difennet
difenn
dic'houennein
difennet
Gouzout a rit hon Aotrou’n eskop ne c’hell ket mont kuit e-unan eus ar Gernevez : ne c’hell kennebeut fiziout e kement hini a zo, hag em eus soñjet ennoc’h, va mab, evit mont e-berr da vaner ar Gernevez da gerc’hat an Aotrou de la Marche ha d’her c’has betek ar vag, pe da vervel en hent, m’ar bez ret, evit hen difenn.
Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet din an danevell-mañ, pa c’houlennen outañ ha na vije ket a dermen da boan an div c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievezh ha sempladurezh, torret an div Lezenn [b]ennañ e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouzh merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re all en em lezel da vezañ saotret gant gwazed ar gouennoù all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueriñ pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouzh skouer an nav merc’h skedus eus an Neñv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezho termen all ebet nemet fin ar bed ha marv an dud hag an doueed.
-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.
An alvokad [...] a oa bet barnet d'e dro war ar prim ha miret outañ da zifenn an damallidi e-pad 10 devezh.
En ur vezañ, dre ar brezhoneg, e penn a-raok stourmoù pobl Vreizh enep ar c'horvoerezh hag ar gwaskerezh, evit he frankiz, gant ar strolladoù hag ar sindikadoù zo ouzh he difenn.
War ar c'herreg ur bern gwenan munut (kelien-mel a vez graet anezho du-hont) hag a ra ivez doare kestell-kreñv bihan da lakaat o mel ; tu a zo da zibriñ ar mel-se, met un tamm difonn eo memes tra, ne gav ket din o devefe ar gwenan bihan-se tamm bilim evit en em zifenn.
Setu perak, goude kas va mevelion da gousket, e kargis ur bistolenn gozh, e doare d'en em zifenn, diouzh an degouezh.
Difenn a rae ouzhin digeriñ ar stalafioù.
A-wel d'an holl e vez kaset stourm an disenterezh keodedel : en em ginnig a ra hemañ evel an doare diwezhañ a vez d'ar geodedourien emskiant evit difenn mad an holl, ha lakaat ar ra ar meno foran da varner e obererezh.
Difenn a reomp neuze an doareoù boas da itrikañ ha da zornata ar strolladoù tud.
Mots précédents
Mots suivants
difenn