ha buan, m’en asur deoc’h, an Teusk en e gichen.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Jañ Glaudadig, pe Bilzig — anvit anezhañ evel ma karfet — c’hoant dezhañ da vont da vale bro.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Kirvi-meur ha tirvi-gouez eus ar vrasañ ment o dije gallet bale en o ec’hon war ar c’hein anezho : brasoc’h eget mouilc’hi war gein un ejen ne vijent ket da welout.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

me ho paleo

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bale

bourrañ a ran o vale

1931
Daveenn : VALL pg aimer (jaime promener)

me ho paleo

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIV

bourrañ a ran bale

1931
Daveenn : VALL pg aimer(j'aime promener)

Lezet en deus anezhañ da vale, rak ar roue hepken, ha den all ebet, a c'hell barn unan bennak d'ar marv.

1936
Daveenn : TKAL p14

Goude pemp eur e vezemp dieub, da vont da vale dre Wengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Gortoz a reas ur pennadig mat. Unnek eur a oa gant an heol, un den a oa o vale en hent ; Job a savas e benn.

1944
Daveenn : ATST p.71-72

Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a[-]gleiz ha Lom a gamme a[-]zehou. Mil mizer o doa bale.

1944
Daveenn : ATST p.132

Kalz [a dud] a gasas ac'hanon da « vale », na petra 'ta.

1944
Daveenn : EURW.1 p58

Gant Viktor de Kerangwe, Emil Fichet, Jozeb Ollivier, Leon an Ozhac’h, ha Lukas (eus Benac’h), ez aen da vale an aliesañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

« (…) Me’m eus respet ha doujañs evit kement re o deus labouret a-du gant Breizh, ha mar gallan, me ‘valeo war ho roudoù… »

1944
Daveenn : EURW.1 p.92

Mont a rae e soñjoù da vale bro, dispak-bras o eskell. C'hoant en doa, eñ e-unan, mont da redek.

1949
Daveenn : SIZH p.47

« Mar tegouezhje dezhañ, a soñjen, bale kêr gwisket evel n’eus forzh piv, ne daolfe kristen ebet pled outañ ».

1954
Daveenn : VAZA p.159

E-keit ma 'z oa he fried o vale bro war vor, ha kerkent ha ma voe didonet va mamm - ur bennhêrez ivez ! - e tegouezhas da Soaz Sapeur mont da vagerez d'an Treou [sic, an Trev] da gastell Koatriou.

1954
Daveenn : VAZA p.12

Ur pikol levr a c'hallfen skrivañ diwar-benn breudeur ha c'hoarezed va zad, hag a-zivout va c'hendirvi : paotred ha merc'hed, met pec'hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus va goureontr Yann Dremel, rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel.

1954
Daveenn : VAZA p.20

Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujeri [sic, klujiri], lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh.

1954
Daveenn : VAZA p.21

Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma'z aent bemdez da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; alies zoken, daoust ha ma veze kalz frankoc'h an traoù gant o c'herent eget gant Biz Kamm hag E-Mari Dremel, ur pennad lostenn vrizh a weled o tifloupañ diouzh ur rog bennak e foñs o bragoù, ha pa vije bragoù mab an Aotrou Maer.

1954
Daveenn : VAZA p.28

Leuskel a raen an dud da zrailhañ traoù a bep seurt e[n]-dro din : "Kalvez, kereour, liver, sakrist ? Kit da vale ! a lavaren ouzhin va-unan, ken buan all e vefen troc'her-moc'h !"

1954
Daveenn : VAZA p.63

Darn zoken a stlepe warno vioù pe frouezh brein, kement ha ken bihan ma krogas an ofiserien hag ar vartoloded da lemel o zammig barv evit ma c’helljent bale er straedoù kuit da vezañ hegaset gant ar jaloded-se.

1954
Daveenn : VAZA p.102

Aotre ’voe roet dimp da vale war gein al loen-euzh-se, heñvel ouzh un enezennig, ha mirout a ris e-pad bloavezhioù un tamm eus e groc’hen am boa itriket ober gantañ ur yalc’h[-]vutun eus ar freskañ.

1954
Daveenn : VAZA p.105

Kaset en devoa dija da vale an Aotrou Hamon deut gwechall da c’houlenn digantañ diouzh va ferzh daoust hag-eñ e chome digor pe hanter glozet an holl draoù-se dirazon.

1955
Daveenn : VBRU p.15

Ha goude merenn e stagen adarre da vale an hentoù, hogen dre c’hwitañ war va zaol ez ae a-dammoù va c’hroc’hen war devaat.

1955
Daveenn : VBRU p.10

Diwar se e stagas Soaz Sapeur da ouelañ : « Genaouegez a zo ac’hanon, emezi, krediñ a rae din koulskoude e oa torret d’ar bugel-mañ ar c’hoant bale bro ! » -

1955
Daveenn : VBRU p.19

Ha bennozh d’ar bernioù pakadennoù a bep seurt ment, liv ha stumm, d’ar golc’hedoù, d’ar pikoloù listri houarn gwenn da virviñ dour evit an te, d’ar vugaligoù o veskañ gwashoc’h eget goradoù merien, e kred din bezañ dirak ur meuriad Jipsianed war-nes skampañ da vale ar bed.

1955
Daveenn : VBRU p.43-44

Ha gwashañ tra, ne chomjen ket du-hont ul lajadig, tamm ebet ne oa keloù ganin eus mont-ha-dont, e-giz m’am boa dija baleet e New-York, Brest, Lisbon pe Gristiania, kêrioù na oant ket ken pell-se, war a grede dezhi – « e tu all da Bariz » - hepmuiken.

1955
Daveenn : VBRU p.2

Bale a rae a-hed ar c’hae ur c’hoziad e gasketenn ruz, gant dilhad en-dro dezhañ peurglinket evel re ur Chasgeu, hag eñ o vrallañ ur c’hloc’hig en ur salmiñ e-giz ur sakrist ouzh al letrin « Piervé zvonok Gospoda !... Na Varchavou, Brest-Litowsk, Minsk, Smolensk i Moskou, prochou saditsia !... »

1955
Daveenn : VBRU p.39-40

Aet e oa va zad da vale bro gant e vestr, ar mezeg, met den na netra n’en divije herzhet [herzet] ouzh Soaz Sapeur da chom ganin betek an termen diwezhañ.

1955
Daveenn : VBRU p.22

Gaid, an Ankoù zo war vale !

1960
Daveenn : PETO p64

Ya ! chom hep dont ' vije pec'hed / P'hon eus, o vale dre ar vro, / Da dremen tost[,] abeg ha tro.

1960
Daveenn : PETO p68

Leztad on da gozh bugale / Ha ne c'heller ganto bale, / Un tad ôget gant viloni / Chas aheurtet er gasoni.

1960
Daveenn : PETO p56

Rak-se 'ta ho pedan da leuskel, hepdale, / Ar person touer-mañ didrabas da vale.

1960
Daveenn : PETO p49

N'eo ket un den avat evit chom da vale hep ehan, pa 'z eo skuizh en araog dreist-holl; n'on ket kennebeut evit chom azezet, gourvezet ez a gwelloc'hik ganin.

1985
Daveenn : DGBD p11

A-raok ma oa degouezhet an dilerc'hidi edon-me adarre war-vale antronoz vintin.

1985
Daveenn : DGBD p156

Marteze ivez peogwir en deus bountet an Troika warnomp ur c'hur treutaat strizh ha kalz a dud n'o deus ket arc'hant a-walc'h evit mont da vale gant o c'harr.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Bale a ra unan e selloù war ar mogerioù hag ez eo trellet e zaoulagad gant poltredoù, dremmvroioù, bleunioù ha kement a c'hell faltaziañ.

2015
Daveenn : EHPEA p50

Ofis publik ar brezhoneg