1. H.g.
Obererezh dilec'hiañ war droad.
En em lakaat e bale. Klevet un trouz bale. Daou zevezh bale zo evit mont di. Ul lev vale. Un den dalc'het en e vale.
[1877] An Aotrou Breton ha Filip en em lakeas adarre e bale, hag en em gavas a-raok m’oa re noz e mereuri Kerouzere [...].
&
Trl.
Bezañ war ar bale, war vale : bezañ en e sav, na vezañ (mui) kousket, gourvezet.
War vale emañ bremañ. Chomet e oa war ar bale : ne oa ket aet da gousket.
[1877] Neuze avat e oant leun betek o ginou, hag int en em roet da gousket. Me a zo chomet war vale.
[1925] Antronoz vintin, da bemp eur, Bilzig a oa war ar bale [...].
&
Bezañ, mont war ar bale, war vale, er bale : bezañ o vale, mont war droad.
Dre Gernev ez eas war vale. Bezañ prest atav da vont er bale. It er bale : it kuit.
&
(impl. da spizer) Tro-vale.
&
Kan-bale.
&
Ton-bale.
II. G.
1. (db. an dud, al loened)
Doare da zilec'hiañ.
Ur bale gorrek, ur bale kompez, ur bale mibin.
&
(db. loened pevarzroadek zo)
Ur bale inkane.
HS. kerzhed.
2. Baleadenn, pourmenadenn.
Deomp d'ober ur bale. Ober baleoù dre ar parkeier.
&
(impl. da anv hollek)
Mont d'ober un tamm bale.
Référence :
GON.II
pg balé (Allons faire une promenade).
War vale
War valé
1850
Référence :
GON.II
pg balé (debout, levé).
Daou zervezh bale zo.
Daou zervez balé zô.
1850
Référence :
GON.II
pg balé (Il y a deux journées de marche).
War vale emañ bremañ.
War valé é ma bréma.
1850
Référence :
GON.II
pg balé (Il est debout actuellement, il se lève, il n'est plus au lit).
Poaniañ a ra en noz, en deiz, / Evidoc'h, 'vit he bugale, / Hag he c'harantez, war vale, / Ne baouez da bediñ gant feiz, / Evit ma troy da vat ar bed, / Ma teuy kalon, skiant d'he fried, / E-lec'h brabañs, lorc'h ha fouge / M'en devezo doujañs Doue, / Ma talc'ho mat d'ar gourc'hemen, / Pa n'en defe ket ur varvenn !
Poania a ra enn noz, enn deiz, / Evid-hoc'h, 'vit he bugale, / Hag he c'harantez, war vale, / Ne baouez da bedi gant feiz, / Evit ma troi da vad ar bed, / Ma teui kaloun, skiant d'he fried, / E-leac'h brabans, lorc'h ha fouge / M'en devezo doujanz Doue, / Ma talc'ho mad d'ar gourc'hemen, / Pa n'en defe ket eur varven !
1867
Référence :
MGK
p132
Ur wennili en he zroioù, a oa deuet da vezañ desket. Neb a vale dre ar broioù, ne dle ankounac'haat an traoù en deus gwelet.
Eur wennili enn he zroiou a voa deut da veza desket. Neb a vale dre ar broiou, ne dle ankounac'hat ann traou en deuz gwelet.
1867
Référence :
MGK
p13
Petra zo da ober ? Nemeur a dra : pa deuio tud, ganto bizhier, ha re baour o vale, grognal, harzhal, kregiñ; chom en noz war vale; ober ho fistoulig d'ho mestr, da dud ho ti, setu eno ho kefridi.
Petra zo da ober ? Nemeur a dra : pa deuio tud, gant-ho bisier, ha re baour o vale, grouignal, harzal, kregi; choum enn noz war vale; ober ho fistoulik d'ho mestr, da dud ho ti, setu eno ho kefridi.
1867
Référence :
MGK
p8
En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.
En em harpit noz-deiz ann eil hag egile, / Ha ne skuizot enn hent, kaer ho pezo bale ; / Na d-it ket euz ho pro, na d-it pell da gantreal, / Gant aoun na ve anken enn hent oc'h ho kedal.
1867
Référence :
MGK
p21
Soudarded Canclaux ne ouient ket petra 'ganemp, mes o welet hon daoulagad entanet, hor bale dichek ha faeüs, e krogas un tamm aon enno.
Soudarded Canclaux ne c’houient ket petra ganemp, mez o velet hon daoulagad entanet, hor bale dichek ha faeuz, e krogaz eun tamm aoun ennho.
1877
Référence :
EKG.I.
p.268
A-wechoù, evelato, e-pad an nevez-amzer hag an hañv, e teue e-pad an noz da ober ur bale dre ar parkeier, evit kemeret an aer vat hag en em dizinouiñ, pa ne veze ket galvet da vont da welet tud klañv, rak neuze na tan na kurun n’o dije miret outañ da vont en hent.
Avechou, evelato, epad an nevez-amzer hag an han, e teue epad an noz da ober eur bale dre ar parkeier, evit kemeret an ear vad hag en em dizinoui, pa ne veze ket galvet da vont da velet tud klan, rag neuze na tan na kurun n’ho diche miret outhan da vont enn hent.
1877
Référence :
EKG.I.
p.49-50
Ne zalejomp ket d’en em gaout e Runveuzid, rak ne gredan ket e ve, kement ha m’am eus soñj, ouc’hpenn ur c’hardeur bale etre Sante-Kroaz ha Runveuzid.
Ne zalejomp ket d’en em gaout e Runveuzit, rak ne gredan ket e ve, kement ha m’am euz sonch, ouc’hpenn eur c’hart-heur bale etre Sante-Kroaz ha Runveuzit.
1877
Référence :
EKG.I.
p.70
An Aotrou Breton ha Filip en em lakeas adarre e bale, hag en em gavas a-raok m’oa re noz e mereuri Kerouzere, el lec’h m’edo ar c’hri hag ar gouel, rak gouzout a raent o doa ranket paotred Breizh kemeret an tec’h e Kergidu.
An Aoutrou Breton ha Philip en em lakeaz adarre e bale, hag a en em gavaz araok m’oa re noz e mereuri Kerouzere, el leac’h m’edo ar c’hri hag ar vouel, rak gouzout a reant o doa ranket paotred Breiz kemeret an teac’h e Kergidu.
1877
Référence :
EKG.I.
p.307
Deuet eo an noz, teñval eo an amzer ; n’eus den war vale adalek beg Milio betek enezenn Vriad, o vont dreist bourk Perroz ha kêr Landreger.
Deuet eo an noz, tenval eo an amzer ; n’euz den var vale adalek bek Miliau beteg enezen Brehat, o vont dreist bourk Perros ha kear Landreger.
1877
Référence :
EKG.I.
p.94
Neuze avat e oant leun betek o ginou, hag int en em roet da gousket. Me a zo chomet war vale. Da bemp eur em eus dihunet o c’habiten, en u[l] lavaret dezhañ e oa deiz.
Neuze avad oant leun betek ho ginou, hag int en em roet da gousket. Me a zo chommet var vale. Da bemp heur em euz dihunet ho c’habiten, en eur lavaret d’ezhan oa deiz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.228-229
Kemeret a reas ul loan, hag, e-pad an noz, edo war vale, o vont du-mañ ha du-hont, da welet hiniennoù ac’hanomp en doa lakaet war an hentoù, war-zu Kastell, da zigas keloù dezhañ e ken kaz ma vije, a-raok an deiz, deuet Canclaux war hor lerc’h.
Kemeret a reaz eul loan, hag, epad an noz, edo var vale, o vont du-man ha du-hont, da velet hiniennou ac’hanomp en doa lakeat var an hentchou, varzu Kastel, da zigas kelou d’ezhan e ken-kaz ma viche, araok an deiz, deuet Canclaux var hor lerc’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.274
Un hanter kardeur bale a zo [kreñv] eus a Gerdivoret d’ar mor.
Eun hanter-kard heur bale a zo kren euz a Gerdivoret d’ar mor.
1878
Référence :
EKG.II
p.189
Trouz ha chaok a yoa ganto kement, ma vezent klevet, e-kreiz sioulder an noz, un hantereur vale dioc’h [diouzh] an hent-bras.
Trouz ha chaok a ioa gant-ho kement, ma vezent klevet, e kreiz sioulder an noz, eun hanter-heur vale dioc’h an hent braz.
1878
Référence :
EKG.II
p.87
Ur pennad brav a vale am boa da ober evit mont da Lanzeon, ha poan am boa c’hoazh em morzhed glazet e Kergidu : Evelato e kave din e vijen a-raok an deiz e penn va beaj.
Eur pennad braoa vale [sic] am boa da ober evit mont da Lanzeon, ha poan am boa c’hoaz em morzed glazet e Kergidu : Evelato e kave dign e vichenn araok an deiz e penn va beach.
1878
Référence :
EKG.II
p.21
ur frapad mat a vale a zo ac'hann di
eur frappad mad a vale a zo ac'han di
1909
Référence :
BROU
p. 239 (il y a un bon bout de chemin d'ici là)
diouzh e vale en anavezan
diwc'h he vale hen anavezan
1909
Référence :
BROU
p. 429 (allure)
Va zad-kozh (Doue d’e bardono !) a gontas din, un devezh ma oamp oc’h ober ur bale — tro ar Palud — penaos e dad dezhañ a oa bet ur c’hamarad bras da Vilzig. Moarvat e oa un tammig eus hon c’herent, ha dre-se, e di a zo kouezhet en hon danvez.
Va zad-koz (Doue d’e bardono !) a gontas d’in, eun devez ma oamp oc’h ober eur bale — tro ar Palud — penôs e dad d’ean a oa bet eur c’hamarad bras da Vilzig. Marvad e oa eun tammig eus hon c’herent, ha dre-ze, e di a zo kroueet [sic, "koueet"] en hon danve.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.807-808 (Miz Genver 1924) ("e di a zo koueet en..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).
Antronoz vintin, da bemp eur, Bilzig a oa war ar bale : ar Gwennili ac’h ae er-maez da c’hwec’h eur.
Antronoz vintin, da bemp heur, Bilzig a oa war ar bale : ar Gwennili ac’h ê er-mêz da c’houec’h heur.
1925
Référence :
BILZ2
p.121
bale
1927
Référence :
GERI.Ern
pg bale
En em gavet e-kichen un dorgennig, ni a droas a-gleiz hag a gerzhas eteit [hed-da-hed] ur voger uhel, kinviek ha kildroennet. En diwezh, a-forzh da vale ec'h en em gavjomp dirak un nor vras.
En em gavet e-kichen eun dorgennig, ni a droas a-gleiz hag a gerzas eteit eur voger uhel, kinviek ha kildrôennet. En diwez, a forz da vale ec'h en em gavjomp dirag eun nor vras.
1929
Référence :
SVBV
p12
Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.
Eun heol-mezeven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzerien evit c'houezi, Yann ha Per a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouz ar soudarded all. Goude eun eurvezh-vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.
1941
Référence :
ARVR
niv.6, p4
Ker skañv e oa e vale hag hini ur c’hazh pa vez da vat o logota.
1944
Référence :
ATST
p.32
Ne veze ganimp nemet brezhoneg, er porzh, er baleoù hag all.
Ne veze ganimp nemet brezoneg, er porz, er baleou hag all.
1944
Référence :
EURW.1
p43
Aet ar Chouanted e-biou ha bep un tammig, e tistera hag e tav o c'han ha trouz o bale.
Eet ar Chouanted e-biou ha bep eun tammig, e tistera hag e tav o c'han ha trouz o bale.
1960
Référence :
PETO
p62
Ar pezh hor souezh-ni da gentañ eo an doare o deus da gerzhout : ned eont morse a-zoug o c'hamm, piltrotat eo a reont, ha ni boas ouzh ar bale a gav souezhus da gentañ gwelout ur rummad tud a-bezh o vont d'ar piltrotig.
Ar pezh hor souezh-ni da gentañ eo an doare o deus da gerzhout : ne deont morse a-zoug o c'hamm, piltrotat eo a reont, ha ni boas ouzh ar bale a gav souezhus da gentañ gwelout ur rummad tud a-bezh o vont d'ar piltrotig.