I.
G.
A.
1. Gourc'hemenn a vir ouzh ub. a ober tra pe dra.
Ne'm eus nag urzh na difenn digant den : ober a ran ar pezh a garan. Alies e klever an difenn-se. Dilezet eo bet an difenn-se abaoe.
ES. aotre, gwir, urzh.
2. Doare, ijin, tu d'en em zifenn, da stourm ouzh udb.
N'eus difenn ebet ennomp nemet a daolioù dorn. Ar bobl a oa hep difenn gwechall. N'eus difenn ebet a-enep ar c'hleñvedoù-se.
3. Arguzenn a zegas ub. evit en em zifenn.
Klevet difennoù ub.
4. Savadur a dalvez d'en em zifenn.
[1923] Distrouezhañ al leur a rejont, stummañ logelloù-annez ha sevel un difenn a voe graet anezhañ an anv a Vanobriga « krenvlec’h Manos ».
B. (en e furm lies)
1. Pezh a reer en a-raok, e-sell eus un dañjer evit bezañ prest d'en em zifenn.
Ar vro-se a gemer he difennoù e-sell eus ar brezel.
2. Ent strizh (war an talbenn brezel dh.)
Hollad ar staliadurioù a dalvez d'en em zifenn.
Toullañ difennoù an enebour. Toullañ riboulioù dindan difennoù an enebour.
3. Itrikoù d'en em zifenn.
Hemañ en deus nerzh ha difennoù.
II.
H.g.
1. Obererezh en em zifenn.
&
Trl.
Bezañ war an difenn : war ziwall, prest d'en em zifenn.
2. Barregezh d'en em zifenn.
Hemañ en deus e zifenn.
3. Trl.
OBER DIFENN OUZH UB. (A) OBER : difenn outañ a ober an dra-se.
Difenn en deus graet ouzhin adlavaret an dra-se da zen.
&
BEZAÑ DIFENN (DA) OBER UDB. : bezañ difennet e ober.
Difenn a oa da reiñ an anv-se da zen. Difenn a vo komz ouzh ar vugale. Difenn a-grenn a oa da gomz brezhoneg. Difenn zo da vutunat.
&
Dre verr.
Ha difenn an eil re mont war dachenn ar re all.
&
(war skritelloù, panelloù zo)
Difenn mont tre.
&
Kaout difenn da ober udb. : bezañ difennet outañ ober an dra-se.
Ar re glañv o doa difenn da vont e-touez ar re yac'h.
&
Mont a-enep an difenn : na zoujañ d'ar pezh zo difennet.
Daveenn :
GReg
pg defense (action de se défendre), défense (protection), (prohibition), défensive
difenn
dihuënn
1732
Daveenn :
GReg
pg defense (action de se défendre)
evit e zifenn e-unan
1732
Daveenn :
GReg
pg (pour sa propre) défense
mervel evit an difenn eus ar feiz
1732
Daveenn :
GReg
pg (mourir pour la) défense (de la foi)
difennoù
difennou
1732
Daveenn :
GReg
pg défense (prohibition)
difenn
dihuënn
1732
Daveenn :
GReg
pg défense (prohibition)
difennoù
dihuënnëu
1732
Daveenn :
GReg
pg défense (prohibition)
enep e zifenn
aënep e zifenn
1732
Daveenn :
GReg
pg (contre sa) défense
en desped d'e verz, d'e zifenn
èn desped d'e verz, d'e zifenn
1732
Daveenn :
GReg
pg (contre sa) défense
difenn
divenn
1732
Daveenn :
GReg
pg défensive
bezañ war an difenn
beza var an diven
1732
Daveenn :
GReg
pg (se tenir sur la) defensive
a-enep va difenn int deuet
a énep va difenn iñd deûet
1850
Daveenn :
GON.II
pg difenn
difennoù
difennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg difenn
evit an difenn eus ar feiz eo marvet
evid ann difenn eûz ar feiz eo marvet
1850
Daveenn :
GON.II
pg difenn
war an difenn en em zalc'h bepred
war ann difenn en em zalc'h bépred
1850
Daveenn :
GON.II
pg difenn
difenn
dic'houenn
1850
Daveenn :
GON.II
pg difenn
difenn
1850
Daveenn :
GON.II
pg dic'houenn
difenn
dic'houenn
1850
Daveenn :
GON.II
pg dic'houenn
difenn
1850
Daveenn :
GON.II
pg difenn, diwall
Heñvel ouzh gofed o brec’h nerzhek, e skoont hep skuizhañ gant ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladoù an enebour ; o distrobañ a reont, un tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadoù anezho ; pulluc’hañ a reont o difennoù, o c’hreñvlec’hioù, kement harz o devoa savet outo war an hent.
Henvel ouz gofed o brec’h nerzek, e skôont hep skuiza gand ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladou an enebour ; o distroba a reont, eun tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadou anezo ; pulluc’ha a reont o difennou, o c’hrenvlec’hiou, kement harz o devoa savet outo war an hent.
1923
Daveenn :
SKET
p.80
Distrouezhañ al leur a rejont, stummañ logelloù-annez ha sevel un difenn a voe graet anezhañ an anv a Vanobriga « kreñvlec’h Manos ».
Distroueza al leur a rejont, stumma logellou-annez ha sevel eun difenn a voe graet anezan an ano a Vanobriga « krenvlec’h Manos ».
1923
Daveenn :
SKET
p.119
Div wech e voe darbet-kaer da Vindosetlos terriñ difenn Visurix.
Diwech e voe darbet-kaer da Vindosêtlos terri difenn Vissurix.
1924
Daveenn :
SKET.II
difennoù begmogeriet
difennou begmogeriet
1931
Daveenn :
VALL
pg bastionnées
Eñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o senti ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…
Heñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plega dindan ma domani, oc’h ober diouz ma youl, o senti ouzin hag o heulia ac’hanoun ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gamberad [sic] da ober goap eus e vin gwregel…
1944
Daveenn :
EURW.1
p.193-194
Kerkent hag aet e karg, an eskob nevez / D'ar Pab a skrivo prim, gant kalz elevez, / Da reiñ ar c'heloù, met, gant difenn ha berz / Da c'houlenn nep galloud na gwir eus e berzh, / Daoust ma'z eo er bed ar Pab vikel Doue, / E Bro-C'hall, araozañ, 'tremen ar Roue.
Kerkent hag eet e karg, an eskop nevez / D'ar Pab a skrivo prim, gant kalz elevez, / Da rei ar c'helou, met, gant difenn ha berz / Da c'houlenn nep galloud na gwir eus e berz, / Daoust ma 'z eo er bed ar Pab vikel Doue, / E Bro-C'hall, araozañ, 'tremen ar Roue.
1960
Daveenn :
PETO
p16
Bras e oa ar guriusted a vroudas ar fiziadour da vont dreist an difenn, ha da splujañ betek don donañ ar c'hevrin.
2012
Daveenn :
DJHMH
p54
Goulennit amzer evit prientiñ ho tifennoù, evel-se ho po gounezet un toullad mizioù.