Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Skoazellañ ub., ul loen bnk., a-enep un dañjer dre stourm outañ, oc'h en em gannañ da sk. Difenn e loened ouzh ar bleiz. Difenn ub. ouzh e enebour. 2. Gwareziñ udb. ouzh un dañjer, ur gwall bnk. Dav d'ar c'hi difenn e di. Lazhet eo bet e-ser difenn e vro. Listri armet evit difenn ar c'henwerzh. DHS. diwall, gwareziñ. B. 1. Skoazellañ, harpañ ub., a-enep tamalloù dh., o sevel a-du gantañ. Ar maer en doa difennet lod anezho. & (db. ar vreutaerien) Breutaat a-du gant ub. bet tamallet. 2. Trl. Difenn e grog : breutaat, arguziñ a-du gant an-unan a-enep tamalloù. & Difenn e renk : ober en doare ma ne gemero den all ebet e renk, e blas, e lec'h. Chom aze el lostennad tud da zifenn ma renk. C. ROUEZ Difenn ur gouel : e lidañ. D. 1. DIFENN UDB. OUZH UB. : na reiñ gwir d'an den-se da ober, da implijout, da gemer an dra-se. Difennet e oa bet ar brezhoneg ouzh ar vugale gant ar skoloer. & Ent krenn C'hoant o deus da zifenn ar chase. 2. DIFENN OUZH UB. A, DA OBER UDB., OBER UDB. : berzañ outañ ober an dra-se. Difenn a reas outañ a vont kuit. Difenn a raent ouzhin da gomz. Difennet o doa ouzh ar berc'henned koadoù gwerzhañ prenn. II. 1. (impl. dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e") Sevel a-du gant ur mennozh, degas arguzennoù a-du gantañ. Me a zifenn e vo gwall reuz dizale. 2. (impl. dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "na") Mirout. Difennet o doa ouzh ar veleien na rafent gant ar brezhoneg en iliz. III. V.g. 1. Stourm ouzh un dañjer, ur gwall bnk. Ne c'hallont ket difenn ouzh ar marv. 2. Herzel ouzh udb. Bec'h hon eus o tifenn ouzh an anoued. IV. V. em. EN EM ZIFENN. 1. Stourm da bellaat un dañjer, ur gwall bnk., oc'h en em gannañ dh. En em zifenn a reont par da ziaouled. En em zifenn kalonek. En em zifenn 'ta ! [1877] Ret eo en em zifenn, den n’en deus c’hoant da vezañ sammet gant an teuz. & En em zifenn d'ar mud : gwellañ ma c'haller. Paotred kalet e oant, hag en em zifenn a rejont d'ar mud e-pad pellik amzer. 2. Stourm ouzh un tamall, arguzenniñ a-du gant an-unan. 3. Dre ast. En em zibab. Ne c'hall ket en em zifenn e-unan.

Skouerioù istorel : 
82
Kuzhat roll ar skouerioù

difenn

1499
Daveenn : LVBCA p57 (deffendre)

18. Mari, ma spered da gentañ, / A zifennot, pa ho pedan, / Pan deuy an devezh diwezhañ, / Ma renkin respont ha kontañ.

1622
Daveenn : Do. p64

difenn ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg empescher

difenn ouzh ur re bennak debriñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg defendre (a quelqu'vn de manger)

difenn ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg defendre (quelqu'vn)

difenn da dest

1732
Daveenn : GReg pg appeller

difennet

1732
Daveenn : GReg pg appeller

difenn an toull-freuz

1732
Daveenn : GReg pg (deffendre la) breche

difenn ul levr

1732
Daveenn : GReg pg censurer (condamner un Livre, &c.)

difenn serten deizioù

1732
Daveenn : GReg pg chommer (ne pas travailler à de certains jours)

difennet serten deizioù

1732
Daveenn : GReg pg chommer (ne pas travailler à de certains jours)

difenn ouc'h

1732
Daveenn : GReg pg conserver (préserver de)

difennet

1732
Daveenn : GReg pg conserver (préserver de)

em difen

1732
Daveenn : GReg pg (se) conserver

difenn

1732
Daveenn : GReg pg defendre

difennet

1732
Daveenn : GReg pg defendre

difenn

1732
Daveenn : GReg pg defendre

difennet

1732
Daveenn : GReg pg defendre

difenniñ

1732
Daveenn : GReg pg defendre

difenn ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg défendre (quelqu'un, le protéger)

difenn un dra bennak ouzh ur re

1732
Daveenn : GReg pg défendre (quelque chose à quelqu'un)

berziñ, difenniñ, un dra bennak d'unan bennak

1732
Daveenn : GReg pg défendre (quelque chose à quelqu'un)

difenn a reer ouzon da brezeg

1732
Daveenn : GReg pg (on me) défend (de parler)

en em zifenn

1732
Daveenn : GReg pg (se) défendre

en em zifennet

1732
Daveenn : GReg pg (se) défendre

em zifenn

1732
Daveenn : GReg pg (se) défendre

em zifennet

1732
Daveenn : GReg pg (se) défendre

em zifenniñ

1732
Daveenn : GReg pg (se) défendre

deizioù difennet

1732
Daveenn : GReg pg (jours) défendus

evit en em zifenn e-unan

1732
Daveenn : GReg pg (pour sa propre) défense

soufr ar marv evit difenn ar feiz kristen

1732
Daveenn : GReg pg (mourir pour la) défense (de la foi)

bezañ war evezh, e-par, evit en em zifenn

1732
Daveenn : GReg pg (se tenir sur la) defensive

aliañs evit atakiñ, hag evit difenn

1732
Daveenn : GReg pg (ligue offensive &) défensive

armoù da asailh, ha da zifenn

1732
Daveenn : GReg pg (armes offensives & défensives)

miret, berzañ, difenn, ur gouel, testiñ ur gouel

1732
Daveenn : GReg pg (celebrer une) fête

An Doktor sant Tomaz a ziskouez aznat penaos ez eo divennet gant al lezenn a natur memes ar bailhardiezh simpl.

1732
Daveenn : GReg pg fornication (Saint Thomas prouve que la simple fornication est defendue de droit naturel.)

em zifenn oc'h ar riv

1732
Daveenn : GReg pg froid (Se garantir du froid.)

em zifennet oc'h ar riv

1732
Daveenn : GReg pg froid (Se garantir du froid, pp.)

difenn

1732
Daveenn : GReg pg garantir (Garantir, exempter, défendre de quelque mal.)

difennet

1732
Daveenn : GReg pg garantir (Garantir, exempter, défendre de quelque mal, pp.)

difenn ouzh

1732
Daveenn : GReg pg garder (Garder, preserver de.)

difenn diouzh

1732
Daveenn : GReg pg garder (Garder, preserver de.)

difennet ouzh

1732
Daveenn : GReg pg garder (Garder, preserver de, pp.)

difennet diouzh

1732
Daveenn : GReg pg garder (Garder, preserver de, pp.)

difennet

1850
Daveenn : GON.II pg difenni

tifennin

1850
Daveenn : GON.II pg difenni

difenniñ

1850
Daveenn : GON.II pg difenn, difenni, diwallout

difenn

1850
Daveenn : GON.II pg difenn

penaos e tifennot-hu anezhañ

1850
Daveenn : GON.II pg difenni

difennet eo ar gwin outañ

1850
Daveenn : GON.II pg difenni

O flourañ ar re vras, n'ankounac'hait biken / An droug a rit d'un all, el lec'h ma n'emañ ket / Evit en em zifenn, / An droug-se warnoc'h-hu a zilammo un deiz ; / C'hoarvezout ray ganeoc'h ker gwazh ha gant ar bleiz.

1867
Daveenn : MGK p105-106

Gouzout a rit hon Aotrou’n eskop ne c’hell ket mont kuit e-unan eus ar Gernevez : ne c’hell kennebeut fiziout e kement hini a zo, hag em eus soñjet ennoc’h, va mab, evit mont e-berr da vaner ar Gernevez da gerc’hat an Aotrou de la Marche ha d’her c’has betek ar vag, pe da vervel en hent, m’ar bez ret, evit hen difenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.21

Kemeret madoù an Iliz, evitañ da vezañ un torfed eus ar re vrasañ, rak ouc’hpenn ma’z oa ul laeroñsi, a ioa c’hoazh ur "sakrilaj" ; n’oa ket diaes dezho, rak an Iliz n’he deus nag archerien na soudarded da zifenn he zra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.2

Mes e Kergidu, n’oa ket ar memes tra. Eno, en hon touez-ni, n’oa soudard ebet, den-a-vrezel ebet ; eno n’oamp nemet tud eus ar vro, en em zestumet evit difenn hor feiz, hor Roue, hon tud hag hor bro, hag ar merc’hed-se en hon touez a yoa evel pa vijent er gêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.291

Kouer a veve ar vro en u[l] labourat e zouar, hag an Noblañs e difenne a-enep an enebourien.

1877
Daveenn : EKG.I. p.260

Ret eo en em zifenn, den n’en deus c’hoant da vezañ sammet gant an teuz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.133

Vad a reas da galon ar manac’h gwelet un ti, rak eno e kave dezhañ e kavje tud vat d’hen difenn a-enep al laeron.

1877
Daveenn : EKG.I. p.43

— Ar pezh a livirit a zo gwir. Va c’hredenn, va feiz, va c’houstiañs a zifenn ouzhin bale dre ar memes hent ganeoc’h ; her lavaret am beus dirak an holl en ti-kêr : c’hwi ne falveze ket deoc’h kemeret diganen an dilez eus va c’harg : abalamour da se on chomet hep mont war ho tro.

1878
Daveenn : EKG.II p.65

‘Vel ma lâre Gwennael warlene, goude ma oa bet savet skol vrezhonek Sant-Charlez. Gras de[zhe], goude be[z]añ bet kelennet ken mat, da c‘hallout, un de[iz], difenn ha harpañ : Doue, ar Vro hag he yezh.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.2

Ar Barzh a zougfe e sae varzhek e-pad lidoù dizanavezet gant ar Gorsedd e vefe difennet outañ dont d'ar Gorsedd gant e sae e-pad daou vloaz.

1909
Daveenn : REZI p. 6

Breuriezh ar Varzhed a zo krouet evit magañ, difenn, adsevel ha mirout ar spered hag ar glad keltiek ; sevel ar yezh, al lennegezh hag an ijinoù brezhonek ; diazezañ warne emsav ar vro ; mirout un ere etre Breizh hag an holl vroioù keltiek ; lakaat peoc'h hag unvaniezh etre ar Vreizhiz.

1909
Daveenn : REZI p.18

Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet din an danevell-mañ, pa c’houlennen outañ ha na vije ket a dermen da boan an div c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievezh ha sempladurezh, torret an div Lezenn [b]ennañ e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouzh merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re all en em lezel da vezañ saotret gant gwazed ar gouennoù all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueriñ pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouzh skouer an nav merc’h skedus eus an Neñv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezho termen all ebet nemet fin ar bed ha marv an dud hag an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.116

Digaset e voe an nav fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwintañ e beg goafioù, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwashañ ha ma talc’he c’hoazh ar Skaled, oc’h en em zifenn taer-meurbet.

1923
Daveenn : SKET p.127

« O kadour, difenn a ra an doueed ouzhin reiñ dit eus laezh ar C’hlazenn [buoc’h c’hlas an doueed]. [...] »

1923
Daveenn : SKET p.36

Disaouzan e oa, ouzhpenn, ha kadarn ; war a lavar deomp kanenn Vopiskos, ur goaf hag ur vouc’hal ganti en he daouarn, e tifennas meur a wech ouhz ar bleizi he daou vugel nevez-c’hanet.

1923
Daveenn : SKET p.41

Ha gant he gwallgalonad, re dezhi, c’hwerv ha brouezet, e stagas : « Ar gwerc’hezed a oa gouestlet dit, az servije leal, karantezus, hag a [z]leje bezañ ker d’az kalon, ha n’helles-te ket o difenn ? [...]".

1923
Daveenn : SKET p.111-112

Hemañ ne veze ket eno evit en em difenn, hag ar mammoù, c’hwi ’oar, douget atav da reiñ o absolvenn d’o c’holladennoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.978 (Even 1924)

Hag an hini a oa bet lakaet gant Doue e toull-dor ar Baradoz, evit he zifenn enep Adam hag Eva, ur c’hleze lugernus en e zorn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.137

Ha gant an daouarn savet da grec’h, pemzek kant a dud bodet en deltenn a ouestlas enebiñ ouzh ar gouarnamant ha difenn o frankiz betek ar marv ma vije ret.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

Evel-se en doa gourc'hemennet Gambetta, gant aon na zeuje d'an arme-se dont da vezañ unan Chouanted ha treiñ 'enep da Frañs e-lec'h difenn anezhi.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Graet ma malizennoù ha ma fakadoù evit ar wech diwezhañ ha kenavo dit, Kolaj Itron-Varia-ar-Gabusined, e-lec'h ma oa difennet d'ur Breton bezañ Breton, e-lec'h na oa nemet chadennoù evit ar re a oa karantez ar Frankiz en o c'halon.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

Vallée a gomze din eus an Association Bretonne ne oa nemeti a vreuriezh, emezañ, o tifenn hor bro ouzh he gwall blanedenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p56

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

Met d'am lazhañ pa 'z oc'h mennet, / Ne dalvez ken ouzhoc'h breutaat, / Met 'n em erbediñ ouzh Hon Tad / Ma vin, diouzh Satan, difennet.

1960
Daveenn : PETO p76

En em zifenn zo ur gwir sakr / Hag en em gannañ ez eo ret / Ouzh al livastred-se ken hakr / A bled d'hon teurel war hon led.

1960
Daveenn : PETO p61

An alvokad [...] a oa bet barnet d'e dro war ar prim ha miret outañ da zifenn an damallidi e-pad 10 devezh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

En ur vezañ, dre ar brezhoneg, e penn a-raok stourmoù pobl Vreizh enep ar c'horvoerezh hag ar gwaskerezh, evit he frankiz, gant ar strolladoù hag ar sindikadoù zo ouzh he difenn.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

War ar c'herreg ur bern gwenan munut (kelien-mel a vez graet anezho du-hont) hag a ra ivez doare kestell-kreñv bihan da lakaat o mel ; tu a zo da zibriñ ar mel-se, met un tamm difonn eo memes tra, ne gav ket din o devefe ar gwenan bihan-se tamm bilim evit en em zifenn.

1985
Daveenn : DGBD p129

Setu perak, goude kas va mevelion da gousket, e kargis ur bistolenn gozh, e doare d'en em zifenn, diouzh an degouezh.

2012
Daveenn : DJHMH p. 83

Difenn a reomp neuze an doareoù boas da itrikañ ha da zornata ar strolladoù tud.

2015
Daveenn : DISENT p89

A-wel d'an holl e vez kaset stourm an disenterezh keodedel : en em ginnig a ra hemañ evel an doare diwezhañ a vez d'ar geodedourien emskiant evit difenn mad an holl, ha lakaat ar ra ar meno foran da varner e obererezh.

2015
Daveenn : DISENT p49

Difenn a rae ouzhin digeriñ ar stalafioù.

2015
Daveenn : EHPEA p50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial