Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. A. 1. Gourc'hemenn a vir ouzh ub. a ober tra pe dra. Ne'm eus nag urzh na difenn digant den : ober a ran ar pezh a garan. Alies e klever an difenn-se. Dilezet eo bet an difenn-se abaoe. ES. aotre, gwir, urzh. 2. Doare, ijin, tu d'en em zifenn, da stourm ouzh udb. N'eus difenn ebet ennomp nemet a daolioù dorn. Ar bobl a oa hep difenn gwechall. N'eus difenn ebet a-enep ar c'hleñvedoù-se. 3. Arguzenn a zegas ub. evit en em zifenn. Klevet difennoù ub. 4. Savadur a dalvez d'en em zifenn. [1923] Distrouezhañ al leur a rejont, stummañ logelloù-annez ha sevel un difenn a voe graet anezhañ an anv a Vanobriga « krenvlec’h Manos ». B. (en e furm lies) 1. Pezh a reer en a-raok, e-sell eus un dañjer evit bezañ prest d'en em zifenn. Ar vro-se a gemer he difennoù e-sell eus ar brezel. 2. Ent strizh (war an talbenn brezel dh.) Hollad ar staliadurioù a dalvez d'en em zifenn. Toullañ difennoù an enebour. Toullañ riboulioù dindan difennoù an enebour. 3. Itrikoù d'en em zifenn. Hemañ en deus nerzh ha difennoù. II. H.g. 1. Obererezh en em zifenn. & Trl. Bezañ war an difenn : war ziwall, prest d'en em zifenn. 2. Barregezh d'en em zifenn. Hemañ en deus e zifenn. 3. Trl. OBER DIFENN OUZH UB. (A) OBER : difenn outañ a ober an dra-se. Difenn en deus graet ouzhin adlavaret an dra-se da zen. & BEZAÑ DIFENN (DA) OBER UDB. : bezañ difennet e ober. Difenn a oa da reiñ an anv-se da zen. Difenn a vo komz ouzh ar vugale. Difenn a-grenn a oa da gomz brezhoneg. Difenn zo da vutunat. & Dre verr. Ha difenn an eil re mont war dachenn ar re all. & (war skritelloù, panelloù zo) Difenn mont tre. & Kaout difenn da ober udb. : bezañ difennet outañ ober an dra-se. Ar re glañv o doa difenn da vont e-touez ar re yac'h. & Mont a-enep an difenn : na zoujañ d'ar pezh zo difennet.

Exemples historiques : 
32
Masquer la liste des exemples

difenn

1499
Référence : LVBCA p57 ('défense')

difenn

1659
Référence : LDJM.1 pg defence

armoù da asailh ha da zifenn

1732
Référence : GReg pg arme (offensives & défensives)

difennoù evit ur re bennak

1732
Référence : GReg pg apologie

difenn dre skrid pe dre gomz

1732
Référence : GReg pg apologie

difenn

1732
Référence : GReg pg defense (action de se défendre), défense (protection), (prohibition), défensive

difenn

1732
Référence : GReg pg defense (action de se défendre)

evit e zifenn e-unan

1732
Référence : GReg pg (pour sa propre) défense

mervel evit an difenn eus ar feiz

1732
Référence : GReg pg (mourir pour la) défense (de la foi)

difennoù

1732
Référence : GReg pg défense (prohibition)

difenn

1732
Référence : GReg pg défense (prohibition)

difennoù

1732
Référence : GReg pg défense (prohibition)

enep e zifenn

1732
Référence : GReg pg (contre sa) défense

en desped d'e verz, d'e zifenn

1732
Référence : GReg pg (contre sa) défense

difenn

1732
Référence : GReg pg défensive

bezañ war an difenn

1732
Référence : GReg pg (se tenir sur la) defensive

a-enep va difenn int deuet

1850
Référence : GON.II pg difenn

difennoù

1850
Référence : GON.II pg difenn

evit an difenn eus ar feiz eo marvet

1850
Référence : GON.II pg difenn

war an difenn en em zalc'h bepred

1850
Référence : GON.II pg difenn

difenn

1850
Référence : GON.II pg difenn

difenn

1850
Référence : GON.II pg dic'houenn

difenn

1850
Référence : GON.II pg dic'houenn

difenn

1850
Référence : GON.II pg difenn, diwall

Heñvel ouzh gofed o brec’h nerzhek, e skoont hep skuizhañ gant ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladoù an enebour ; o distrobañ a reont, un tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadoù anezho ; pulluc’hañ a reont o difennoù, o c’hreñvlec’hioù, kement harz o devoa savet outo war an hent.

1923
Référence : SKET p.80

Distrouezhañ al leur a rejont, stummañ logelloù-annez ha sevel un difenn a voe graet anezhañ an anv a Vanobriga « kreñvlec’h Manos ».

1923
Référence : SKET p.119

Div wech e voe darbet-kaer da Vindosetlos terriñ difenn Visurix.

1924
Référence : SKET.II

difennoù begmogeriet

1931
Référence : VALL pg bastionnées

Eñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o senti ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…

1944
Référence : EURW.1 p.193-194

Kerkent hag aet e karg, an eskob nevez / D'ar Pab a skrivo prim, gant kalz elevez, / Da reiñ ar c'heloù, met, gant difenn ha berz / Da c'houlenn nep galloud na gwir eus e berzh, / Daoust ma'z eo er bed ar Pab vikel Doue, / E Bro-C'hall, araozañ, 'tremen ar Roue.

1960
Référence : PETO p16

Bras e oa ar guriusted a vroudas ar fiziadour da vont dreist an difenn, ha da splujañ betek don donañ ar c'hevrin.

2012
Référence : DJHMH p54

Goulennit amzer evit prientiñ ho tifennoù, evel-se ho po gounezet un toullad mizioù.

2015
Référence : DISENT p172

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux